Hon kefridioù

Ur gevredigezh eo BCD, gouestlet d’ar broudañ ha d’ar skignañ danvez sevenadurel Breizh hag al liesseurted sevenadurel e pemp departamant Breizh.

  • Ledañ ha skignañ danvez sevenadurel ha gouiziegezhioù Breizh ;
  • Sevel renabl-pad glad sevenadurel dizanvez (GSD) Breizh ;
  • Broudañ al liesseurted sevenadurel ;
  • Aesaat ar rannañ ha broudañ kement tra savet war dachenn ar sevenadur hag ar skiantoù, hag a dennfe da Vreizh, dre an teknologiezhioù kelaouiñ ha kehentiñ neveshañ.

Setu kefredioù pennañ ar gevredigezh.

Ul lec’h da sevel rouedadoù, da eskemm titouroù ha soñjoù, da grouiñ ha da gas oberennoù da benn eo Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù, hag ur benveg evit aesaat pe lakaat e pleustr kement raktres savet diwar ar memes palioù.

Ober a ray BCD/Sevenadurioù diouzh ma vo rannet aes, ha gant an holl dud, an danvez prizius dastumet. Ur skoazell e vo evit kement Breizhad zo, hag a zo o klask sevel e idantelezh dezhañ e-unan, gwriziennet don en e vro ha digor e spered war ar bed.

 Hon oberennoù :

  • Krouiñ binvioù ledañ danvez sevenadurel Breizh.
  • Sevel ar renabliñ, an talvoudekaat hag ar broudañ an danvez-se, e liamm gant arbennigourien ar vro.
  • Sevel ur rouedad bodañ an dud a labour war dachenn sevenadurel Breizh.
  • Krouiñ pe kemer perzh e darvoudoù sevenadurel nevezus.
  • Merañ ha bevaat Porched sevenadurioù Breizh.

Titouroù ouzhpenn war BCD Sevenadurioù :

Da lenn

Doser emvod-meur 2021

[Pellkargañ an doser]

Roll ar raktresoù 2021