Un arload evit dizoloiñ Breizh eo “Breizh App”. Kinniget e vez doserioù skrivet gant arbennigourien anavezet. An doserioù-se, urzhiet dre demoù a c’hell bezañ kinniget war ur gartenn etreoberiant pe war ur rizenn amzer.

Kemennadennoù « push », kinniget evel degouezhennigoù war Breizh, a gelaouo an implijer pa vo deus doserioù nevez staliet war Breizh App .

– Kinniget e vez an arload e divyezhek (galleg-brezhoneg),

– 75 doser kinniget e galleg,

– 15 doser kinniget e brezhoneg,

– Tu’zo d’an implijer bezañ douarlec’hiet. Kinniget e vo dezhañ an doserioù tost deus al lec’h m’emañ.

Pevar doser nevez bep miz a vo kinniget gant Bretagne Culture Diversité war an arload Breizh App.

Pellkargit evit Android : https://play.google.com/store/apps/details?id=com.bcd.breizhapp

Hag evit iOS : https://itunes.apple.com/app/id914794602

breizhapp3 breizhapp2 breizhapp1