Kendivizoù ha prezegennoù

Sevel, pe kensevel a ra BCD / Sevenadurioù Breizh kendivizoù ha prezegennoù. Enrollet ha kinniget e vez an tabutoù ganeomp enlinenn goude-se.

Emgavioù SATS (TAP) sevenadur ha yezhoù Breizh – Miz ebrel 2015

slide-TAP

Plediñ a ra kevredigezhioù strollet er bodad SATS Breizh (« TAP Bretagne »), gant plas yezhoù ha sevenadur Breizh e stalieroù an amzer tro-skol.

D’ar gwener 3 a viz ebrel 2015 e oa bet aozet un devezh eskemm hag emgav diwar ar c’hraf resis-se er greizenn sevenadurel Amzer-Nevez, e Plañvour (56) evit goût hiroc’h war stad an traoù e Breizh : petra a vez kinniget just evit a sell ouzh sevenadur Breizh ? Penaos bezañ kelaouet ? Peseurt ezhommoù zo gant ar buhezekaat hag ar stummañ ?

 

[Kit da welet war chadenn video an emgavioù]

Prezegenn «  Ar Vretoned er brezel, 1914-1919 – Miz here 2014

14-181

Kenaozet e oa bet teir frezegenn diwar « ar Vretoned er brezel 1914-1919 » gant ar c’hevredigezhioù Bretagne Plus- Culture et débats ha BCD / Sevenadurioù Breizh, e Naoned d’ar sadorn 18 a viz here 2014. Kavout a rafet an enrolladennoù anezhe war al lec’hienn-mañ.

Kendiviz « Minorelezhioù ha bedeladur » – Miz here 2014

slide-chaine-colloque-minorites2014-siteBCd

Kenaozet e oa bet ur chendiviz etrevroadel diwar « Minorelezhioù ha bedeladur » gant BCD/Sevenadurioù Breizh, asambles gant ar skipailh klaskerezh Ermine (KEBK-Roazhon 2), d’an 23 ha d’ar 24 a viz here 2014 e Roazhon. Plediñ gant plas an identelezhioù dibar en ur bed o vont war vloc’helaat an hini a oa e kreiz ar preder.

[Kit da welet war chadenn video ar c’hendiviz]

Kendiviz «  Yves Person, eus Breizh d’ar bed » – Miz even 2013

394349_980

Kement ha lidañ e 80 vloaz e oa bet aozet ur c’hendiviz gant Ar Falz / Skol Vreizh, e koun Yves Person a oa bet e brezidant eus 1976 da 1980. Perzh e oa BCD/Sevenadurioù Breizh en devezh eskemmoù ha testennioù-se er Skol-Veur Victor Segalen.

An eil war-lerc’h egile e oa deuet kenlabourerien ha mignoned dezhañ war al leurenn da enoriñ an den dibar-se, gant from ha ton.

[Kit da welet war chadenn video ar c’hendiviz]