“Klichedoù war Breizh” sellet ouzhpenn 30 000 gwech !

5 pennad kentañ ar web-rummad “Klichedoù war Breizh” a zo bet sellet ouzhpenn 30 000 gwech (strollet). Trugarez !

Enlinenn e vo ar pennad o tont d’ar 1añ a viz ebrel (ha n’eo ket ur peskig ebrel…)
Evit a re na anavezont ket ar web-rummad “Klichedouù war Breizh” c’hoazh, kit d’ober un tamm tro amañ : http://bcd.bzh/category/videos/cliches-bretons/

Emgavioù daouvloaziek Pondi

Kemer a ray perzh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e Emgavioù daouvloaziek al levrioù istor e Pondi, etre an 11 hag an 13 a viz Ebrel, war dem « Istor ar festoù », e-liamm gant tem kreiz Becedia, skol-veur war vale BCD/S.

Ar blijadur en do Charles Quimbert, rener BCD/S, da gemer perzh en daol-grenn (e brezhoneg !) a vo d’ar Sul 13 a viz Ebrel, da 3 eur gk e palez ar c’hendalc’hioù, ha gouestlet d’ar festoù-noz. Ur stalig brudañ a vo dalc’het gant tud BCD/S ivez, e-kreiz saloñs al levrioù, a roio digarez dezhe da zisplegañ o oberennoù brudañ danvez sevenadurel Breizh hag al liesseurted.

Diskouezet e vo ivez Bretania, an danvez ac’h a d’ober anezhi hag he mont en-dro.

Evit goût petra a vo kinniget deoc’h da geñver an emgavioù daouvloaziek, emgav war lec’hienn web Kêr Pondi : http://www.pontivy.fr/index.php/biennale-2014/

Teuliad dre dem : an distagañ e Brezhoneg

Bep miz e vo embannet daou deuliad dre dem war bretania.fr gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ober anaoudegezh gant Breizh, pe da gompren anezhi gwelloc’h e talvezint deoc’h. Savet e vo an teuliadoù-se, kaset da benn vat ha skeudennaouet a-drugarez kenoberourien ar Porched, gant tud a-vicher anavezet. Liesseurt e vo an temoù : istor, douaroniezh, yezhoù Breizh, tudoniezh, lennegezh, glad dizanvez, relijion, natur…

C’hwec’h teuliad zo enlinenn c’hoazh :

Disparti an Iliz hag ar Stad e 1905 a vo tem an teuliad da zont.

Emgav war bretania.fr

Festival Etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar bed”

Pesketaerien ar bed a bezh a vo war well en Oriant d’ar 25 betek an 30 a viz meurzh 2014 e-pad 6vet emgav gouel etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar Bed”.

Titouroù : http//www.pecheursdumonde.org.

Bretania war ar rouedadoù sokial

Kavet e vez Bretania war ar rouedadoù Facebook ha Twitter !

Ingal e vo embannet keleier warne :

  • Da Lun : titl-pennañ ar c’hazetennoù ; lennit titloù-pennañ ar c’hazetennoù meur a zegadoù bloavezhioù zo !
  • Da Veurzh : divinatez ar sizhun ; deoc’h da glask dirouestlañ anezhi a-drugarez Bretania.
  • Da Verc’her : kaset e vo deoc’h ar c’heleier bet embannet gant ur c’henoberour.
  • Da Yaou : un diell pe un dudenn bennak a vo lakaet war-wel, bet kavet e dalc’hadoù ar genoberourien.
  • Da Wener : dirouestlet e vo an divinatez !

Evit mont da heul Bretania, n’eus tra aezetoc’h :

Facebook : http://www.facebook.com/BretaniaBzh

Twitter : http://twitter.com/BretaniaBzh

Ar gouel war evezh

Pempvet abadenn Becedia, skol-veur war vale savet gant BCD/S, zo bet dalc’het e Ti ar Vro Treger Goueloù d’ar Sadorn 1 a viz Meurzh e Kawan.

 Displegañ penaos eo bet mestroniet ar festoù gant ar pennoù-bras (politikel ha relijius) a-hed an amzer a oa pal an abadenn.

