Raktresoù BCD

Bazhvalan / Baçadou

Hollbouezus eo an emgav etre un deskard(ez) yaouank, eus kêr peurliesañ, diouzh un tu ha, diouzh an tu all, un den diwar ar maez, peurliesañ, forzh pehini vije danvez e varregezh (yezh, kan, gouzout-ober...) hag a gustum pleustriñ ganti abaoe e vugaleaj.

Dizoloiñ ar raktres

Yalc’hadoù doktorelezh

Skoazell d’an danvez-doktor(ez)ed a glot o studiadennoù gant kefridioù ar gevredigezh.

Dizoloiñ ar raktres

Bretania, porched sevenadurioù Breizh

Roet zo bet lañs d’ar raktres-mañ gant Rannvro Vreizh. Lusket ha meret eo gant BCD / Sevenadurioù Breizh, e oa bet digoret ez-ofisiel d’ar 14 a viz c’hwevrer 2014 en Oriant. Bretania, harpet ouzh rouedad un dek bennak a genberzhidi, eo an ode a zigor war danvez sevenadur ha glad Breizh.

Dizoloiñ ar raktres

Kendiviz “Minorelezhioù ha bedeladur”

Bep pevar bloaz e kinnigo Sevenadurioù Breizh ur c’hendiviz etrevroadel diwar-benn ar minorelezhioù hag al liested sevenadurel.

Dizoloiñ ar raktres

Kenurzhierezh ar GSD

Abaoe miz genver 2013 emañ Sevenadurioù Breizh o kenurzhiañ ur bodad-labour war ar GSD e Breizh. Deuet eo ar bodad-labour-se da vezañ ul lec’h eskemm ha kelaouiñ war ar GSD etre an holl berzhidi anezhañ.

Dizoloiñ ar raktres

Teuliadoù war grafoù resis

Bezañ zo diouzh an teuliadoù war graf-mañ-kraf sichenn al labour boutinaat ha skignañ danvez ar sevenadur e Breizh, termenet gant mellad 2 statutoù ar gevredigezh.

Dizoloiñ ar raktres

Embann levrioù

Kinnig un dastumad levrioù, BRUG e anv, diwar-benn ar GSD hag al liested sevenadurel.

Dizoloiñ ar raktres

Diskouezadegoù enlinenn

Ul lodenn vat eus an dikouezadegoù diwar sevenadur Breizh zo termenet en amzer ha berrbad.

Dizoloiñ ar raktres

Renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh

Unan eus kefridioù Sevenadurioù Breizh eo sevel ur renabl padus eus ar GSD e Breizh.

Dizoloiñ ar raktres

Emgavioù ar GSD

Kenaozet e oa bet gant Sevenadurioù Breizh hag ar gevredigezh Dastum an eil « Emgavioù etrevroadel war ar glad sevenadurel dizanvezel » e Brest e miz kerzu 2012, e stern ar festival NoBorder#2 savet gant ar gevredigezh BWS ha leurenn vroadel ar C’houarz.

Dizoloiñ ar raktres