«A bientôt de vos nouvelles» (ken voc’h lennet): setu titl un teulfilm web diwar-benn ar Brezel Bed Kentañ bet kaset da benn gant kevredigezh Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh diwar lizhiri eizh soudard breton,a bep seurt istor-buhez ganto.Sikouret eo bet ar raktres-mañ gant Rannvro Breizh.
Ur rouedad kemmesk a drañcheoù, kantadoù a gilometradoù anezho etre ar menezioù Vosges ha mor an Hanternoz, pa vez anv eus talbenn ar c’hornog nemetken ; daou viz emgannoù hag hanter-kant, war zouar ha war vor, met en aer ivez ; milionoù a dud lazhet ha muioc’h a brizonidi, a dud gloazet, a gorfoù hag a eneoù mac’hagnet, ha mac’hagnet-euzhus a-wechoù, n’eus nemet soñjal er gevredigezh tud difetet brudet, siwazh, a oa bet anvet «Gueules cassés» gant o diazezourien – en o zouez e veze kavet Albert Jugon, ur Breton eus Montreuil-sur-Ille… Un dae eo ar Brezel Bed Kentañ evit spered an den, enta, ken ledan, ken kemplezh hag eo bet.
Ha padal, e-touez kement a draoù spouronus, ma fell deomp kompren da vat peseurt euzh an hini a oa bet bevet neuze, penaos en doa dislammet ar feulster e kreizig-kreiz ar bloavezhioù 1910, o klozañ trumm ur mare a vez graet «Belle époque» eus outañ alies, emichañs ez eo o vont tal-kichen an dud vunut e c’hellimp en ober. Hag e-touez an holl mammennoù a c’hall an istorour implij, sur a-walac’h ez eo skridoù ar soudarded ar re a ziskouez ar gwellañ petra eo bet ar Brezel Bed Kentañ a-benn ar fin.
Setu pezh a ginnig hor teulfilm web deoc’h : mont da heul eizh soudard breton o lenn al lizhiri bet skrivet ganto, kuzhet en un trañche el linenn dan pe en ur c’hantonamant-diskuizh sioul pe siouloc’h. Anvet e oant Jules, Henri, Louis, Jean, Frédéric pe Auguste. War ar vicher mestr-skol, ofiser a-vicher, peizant pe memes person e oant. Eus Breizh-Uhel ha eus Breizh-Izel e oant hag emaint o vont da lakaat ac’hanomp da zizoleiñ ar Brezel Bras.
Koulskoude, daoust ma ‘z int tud disheñvel-mat, ne c’hello ket an eizh test-mañ diskouez deoc’h pep tamm eus ar brezel luzius-se. Soudarded war droad ma oant holl, n’eo ket bet bevet ar memes brezel ganto ha gant an artilherien, hag ar vartoloded, ar brizonidi, ar re bac’het pe ar re chomet er gêr kennebeut. En o lizhiri e lenner petra oa ar brezel bevet er vouilhenn, e foñs an trañcheoù. Ha dre an dra-se ez eo kreñvoc’h o testenioù c’hoazh.
Perak labourat gant lizhiri-brezel ?
E 1881 e oa deuet ar skol da vezañ digoust ha rediet, ha setu e oa aet war wellaat live skol an dud a-galz. A-hed ar Brezel Bed kentañ e kenskrivas ar soudarded gant o familh hag o mignoned. Ouzhpenn dek miliard lizher a zo bet eskemmet etre tout. Ur vammenn dibar eo an testennoù-se evit an neb a fell dezhañ pe dezhi dizoleiñ buhez pemdez ar soudarded. Anavezout anezho, gwelet ar brezel dre o sell personel, don, setu ar pezh a c’heller ober o lenn o lizhiri.
Perak sevel un teulfilm web ?
Peogwir en un teulfilm web e c’hall an hini a zo o sellet dibab h/e-unan e peseurt urzh e vo kontet an istor dezhañ pe dezhi. Etreoberiañ a vez kinniget dezhañ/i neuze, pezh ne vez ket graet en un teulfilm mod-kozh.Pa fello dezhañ/i e c’hello dibab ur chabistr kentoc’h evit egile, mont war-raok pe war-gil, mont donoc’h en un tem, sellet ouzh ar bonus liammet gant ar chabistr emañ o sellet outañ, lenn al lizhiri en o fezh pe tammoù anezho…
Piv eo ar soudarded ?
Implijet eo bet lizhiri eizh soudard ganemp :
- Auguste AMICEL, bet ganet d’an 11 a viz Genver 1879 e Matignon. Beleg e oa, ha kaset e oa bet da 10vet kevrenn klañvdiourienan arme.
- Henri BOUYER, bet ganet d’an 22 a viz Du 1883 e Paimboeuf. Mestr-skol e oa pa oa galvet da vezañ serjant en 265vet rejimant troaderien da gentañ, hag en 264vet war-lerc’h.
- Loeiz HERRIEU (Louis Henrio hervez e anv ofisiel). D’ar 26 a viz Genver 1879 e oa bet ganet e Kaodan. Kemer a rae perzh en emsav ar varzhed, evit Breizh hag evit ar brezhoneg. Kaset e oa d’an 88vet rejimant troaderien, lec’h ma oa kaporal-fourrier e gompagnunezh. E brezhoneg en doa skrivet e lizhiri.
- Jules LACHIVER, bet ganet d’ar 24 a viz Kerzu 1891 e Goméné. Mestr-skol e oa, ha kaset da serjant e 70vet rejimant troaderien Gwitreg.
- Frédéric PERQUIS, bet ganet d’ar 6 a viz Genver 1896 e Dinan. A-boan e oa bet tapet e vachelouriezh gantañ pa oa bet kaset da soudard eil renkad e 25vet rejimant troaderien Cherbourg.
- Jean PERRUSSEL, bet ganet d’ar 1añ a viz Genver 1875 e La Bouëxière. Ostiz ul leti e oa pa oa bet galvet da 76vet rejimant troaderien an tiriad.
- Désiré ROGER, bet ganet d’ar 14 a viz Genver 1891 e Saint-Séglin. Dont a reas eus ur familh peizanted milinerien ha kaset e oa da 70vet rejimant troaderien Gwitreg.
- Louis ROGER, breur bihan Désiré, a oa bet ganet d’an 19 a viz Du 1893 e Bruc-sur-Aff. Kaset e oa ivez da 70vet rejimant troaderien Gwitreg.
Pedet eo ar genrouedaderien da vont da heul ar baotred-se war ar pemdez, paotred disheñvel-tre an eil hag egile daoust ma oant holl o vevañ e Breizh.
Un ostilh pedagogel evit ar gelennerien
Gall a ra pep hini sellet ouzh hor teulfilm web, ha neuze bezañ soubet da vat en istor ar Brezel Bed Kentañ. Un ostilh pedagogel dibar a c’hell bezañ, neuze. Echuiñ a ra pep chabistr gant ur rann skeudennaouet gant kartoù ha skeudennoù-diell bet livet a lak ar c’hennaroud da vezañ aes da gompren ha da dreuzkas.
Penaos e vez kinniget ?
6 chabistr, urzhiet dre amzerioù ha temoù, a za d’ober an teulfilm web-mañ.
-
Mont d’ar brezel ha dizoleiñ an tan modern
-
Brezel an trañcheoù
-
Brezel ar greanterezh hag emgannoù o padout
-
Nerzh-spered ar stourmerien
-
1918… a-benn ar fin
-
Dizoudardañ ha kaout soñj