Gant Marc Clérivet, kelenner titlet war ar sonerezh hengounel (kan, dañsoù ha sevenadur, ha stummadur war ar sonerezh) e Skolioù-soniñ Meurgêr Brest (CRD) ha Meurgêr Roazhon (CRR), e oa bet boulc’het ar gaoz ha displeget penaos zo bet klasket ingal, gant an dud a iliz, bezañ mistri war ar festoù, ha war ar modoù da zañsal peurgetket.

 

Gant Patrick Gourlay, kelenner war an istor-douaroniezh, zo bet graet anv deus beajoù ar brezidanted : penaos e veze aozet ar beajoù-se er broioù, petra ’veze goulennet ober gant tud ar broioù-se, petra ’faote d’ar Stad… Beaj ar prezidant Edgar Faure e Breizh e 1896 zo bet lakaet da skouer.

 

Hirie e tigresk ster lidañ ar gouelioù, pa glask muioc’h-mui an dud ur blijadur dezhe o-unan. Sell aze pezh zo bet displeget gant Benoît Careil, rener Adrenaline, ur gevredigezh tud hag a stourm evit ma vije meret gwelloc’h ar festoù.

Evit echuiñ eo bet Julien Cornic, kenurzhier Ti ar Vro Treger Goueloù, o kontañ, diwar e skiant-prenet, peseurt diaesterioù a zo kement skoilhoù war hent aozourien ar festoù : reoladoù ofisiel, redioù hervez lezenn, kiriegezhioù a-bouez, lezennoù…

Komzoù dedennus-bras zo bet da heul etre ar selaouerien hag ar brezegennerien.

Echuet eo bet an abadenn gant ur fest-noz war plañchod sal ar gouelioù, ha diskouezet zo bet, gant perzhidi zo, e oant kanerien a-feson !

kelaouenn Musées et collections publiques de France : embannet eo un niverenn ispisial, « Oralité et musées, valoriser la mémoire orale collective »

E miz Meurzh 2013 e oa bet aozet, gant Penngevredigezh mirourien dastumadegoù publik ar Frañs (AGCCPF) asambles gant Ofis ar glad sevenadurel dizanvez (OPCI), un emgav e Trelaze (49), evit ma c’hallfe ar berzhidi rannañ o skiant-prenet war plas an hengoun dre gomz er mirdioù, en ekomirdioù hag e kement aozadur publik a seurt-se zo.

Bodet eo an holl brezegennoù bet kinniget en 268vet niverenn ar gelaouenn vrav-se a vez o voueta ingal an dud a-vicher er mirdioù.

Un dek vloaz zo bennak bremañ eo birvidik da vat ar preder war gudennoù na vezent ket taolet alies e kont a-raok : daoust hag he deus ar sevenadur dre gomz ur plas en tier a lak ar sevenadur war-wel ? Respontoù a zo degaset d’ar goulenn-se, dre skiant-prenet pleustrek ha liesseurt ar brezegennerien, e Aktoù an emgav-se aozet gant an OPCI. Tri rann ac’h a d’ober anezhe : « Pa zeu ar gaoz d’an traoù », « Talvoudekaat seurtoù nevez ar glad », « Un doare mirdi nevez diwar binvioù niverel ».

Er prezegennoù e lenner tamm-ha-tamm an diskoulmoù kinniget e mirdioù zo : mirdi Istor an Embroañ e Pariz, mirdi enezenn Oleron, Kumuniezh kumunioù Marais-de-Monts evit Ekomirdi gwern ar Vande Le Daviaud, mirdi Skol vroadel an arzoù hag ar micherioù/CNAM e Pariz, mirdi ar c’hemberioù e Lyon, mirdi teknikoù ar feilhañs e Sarreguemines, mirdi Istor Naoned, mirdi Istor ar Vande, hag e servijoù-bro aozadurioù kumuniezhioù publik zo ivez : servij glad Rannvro Broioù al Liger, servij glad Kêr Konkerne, Kêr Blaen, Kêr Trelaze ; ha dre soñjoù enklaskerien engouestlet e talvoudekaat ar seurt glad-se : Catherine Cuenca, war anv ar gefredi PATSTEC e skol-veur Naoned, Yann Leborgne war anv an OPCI, Gérôme Guibert, deus ar Sorbonne, war anv ar CIM.

