Ema Radio Bro Gwened è klask ur Kenurzhier-kenurzhierez ar skignañ adal ar 1 a viz eost 2017
An hini tutaet a labouro :
– darnamzer (104h miziek) e-pad 9 miz etre ar 1añ a viz eost 2017 hag an 31 a viz meurzh 2018, war-un-dro gant ar genurzhierez war ar post,
– ha goude leuñ amzer (35h) adal ar 1añ a viz ebrel 2018 pa yay kuit ar genurzhierez a vremañ.
Ar c’henurzhier / genurzhierez a vo e karg ag ar c’hefridioù-mañ :
- Diorrenañ Diorrenañ, dre ar c’hevelerezh, brud ar radio hag he emrenerezh arc’hantel en ur c’houarn he identelezh divyezhek, kevredigezhel ha dizalc’h.
- Kenurzhiañ Kenurzhiañ ur skipailhad tud gopret hag tud a-youl vat en ur gevredigezh.
- Skignañ Kenurzhiañ ar programañ ha kas un abadenn bemdeziek.
- Merañ ar velestradurezh
Barregezhioù goulennet
- gellout bevaat ha sterniañ ur skipailh,
- kaout skiant-prenet e bed ar radio,
- anavout mat en-dro sevenadurel ha sokio-ekonomikel an tiriad,
- anavout mat bed ar c’hevredigezhioù hag e vont- en-dro,
- kaout ur live mat estaolañ dre gomz ha dre skrid ,
- bout en e aes e brezhoneg a vehe priziet, a modarall e vo kinniget ur stummadur,
- mestroniañ ar c’hompoderezh (meziantoù burevek ha micherel),
- kaout an aotre da gondu dre ret.
Gopr : Feuriader 174 hervez kenemglev-micher ar skingas radio, da lâret eo 14,55¬ kriz dre euriad.
Les candidatures (lettre de motivationet CV) sont à adresser à sekretourva@radio-bro-gwened.com
Dastum recrute sa/son chef de projets (F/H) Basse Bretagne (animation du réseau, suivi de la numérisation, suivi des éditions…)