Month: November 2014
Ur sport emgann eo ar gouren. Krog e oa bet gantañ e Breizh er IVre-Vvet kantved, pa oa deut ar Vritoned d’en em staliañ ‘barzh ar vro. Da zigentañ e oa ur c’hoari evit an noblañsoù. Tamm-ha-tamm e oa deut da vezañ sport ar bobl a veve war ar maezioù…
Peseurt liamm zo etre un toull korriganed, ul lec’h bodañ drouized hag ul lec’h sakr e-lec’h ma veze douaret korfoù an dud varv ? Ma, peurvuiañ e vez soñjet e kaver dalc’hmat un daolvaen bennak el lec’hioù-se. Gwir pe gaou ?
Digoust eo hentoù-tizh Breizh a-drugarez d’an Dukez Anna : marc’hataet he dije ar privilaj-mañ pa oa bet euredet gant roue Bro-C’hall. Gwir pe gaou ?
Ar wirionez-mañ ac’h a da heul al lanv : deus Breizh an traoñ, etre Naoned ha Kemper, e vije graet Breizh Izel, ha deus Breizh an nec’h, etre Rosko ha Sant-Maloù, e vije graet Breizh Uhel. N’eo ket gwir an dra-se ! Ha n’o deus an anvioù-se tra da welet gant ar Menezioù Are pe gant Bro-Redon ivez…
E pep lec’h er bed e kaver Bretoned. Pa vez lâret an dra-se e vez soñjet kerkent er miliadoù a baotred hag a verc’hed yaouank o doa kuitaet o maezioù evit mont da werzhourien grampouezh ’ba New York pe da vitizhien ’ba Pariz… Gwir pe gaou ? Ne oa ket ken gwir ha se. Ingal zo bet monedonea e Breizh, ha n’eo ket ar baourentez zo bet kaoz dalc’hmat…
Stagañ a ra ar soñj-mañ kement hag ar goap : glav a ra dalc’hmat e Breizh. Gwir pe gaou ? Muioc’h a c’hlav a rafe e Breizh evit e Biarritz ? Ha pa gomzer deus ar seizh amzer e-korf un devezh, deus petra zo kaoz ?
Ha neuze, e Breizh emañ al Liger-Atlantel pe get ? Bewech pa vez savet ar goulenn e sav freuz ha reuz, sontadegoù ha manifestadegoù da heul… Met en tu all d’ar goulenn-se zo unan all : a-benn ar fin, pelec’h emañ penn-kentañ ha penn diwezhañ Breizh ?
Un toullad bloavezhioù zo bremañ ec’h int deut da vezañ unan deus arouezioù ar vro, e-giz an triskell pe an erminig. Deus koefoù Breizh zo kaoz. Kement ken e vezont gwelet e pep lec’h hiziv : war an ticheurtoù, ar pegsunioù, ar boestadoù gwastilli, ar boutailhadoù sistr ha war an dilhad dindan memes ! Peadra da soñjal e veze gwisket ar c’hoefoù-mañ gant an holl verc’hed e Breizh…