Raktres BCD

Teuliadoù war grafoù resis

Bezañ zo diouzh an teuliadoù war graf-mañ-kraf sichenn al labour boutinaat ha skignañ danvez ar sevenadur e Breizh, termenet gant mellad 2 statutoù ar gevredigezh. Gant Sevenadurioù Breizh, harpet gant un arbennigour war ar sujed dibabet, e vez savet an teuliadoù-se a gavor enno ur pennad-kreiz (4 500 arouezenn d’ar muiañ) skeudennaouet gant dielloù niverus o tegas un elfenn resis war-wel, ul levrlennadur ha liammoù talvoudus. Videoioù pe prezegennoù a vez kinniget ouzhpenn-se par ma c’haller.

Pennadigoù bet dibabet en dastumad-pourvezioù bet degaset gant kenberzhidi Bretania, a zegas war-wel talvoudegezh an dastumad-se. Embannet e vez an teuliadoù-se war lec’hienn BCD, ode ar sevenadurioù e Breizh, ha maget e vez gante ar c’hentañ meziant evit an hezougelloù bet savet gant Sevenadurioù Breizh. Par ma c’hellor e vo kinniget ul liamm davet an teuliadoù-se, diwar ur rizenn amzeriañ, ur gartenn genoberiant pe, simploc’h c’hoazh, ur renabl sujedoù.

Kaset da benn e 2014

Ouzhpenn 100 teuliad a oa bet kaset da benn ha 92 anezhe bet embannet a-benn miz kerzu 2015. D’ar c’houlz-se ne oa nemet 20 teuliad a oa bet troet e brezhoneg.

Raktres 2016

E 2016 e vo staget gant ur bagad teuliadoù nevez diwar tachennoù all hag a denn da Vreizh.

  • Douaroniezh (asambles gant kevredigezh douaroniourien Breizh) ;
  • Kêrioù Breizh (asambles gant Unvaniezh Kêrioù Arz hag Istor ha kêrioù Istor Breizh) ;
  • A bep seurt doareoù eus glad sevenadurel Breizh, asambles gant kenberzhidi Bretania.

Kevelourien

Skolveuridi hag arbennigourien war ar sujed bet dibabet.

Deiziataer

  • War Breizhapp ez embanno BCD an holl deuliadoù, a vagadoù pevar zeuliad bep miz.
  • Daou deuliad a vez embannet bep miz war Bretania, ode niverel sevenadurioù Breizh .

Liammet gant