Keleier

Digoridigezh Bécédia d’ar 27 a viz genver : ul lec’hienn gant danvez dibar war Breizh ha war tud ar vro

Publié le 18/01/2017

teasing-becedia-bcd

D’ar 27 a viz genver o tont e vo digoret « Bécédia ». Kinniget e vo gant al lec’hienn nevez-mañ an holl danvez produet gant BCD/Sevenadurioù Breizh (doserioù tematek, dafar evit ar skol, diskouezadegoù niverel, teulfilmoù-web, abadennoù radio…). Lies eo an tachennoù studiet : an istor, an douaroniezh, an tudoniezh, ar sokiologiezh, ar sonerezh, an arzoù, ar […]

Lenn ar pennad

Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

Publié le 24/10/2016

bazhvalan-rennes

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg […]

Lenn ar pennad

Emañ dielloù Radiobreizh enlinenn war Bretania

Publié le 18/07/2016

radiobreizh-bretania

War ar porched radiobreizh.bzh e vez kavet abadennoù produet gant ar pevar radio a ya d’ober ar rouedad « Brudañ ha skignañ – Radio Breizh » : Arvorig FM (staliet e Landerne, 29), Radio Bro Gwened (Pondi, 56), Radio Kerne (Ploneiz, 29), ha Radio Kreiz Breizh (Sant-Nigouden, 22). Podskignadoù abadennoù brezhonek RCF Penn-ar-Bed (Brest, 29) […]

Lenn ar pennad

Abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ ar c’houlz-amzer 2015/2016 gouestlet d’an dour

Publié le 06/07/2016

slide-radio-fildeleau

An dour vez evet, an dour vez implijet evit al labour, an dour benniget hag all : puilh eo an tem pa vez studiet talvoudegezh an dour er gevredigezh hengounel hag an holl gredennoù ha brizhkredennoù tro dro d’ar feunteunioù. Laurent Gall, ethnolouzaouer, hon eus bet ar blijadur da zegemer evit lakaat ar gaoz war […]

Lenn ar pennad

Sport ha breizhadelezh e abadenn radio Sevenadurioù miz mae

Publié le 22/06/2016

slide-radio-sport-et-identite

Da heul Gouel daouvloaziek al levrioù istor bet dalc’het e Pondi e fin miz Ebrel diwar-benn ar sport hag ar Redadeg evit ar brezhoneg loc’het n’eus ket pell ‘zo eus Sant-Ervlan hag a yelo war droad betek Lokoal-Menton, setu ni o pleustriñ gant an tem-mañ ivez ! Er rubrikenn Aktu e vo graet un tamm […]

Lenn ar pennad

Emvod publik war renabl ar GSD e Bro Kornôg Kreiz Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret

Publié le 17/06/2016

photo Eric Legret

Un emvod publik a zo aozet d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret evit displegañ d’ar boblañs palioù ha mod implij renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Bro Kornôg Kreiz Breizh. Krog eo BCD/Sevenadurioù Breizh da sevel renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro Kornôg kreiz Breizh gant sikour ar bodad Sevenadur Kuzul diorroiñ ar Vro ha […]

Lenn ar pennad

Ur burev BCD/Sevenadurioù Breizh digoret e Sant-Brieg

Publié le 23/05/2016

ti-ar-vro

Lidet eo bet digoridigezh burev BCD/Sevenadurioù Breizh staliet e Sant-Brieg d’ar meurzh 17 a viz mae tremenet. Pedet e oa bet izili ar c’huzul merañ ha kevelerien BCD/Sevenadurioù Breizh evit-se d’an devezh-se. Staliet eo ar burev-mañ e Ti ar Vro/L’ôté war porzh al Légué. Servijout a raio deomp da lakaat kefridioù ha labourioù BCD/Sevenadurioù Breizh […]

Lenn ar pennad

Doserioù nevez e brezhoneg kinniget gant an arload Breizh App

Publié le 24/03/2016

B-app

25 doser e brezhoneg skrivet gant arbennigourien anavezet a zo kinniget bremañ war an arload savet gant Bretagne Culture Diversité. Lakaat da anavezout Breizh, he istor, he identelezh, he glad, setu palioù ar benveg-mañ aboae ur bloazh bremañ. Tri doare a zo da dizhout an danvez evit an implijer : pe dre an temoù (istor, […]

Lenn ar pennad

Abadenn radio Sevenadurioù : Ar rouedadoù

Publié le 08/03/2016

seveaduriou-rouedadou

Emañ an abadenn radio “sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Gouestlet e oa ar miz-mañ d’a rouedadoù. Komzet ez eus bet deus Bretania.bzh, porched sevenadurioù Breizh, deus rouedadoù labour BCD/Sevenadurioù Breizh, deus ar gevredigezh Dastum ha deus an arload Stag. [Da selaou en dro dre amañ]

Lenn ar pennad

Nozvezh Philippe Durand e Brest

Publié le 25/02/2016

soiree-P-durand

Un nozvezh evit enoriñ Philippe Durand, aozet gant Gwarez filmoù, a vo dalc’het d’ar gwener 26  a viz c’hwevrer 2016 adalek 8eur noz e sinema Studios e Brest. Philippe Durand (1932 – 2007) a zo bet barzh, kazetenner, senarier ha sevener evit ar sinema hag ar skinwel. Sevenet en deus ivez un hanterkant film bennak, […]

Lenn ar pennad