Kavet e vez an teuliad bras ha leun-se en AGCCPF, 6, bali Mahatma-Gandhi, 75116 Paris, pg. 01 44 17 60 60. Priz ur skouerenn : 25 €, frejoù kas e-barzh.

Unan deus an emgavioù aozet gant an OPCI eo an devezhioù Hengoun dre gomz ha mirdioù, evit ma c’hallfe an dud komz deus dastum, saveteiñ ha talvoudekaat ar glad sevenadurel dizanvez.

Emgavioù da zont :

Mémoires en chantier – Mémoires des ports, deus an 3 d’ar 5 a viz Here 2014 (Eñvorennoù er chantieroù, er porzhioù, kenaozet gant Kêr Konkerne).

Mémoires entrelacées : pevar devezh evit lidañ pempvet bloavezh an OPCI, e Naoned, etre an 22 hag ar 25 a viz Here 2014 (asambles gant Les Anneaux de la Mémoire ha Mémoires de l’Outre-Mer).

Evit kaout titouroù ha lakaat e anv : Michel Colleu – OPCI, 29, straed Yann-d’Argent, Douarnenez,  06 34 96 03 13 – contact@opci-asso.fr – www.opci-asso.fr

[Galv da raktresoù] Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh

Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh. Titouroù war lec’hienn ar rannvro.

[Galv da raktresoù] Savit raktresoù sevenadurel nevez evit ar re 15-29 bloaz !

Un 3e galv da raktresoù zo embannet gant Rannvro Breizh evit kas war-raok raktresoù sevenadurel hag arzel hag a lakay tud etre 15 ha 29 bloaz e-kreiz ar jeu.

Pal an 3e galv-se, embannet gant Rannvro Breizh e-barzh he folitikerezh evit ar sevenadur, eo sikour ar raktresoù sevenadurel hag arzel evit re yaouank etre 15 ha 29 bloaz, dreist-holl ar re en em gav ar pellañ eus ar rouedadoù sevenadurel hag arzel, ha da gentañ er c’hornadoù-bro ‘lec’h ma vez an dibaotañ ar servijoù sevenadurel.

Pedet eo an holl re a labour war dachenn ar sevenadur, ar stummañ pe an harp d’ar re yaouank da respont dezhañ en ur genlabourat ha lakaat ar re yaouank e-barzh an taol kement ha ma c’hellint : frammoù harpañ (obererien ar c’henemprañ, kefridiezhioù lec’hel…), aveadurioù sevenadurel, kevredigezhioù oberiant war dachenn ar sevenadur pe an deskadurezh pobl, embregerezhioù sevenadurel (embannerien, levrdiourien, produerien pladennoù pe filmoù…), kumunioù, liseoù (evit obererezhioù ha ne c’hellont ket bout arc’hantaouet gant ar stignad Karta, a skoazell raktresoù al liseoù) hag aozadurioù stummañ, skipailhoù arzel…

Evezhiadenn : ne c’hellor ket degemer an abadennoù hep liamm ebet ouzh un obererezh sevenadurel war hir dermen (fest, leurenn-lañs ha traoù seurt-se o-unan) ha da eil e tremeno ar raktresoù a zo ul lodenn eus obererezh boas ar frammoù, nemet e vefent un digarez da vont war tachennoù nevez, e lec’hioù nevez pe da skoulmiñ kevelerezhioù nevez-flamm. Spered an 3e galv-se : kas war-raok ar c’hevelerezhioù etre obererien eus ar c’henemprañ hag obererien sevenadurel hag arzel, ober traoù war hir dermen, ergerzhet an holl ziskiblezhioù arz ha, dreist-holl, lakaat ar re yaouank e-kreiz ar jeu da vat !

