Ober anaoudegezh gant ar glad sevenadurel dizanvez e Breizh

Ur diskouezadeg « bale » gouestlet d’ar glad sevenadurel dizanvez (GSD) evel ar sonerezh, an dañs, ar c’hontadennoù, ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel, ar ouiziegezhioù pobl war ar plantoù pe c’hoazh ar festoù-noz.

Dre an holl elfennoù-se, gwir gladoù bev adnevesaet a-hed ar remziadoù, e vo tu deoc’h ober anaoudegezh gant pinvidigezh liested sevendaurel Breizh. Komzet e vez deus Breizh hag e c’hlad en ur studiañ ar boazioù sevenadurel : o bividigezh, o pratikoù er buhez pemdez, o treuzkas ha penaos int azasaet er gevredigezh a-vremañ.

Testenioù dougerien ar gladoù bev-se az a da zisplegañ ar GSD. An diskouezadeg a ro ur plas bras d’ar skeudennoù ha d’ar sonioù : digorit o taoulagad hag o tivskouarn ha kejit ouzh pinvidigezhioù Breizh.

Stumm pleustrek an diskouezadeg

 

Aze vo moain deoc'h kavout stumm niverel an diskouezadeg se. 

Evit kaout muioc'h a ditouroù diwar benn an diskouezadeg pleustrek.