Emvod publik war renabl ar GSD e Bro Kornôg Kreiz Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret

Un emvod publik a zo aozet d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret evit displegañ d’ar boblañs palioù ha mod implij renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Bro Kornôg Kreiz Breizh.

Krog eo BCD/Sevenadurioù Breizh da sevel renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro Kornôg kreiz Breizh gant sikour ar bodad Sevenadur Kuzul diorroiñ ar Vro ha dilennidi kumunioù ar vro. Holl lodennoù ar glad sevenadurel a vez taolet pled outo war an dachenn etrevroadel gant ar Feuremglev evit gwarez ar glad sevenadurel dizanvezel skrivet e 2003 gant an Unesco.

Fellout a ra d’an holl aktourien-se labourat asambles gant ar boblañs evit nevesaat ar ouiziegezh a zo war gladoù ar vro, penaos int bevet ha penaos e tegasont fouge ha peseurt skeudenn pozitivel ha dedennus e roont d’ar vro.

Padout a raio ar renabl e-pad pevar bloazh hanter ha meur a zarvoud a vo aozet a –hed an oberiadenn (kenstrivadeg, stalioù-labour evit ar skolidi ha liseidi, prezegennoù, emvodoù publik…).

Penaos e vo aozet ar renabl-mañ ?

Renabliñ ar glad sevenadurel dizanvezel a zo studiañ ar pleustroù bev c’hoazh hiziv e meur a zachenn : an artizanerezh hengounel (kantennerezh, gwiskamantoù) ; an anaoudegezhioù liammet ouzh an natur  (implij ar plantoù gant perzhioù mezhegel, diskoñterien, skiantoù-prenet war an endro) ; al lidoù ha gouelioù (pardonioù, meurlarjez, fest-noz, kenstrivadeg sonerezh) ; ar binvioù sonerezh (klarinetenn / treujenn gaol, violoñs, biniou, bombard, akordeoñs) ; ar glad dre gomz (sonioù ha gwerzioù, kontadennoù, rimadelloù, mojennoù…) ; ar yezh.

Ur wech renablet an holl elfennoù-se e labourimp da wareziñ ha da vrudañ anezhe.

D’an holl eo da gemer perzh e renabl glad sevenadurel ho pro

Pedet eo an holl da gemer perzh er renabl-mañ, da lavarout eo pep prantad deus ar raktres-mañ a sell diouzh pep anezad deus ar vro. Da bep hini eo neuze da lavarout deomp petra a zo glad pe hêrezh sevenadurel hervezhañ, ha penaos e fell dezhañ brudañ ha skignañ anezho.

Evit kompren gwelloc’h palioù ha mod implij ar renabl ez oc’h pedet d’un emvod publik a vo aozet e Lokeoret d’al lun 4 a viz Gouere e sal ar gumuniezh-kumunioù da 8 eur noz. Pedet oc’h da zont da gemer perzh d’an devezh-mañ ! Deuit niverus !

 

Distreiñ da roll ar pennadoù