Labourat a ra Bretagne culture diversité da skignañ danvez sevenadurel Breizh. Sevel a ra ostilhoù aes da implij evit tizhout ar muiañ a dud posubl, ar re yaouank da gentañ. Labourat a ra ar gevredigezh gant aktourien sevenadurel evit sevel raktresoù a-gevret. Skignet e vez an danvez sevenadurel-mañ dre ar stummoù niverel ha dre Internet dreist holl.
Diskouezadegoù enlinenn
Ur bern diskouezadegoù a vez kinniget, met e-pad ur mare resis hepken, n’int ker peurbadus siwazh. Mont a ra BCD/Sevenadurioù Breizh e darempred gant ar re a sav anezho evit kinnig niverelaat o labour evit skignanñ anezhañ war Internet, da reiñ un eil buhez dezho.
Ar c’hontadennoù e Breizh, kentañ raktres enlinenn
An diskouezhadeg kentañ bet lakaet dre ar stumm niverel a zo gouestlet d’ar c’hontadennoù. « Ur wech e oa… e Breizh, kontadennoù dastum ha konterien » a zo ur raktres savet gant Maner Kernault e Mellac e 2004. An testennoù a zo bet skrivet gant Fañch Postic, ijiner er CNRS, e-penn ar k/Greizenn Enklask Breizh ha keltiek (Skol-Veur, Brest).
Evi sellet ouzh an diskouezadeg : http://www.bcd.bzh/expo-conte.
Labourat a ra BCD/Sevenadurioù Breizh bremañ da lakaat an diskouezadeg war ar glad sevenadurel dizanvez, savet gant Kenstroll ar GSD e Breizh war Internet.