N’eo ket sklaer Breizh evidoc’h ? Bécédia, ul lec’hienn gant danvezioù digent war Breizh hag he annezidi

Petra eo Bécédia ? Un holloueziadur divyezhek dibar war Breizh eo !

Ul lec’hienn savet gant Bretagne Culture Diversité eo Bécédia .  Kinniget e vo gant al lec’hienn-mañ an holl danvez produet gant ar gevredigezh evit displegañ Breizh d’ar brasañ niver (doserioù tematek, dafar evit ar skol, diskouezadegoù niverel, teulfilmoù-web (webdok), abadennoù radio…), e galleg hag e brezhoneg.

Lies eo an tachennoù studiet war Bécédia : an istor, an douaroniezh, an dudoniezh, ar sokiologiezh, ar sonerezh, an arzoù, ar glad sevenadurel ha naturel, ar yezhoù, ar gevredigezh… An holl danvezioù-mañ a ya da sevel un holloueziadur dibar ha n’eus nemetañ, lies ar stumm kinniget ha nevesaet e vo ingal an ditouroù. Digor eo al lec’hienn-mañ d’ar re a fell dezho mont pelloc’h gant danvez Breizh met ivez d’ar gelennerien a fell azasaat o kentelioù. Pep tem a zo diorroet gant un arbenigour.ez.

Mont pelloc’h : http://www.bcd.bzh/becedia/br

Bécédia a ginnig deoc’h danvez lies-stumm, renket dre ar rubrikennoù-mañ :

  • Danvezioù skol : An danvez a zo ezhomm d’ar c’helenner evit skeudenniñ e gentelioù gant titouroù ha skouerioù o tennañ da Vreizh ez eus tu da gavout en teulioù kinniget (teulioù ha studioù war skouerioù) en ur zoujañ da brogrammoù ar skol (Skolaj & Lise).
  • Teuliadoù dre demoù : Korpus pinvidikaet ingal o vezañ ennañ hiziv ouzhpenn 130 teul, savet gant tost kement aozer, skolveuridi pe arbennigourien anavezet.
  • Diskouezadegoù ha webdok : Teul-filmoù ha diskouezadegoù niverel war temoù resis : deus ar fest-noz d’ar brezel bed kentañ, d’ar bagadoù betek ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh.
  • Chadenn klewelet : abadenn radio Sevenadurioù, web-rummad « Gwir Vretoned » (10 damm e brezhoneg), istor ar brezhoneg…
  • Prezegennoù ha kendivizoù : BCD/Sevenadurioù Breizh a aoz pe a gemer perzh e lusk prezegennoù pe kendivizioù. Gellout a reer adkavout amañ enroladennoù graet e-kerzh an darvoudoù-mañ. Lod dioute a vez pinvidikaet gant danvez ouzhpenn (power-point, skeudennoù…).

Retour à la liste des articles