Raktres BCD

Bazhvalan / Baçadou

Hollbouezus eo an emgav etre un deskard(ez) yaouank, eus kêr peurliesañ, diouzh un tu ha, diouzh an tu all, un den diwar ar maez, peurliesañ, forzh pehini vije danvez e varregezh (yezh, kan, gouzout-ober…) hag a gustum pleustriñ ganti abaoe e vugaleaj. War-var mont da get emañ an holl deñzorioù-se gant ar roueshoc’h-roueshañ m’eo an dreizherien-se hag abalamour da ren an emsavadurioù war an deskiñ. Daou ved distag a zo anezhe bremañ, aon gante mont e darempred an eil gant egile zoken.

Ken hollbouezus all eo eta renabliñ an dreizherien a c’hellfe sikour brezhonegerien pe galloegerien yaouank da gejañ gant tud hag a gustum ober gant ar yezhoù-se a-vihanig ; ha danvez-kanerien pe danvez-konterien da zeskiñ digant testoù gwirion pere oa degouezhioù an arzoù pobl-se.

Bet kaset da benn e 2015

Ouzhpenn 60 bazhvalan zo bet renablet gant Sevenadurioù Breizh o kemer harp war gevredigezhioù a bep seurt ha hiniennoù strevet un tamm e pep korn eus ar Vro.

Embann kartenn ar vazhvalaned hag o chomlec’hioù.

Embann 2016

Arnevesaat roll chomlec’hioù ha kartenn ar vazhvalaned ; buhezekaat ar rouedad.

Lakaat ar raktres Baçadou e pleustr.

Kevelourien

Tier Bro, kentelioù yezh, skolioù sonerezh, dastumerien, klaskourien.

Deiziataer

Digoradur e miz gwengolo 2015.

Liammet gant