Raktres BCD

Renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh

Unan eus kefridioù Sevenadurioù Breizh eo sevel ur renabl padus eus ar GSD e Breizh. Ne c’heller ket kas al labour-mañ ken don all e pep lec’h war dachenn Breizh avat. Dibab ur bastell-vro bevennet strizh (a-fed melestradurezh, sevenadur, douaroniezh…) – pe meur a hini – a ranker ober eta evit sevel ur renabl kenoberiant war ur prantad dibabet ha, war un dro, eveshaat ha derc’hel e kont an holl renabloù savet e Breizh.

Bet kaset da benn e 2015

Renabl kaset asambles gant ar GCBPV

Kaset e vo al labour-renabliñ-se e-pad 18 miz war ar seniñ- ha diwar gwerzh foenn ar geun diouzh ar c’hresk.

Renabl kaset asambles gant Bro KKB

Kaset e vo ar raktres-renabliñ-mañ e-pad 5 bloaz. Boulc’het eo bet ar chanter er bloaz paseet evel-henn :

  • En em gavout gant dilennidi Bro KKB ;
  • Stadañ ar barregezhioù hag ar gouiziegezhioù a bep tu ;
  • Difraostañ tachenn an enklask ha kejañ gant oberourien ar glad war an dachenn ;
  • Reiñ lañs ez ofisiel d’ar raktres (3 a viz kerzu) dre ur rummad emgavioù gant hon c’henlabourerien bennañ war an dachenn ;
  • Sevel ur framm metodologel evit ur renabl kenoberiant.
  • Emglev gant Sindikad etre-komunioù evit terkerezh ar Mor Bihan (SIAGM)

Da heul an emglev bet sinet gant ar SIAGM en deus kemeret perzh Sevenadurioù Breizh e kuzul-skiantel ar renabl boulc’het gant ar SIAGM, diwar framm ar galv d’ar raktresoù savet gant ministrerezh ar Sevenadur.

Raktres 2016

  • Lakaat ar renabl kenoberiant e pleustr e Bro KKB ;
  • Kemer perzh e kuzul skiantel ar SIAGM ;
  • Eveshaat ar renabloù bet boulc’het e Breizh ;
  •  Daremprediñ gant ar CFPCI ha ministrerezh ar sevenadur .

Kevelourien

- Ministrerezh ar sevenadur (DPRPS),
- GCBPV,
- Bro KKB,
- SIAGM.

Deiziataer

Obererezh dibaouez.

Liammet gant