Raktres BCD

Kenurzhierezh ar GSD

Abaoe miz genver 2013 emañ Sevenadurioù Breizh o kenurzhiañ ur bodad-labour war ar GSD e Breizh. Deuet eo ar bodad-labour-se da vezañ ul lec’h eskemm ha kelaouiñ war ar GSD etre an holl berzhidi anezhañ.

Gouestlet zo bet ul lec’h d’ar GSD war lec’hienn Sevenadurioù Breizh evit degas war-wel keleier ha raktresoù pep hini eus an aozadurioù a gemer perzh en emvodoù-se. Emaer o seveniñ raktres un is-lec’hienn a vo he c’hefridi brudañ gwelloc’h oberourien ar GSD e Breizh, e dachennoù hag ar renabloù a zo war ar stern.

Kemer a ra perzh er bodad : Bro Kreiz-Kornog Breizh ; OPCI ; FALSAB ; Rhizomes ; Kendalc’h ; SIAGM ; War’l leur ; Tamm-Kreiz ; Dastum ; CFPCI ; FRCPM-Bretagne ; Phare Ouest ; La Jaupitre.

Bet kaset da benn e 2015

  • Sevenet ha digoret zo bet un diskouezadeg war ar GSD.
  • Talvezet en deus Sevenadurioù Breizh da guzul skiantel ha da skipailh skridsturiañ da sevenour ar web-diell diwar ar festoù-noz.

Raktresoù 2016

  • Peurechuet eo bet al lec’hienn diwar ar GSD e-diabarzh lec’hienn Sevenadurioù Breizh . Savet zo bet fichennoù ha poltredoù video diwar-benn oberourien ar GSD e Breizh.
  • Prientet eo bet Emgavioù Brest 2016 war ar GSD.
  • Eveshaat teuliadoù war graf-mañ-kraf hag a denn d’ar GSD.

Kevelourien

Bodad digor :
- d’ar c’hevredigezhioù sevenadurel,
- d’an oberourien sevenadurel,
- d’ar glaskerien.

Liammoù dedennus

Ul liespleg evit displegañ petra eo ar glad sevenadurel dizanvez d’an dud a zo bet savet hag embannet gant sikour ar bodad war ar GSD.

Liammet gant