En ur strollad anvet « POT Breizh », e kaver kevredigezhioù bodet evit labourat war plas yezhoù ha sevenadur Breizh e-doug ar Prantadoù Obererezhioù Tro-skol (POT).
Tro-dro d’an tem-resis-mañ e vo aozet gant ar strollad-labour-se un devezh eskemmoù hag emgavioù, a-benn ar Gwener 3 a viz Ebrel, e kreizenn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56), evit klask gwelout penaos emañ ar jeu e Breizh : petra e vez kinniget da vat a-fet sevenadur Breizh, penaos gwiriekaat ar c’hinnigoù, peseurt frammoù ha peseurt stummadur a c’hortozer ?
Pedet eo neuze an holl berzhidi da zont da reiñ o zesteni, da eskemm, ha da sevel o goulennoù, forzh pe hini a vefe o c’harg e-barzh mont e-dro ar prantadoù obererezhioù tro-skol.
Kavout a rit amañ dindan programm an devezh hag an teul enskrivadur.
Posupl eo deoc’h ivez pellgargañ an doare PDF amañ.
[bloc-gris]
Roll an devezh
– 9eur1/2 degemer ar berzhidi
– 10e00 -10e1/kinnig an devezh, digoradur diwar-benn POT ha yezhoù ha sevenadur Breizh gant Charles Quimbert (Rener ar BCD)
Abegoù an devezh: aesaat plas sevenadur Breizh er POT.
Danvezioù a blijfe deomp e vefe kaozeet outo :
Kudennoù pleustrek e-liamm gant an doare merañ ar POT, gwellaat ar stummadurioù, kizidikaat ar strollegezhioù, kinnig disoc’hoù, ha kement ‘zo.
– 10e1/2 – 11e00 Kinnig dre vras ar POT e-barzh framm adkempenn an amzer skol gant Françoise Favreau (Renerez akademiezh servijoù an Deskadurezh stad, ensellerez an akademiezh)
Bilañs ar POT dre vras (palioù, diaesterioù, pezh en deu graet berzh…)
– 11h00 – 11h30 Petra eo sevenadur Breizh ? gant Yves Defrance (etno-muzikologour, kelenner e skol-veur Roazhon 2 )
11e1/2 – kreisteiz Kinnig dre skeudennoù : kelaouadenn filmet (5’)
POT ha sevenadur Breizh : Titouroù sifret diwar-benn an obererezhioù (sifroù bet kaset gant ar c’hevredigezhioù sevenadurel). Sifroù sontadeg BCD/Sevenadurioù.
Eskemmoù ha diviz.
– Kreisteiz – Kreisteiz hanter Kinnig taolioù-arnod damheñvel tro-dro da yezh ha sevenadur Okitania gant Marie-Hélène Villacampa CFPOc (Kreizenn stummadur micherel en Okitaneg)
– 12h30 – 14h00 lein
– 14h00 -15h30 : stalioù-labour
* Stal 1 : POT ha sevenadur Breizh. Peseurt palioù ? Peseurt diaesterioù da-geñver o staliadur ?
Kenaozet ha kaset en-dro gant Philippe Ramel (kelc’h keltiek Roazhon)
Perzhidi: Robert Raulo (eil-prezidant Kendalc’h), Philippe Janvier (Skol sonerezh An Oriant), Gwenola Ropars-Sohier (Ensellerez war ar Brezhoneg e Penn-ar Bed), Jean-Paul Chevrel (FCPE hag ezel Kuzul akademiezh ar yezhoù rannvro)
* Stal 2 : Ar stummadur / rummadur /michereladur ar berzhidi.
Kenaozet ha kaset en-dro gant Lena Gourmelen
Perzhidi: Laurent Muguet (USEP-Kevre an deskadurezh 56) ; Serge Kerichard (CEMEA) ; Bérénice de Beauvoir (ADPEP 56) ; Isabelle Kauffmann (DRJSCS) ; Corinne Gouadec (CNFPT).
* Stalig 3 :Pezh emañ ar strollegezhioù en-gortoz a-fet sevenadur Breizh (kinnigoù, liested, kenglotausted).
Kenaozet ha kaset en-dro gant Alain Madoré (kenbrezidant Kuzul Diorren Bro Redon Kreisteiz Breizh)
Perzhidi: Sébastien Miossec (Maer Rieg, Prezidant ar C’hocopak), Armelle Bothorel (Maerez Lanvealgon, eil-prezidantez tolpad St-Brieg), Emmanuelle Williamson (eil-maerez An Oriant, krget eus ar sevenadur), Etienne Bars (DDCS29), Soazig Prian (FCPE)
– 15h30 -16h00 : kinnig ar sintezennoù
– 16h00 – 16h30 : eskemmoù kaset en-dro gant un hanterour
Hanterourien : Charles Quimbert + Philippe Lanoë
– 16h30 – 17h00 : Klozadur gant Jean-Michel Le Boulanger (eil prezidant ar C’huzul rannvro, karget eus ar sevenadur)
[/bloc-gris]