#

Dañs

#

Fest Noz

#

Kanañ

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

#

Dañs

#

Fest Noz

#

Kanañ

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

KINNIG

Gant en tu all da zaou c’hant den a youl-vat o kemer perzh hag ouzhpenn pemp mil arvester degemeret eo deuet Gouel ar Fisel da vout kalon raktres kevredigezhel ar Fiselerezh, hag uhel eo kaset banniel ar sevenadur hengounel ha poblek e Kreiz Breizh : « Penn a-raok hon obererezhioù eo ar gouel-se. Klask a reomp treuzkas ha lodennañ hon hêrezh sevenadurel, met ivez lakaat da anavezout al levezonioù liesseurt er sonerezh hag en arzoù a ra pezh omp hiriv », eme an aozourien.

Gant e skoazell kadarnaet d’ar c’hrouidigezhioù, gant e labour skignañ doareoù arzel a-vremañ o tiwanañ, digor war ar bed, gant e labour gwareziñ ha treuzkas ar glad dizanvezel dre gomz ar Brezhoneg, en em lak ar Fiselerezh e-barzh ar raktres labourat gant tud ar vro war dachenn Kreiz-Breizh. Menegomp ivez ar gevelerezh gant Le Plancher – Leurennoù Kreiz-Breizh, pe c’hoazh gant an Erer Kozh evit pezh a sell ouzh roll abadennoù ha degemer an arzourien war leurenn Youenn Gwernig. Rak ma chom ar Gouel Fisel e penn a-raok ar raktres sevenadurel, e kinnig ivez ar gevredigezh ur roll abadennoù, ingal bep pemzektez. Fest-noz Gouel Mikael da skouer, e Mikel war gumun Groñvel, lec’h ma renter enor da unan eus ar ganerien vras a gaver en un eus teroueroù Kreiz-Breizh (Fisel, Plinn, Gavotenn…).

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Ur spered bepred ken digor a gaver gant ar Fiselerezh, gant ar gouel ha gant an arvesterien, hag ur roll abadennoù kaer ! »

« Arabat e vefe c’hwitañ war ar roll abadennoù-se ! »

« Mignoniezh ha diskuizh, hag abadennoù arzel eus ar c’hentañ… »

  • Festival Fisel
  • Festival Fisel 6
  • Festival Fisel 5
  • Festival Fisel 4
  • Festival Fisel 3
  • Festival Fisel 2