Penaos respont d’ar galv da raktresoù ?
Sellit ouzh ar fichenn bleustrek evit gouzout penaos ober, pellgargit ha kasit ho teuliad emstrivañ a-raok an 12 a viz Mae 2014.

Titouroù : http://www.bretagne.fr/internet/jcms/prod_204859/projets-culturels-place-aux-jeunes-2014-2015

Yaouankiz Breizh : poltriji afrikarmorikaned

Kinnig a ra Vincent Paulic deomp ur sell all war idantelezh Breizh, dre santimantoù ar re e ra-eñ an Afrikarmorikaned dioute. Afrikan eo unan deus o zud, ha ne vez gwelet enne, alies-mat, gant an dud tro-dro dezhe, nemet o zu afrikan, kentoc’h evit o idantelezh a Vreizhiz, ha pa vefent ganet er vro, desket er sevenadur gall, a-wechoù memes e sevenadur Breizh penn-da-benn. E gwenn ha du int bet filmet gant Vincent Paulic, « livioù banniel Breizh », evit diskouez pezh a gompren-eñ deus ar gaou-gwir-se, deus temoù an idantelezh, ar vroadelezh, ha sell ar re all.

Kant bro, kant kliched

Da geñver meur a raktres en deus bet tro Vincent Paulic da labourat gant kalzig a dud. Un deiz bennak e oa bet unan bennak o c’houll gantañ abalamour da betra ne laboure gwech ebet gant Bretonezed, en ur ziskouez dezhañ, gant unan deus ar jestroù soutil-se, e oa an dalc’h gant liv o c’hroc’hen. Souezhet-bras e oa bet ar poltrejer, abalamour ma oa Nolwenn, ar plac’h e oa o labourat ganti, a orin deus Sant-Brieg. Ma ne oa ket Bretonez, petra ’oa-hi neuze ? Ha petra eo bezañ breton, a-benn ar fin ? Difluket e oa ennañ soñj kentañ ar raktres-mañ.

Evit mont pelloc’h ganti en deus bet goulennataet an holl hironed a oa tro-dro dezhañ, evit goût peseurt plas o doa, herveze, e kevredigezh Breizh, ha peseurt distok a oa etre pezh a soñjent-int deus o idantelezh ha sell ar re all.

E miz Gouere 2013 e oa krog gant e labour. Ha da veajiñ e pemp departamant Breizh, ur foñs gwenn, ur gambr poltriji hag ur sonenroller gantañ e-barzh e sac’h. Da heul ar c’homzoù bet dastumet gantañ en deus bet savet ur poltred deus ul lodenn deus yaouankiz Breizh, ha roiñ a ra deomp da rannañ e eñvorennoù hag e soñjoù war sevenadur Breizh ha selloù an dud.

Loreet eo bet a-unvouezh gant izili juri liseidi Ouest-France, asambles gant ar festival Photoreporter, ar raktres nevezer ha hardizh-se war yaouankizoù hag idantelezh Breizh.

Diframmañ ar c’hlichedoù a-rumm-da-rumm

Hirie e klask Vincent Paulic diskouez e labour e lec’hioù nevez, evit ma komzfe an dud deus idantelezh Breizh, diouzh un tu, met deus ar c’henstagañ ha deus sell ar re all ivez.

War ar memes tro e talc’h ar poltrejer gant e enklaskoù, ha n’eo ket gant ar re yaouank nemetken. Faotañ a ra dezhañ dastum testenioù tud ar rummadoù all ivez, evit klask kompren pezh en deus cheñchet en hanter-kant vloavezh tremenet pe pezh n’en deus ket cheñchet.

Sachet e vez an evezh da vat gant elevez ar poltrejer a zeu da lakaat stlabez er skeudennoù zo en hon fennoù, hep goût deomp, war ar Vretonezed hag ar Vretoned a-hirie.

Evit gwelet skeudennoù deus ar raktres-se, emgav war lec’hienn Vincent Paulic, http://vincentpaulic.fr.

Bizitiñ an diskouezadeg a c’hallit ober ivez, e ti-kêr Porzhig (Aodoù-an-Arvor) betek ar 15 a viz Meurzh 2014.