Ha komz a reoc’h deus glad sevenadurel dizanvezel ? Ur renabl-perzh e kornôg kreiz Breizh

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o deus lidet, d’ar yaou 3 a viz kerzu tremenet, renabl-perzh ar glad sevenadurel dizanvezel e tachennad kornôg Kreiz-Breizh.

Treuzkaset a rann oadoù da rann oadoù hag adnevesaet ingal, kavout a reer ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) er pratikoù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù ha pleustroù diwar-benn an natur hag an hollved… ha dalc’het gant an holl. Evit gwareziñ ha skignañ ar glad bev-se ez eo bet savet ur goñvesion e 2003 gant an UNESCO war ar GSD. Evit an UNESCO e rank ar glad dizanvezel-se bezañ anavezet gant ur strollad tud evel ur glad a-stroll. Lakaat a ra ar goñvension-se ar re a dreuzkas ar glad-se e kreiz ar jeu.

En ur kemer mennozhioù ar goñvension-mañ e fell da BCD/Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh lakaat e plas ur renabl-perzh war ar bro. Meur a palioù a zo gant ar raktres :

  • Kompren penaos e vez bevet ar glad sevendurel dizanvezel gant tud ar vro ha brudañ anezhañ d’ar brasañ niver.
  • Komz deus ar glad-mañ en ur daremprediñ gant aktourien lies ar GSD en ur dastum alioù an holl.
  • Brudañ al liesseurted sevenadurel evit lakaat war well ar vro hag ar bobl.

Sikouret eo ar raktres-mañ gant Minister ar Sevenadur hag ar c’hehentiñ Bro-C’hall ha gant rannvro Breizh.

“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5.

Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar goulenn-mañ : «Treuzkas, kelenn, deskiñ, adtaolenniñ, drevezañ, laerezh : peseurt choazoù ober ha perak ? Ar roll-labour, ar skritell hag ar follenn-nij stumm niverel a gavoc’h amañ stag.

Ar c’hendiviz-mañ a vo aozet e stern ar festival NOBORDER#5, anezhañ ur festival sonerezhioù pobl ar bed. E Brest e vo, eus an 10 d’an 13 a viz Kerzu.

http://www.festivalnoborder.com/

[bloc-gris] Roll-labour :

Yaou 10 a viz Kerzu 2015

Er c’hQuartz

9e30 : Banne kafe da zegemer an dud

10e00-10e30 : Prezegenn digeriñ

10e30-12e30 : Traoù bet graet : peseurt goulennoù, peseurt respontoù, peseurt suradennoù (!), peseurt kantreadennoù ?

2e00-3e10 g.k. : Bannet e vo ar film Growing into music gant Lucy Duran. Kevelet gant an FAMDT.

3e30-5e00 g.k. : En em soñjal : an doareoù da dreuzkas.

Gwener, 11 a viz Kerzu 2015

Er c’hQuartz

10e00 : Banne kafe da zegemer an dud

10e30-12e00 : Peseurt politikerezhioù evit treuzkas sonerezhioù an hengounioù pobl ? Kevelet gant BCD / Sevenadurioù Breizh.

12e00-12e30 : Petra ‘zo nevez e-keñver an treuzkas.

E skol-veur Victor Segalen

2e00-4e00 g.k. : Prezegenn gant Johanni Curtet. Klask, seniñ ha treuzkas. Un istor dic’hortoz gant ar c’han khöömii (kan kendon eus Bro Mongolia).

Kevelet gant Skol-Veur Breizh-Izel, UFR Lizhiri, Yezhoù ha Skiañtoù an Dud hag al LABERS.

E sinema Les Studios

5e00-6e00 g.k. : Bannet e vo an teulfilm Quatre saisons gant Pauline Burguin. Diviz da heul. [/bloc-gris]

Roll No Border e video :

Samain, Barzaz Breizh ha Kalevala da selaou e-kreiz abadenn diwezhañ Sevenadurioù

Abadenn radio diwezhañ Sevenadurioù a zo bet lakaet enlinenn. Gant Brigitte Kloareg ez aimp d’ober un tamm tro betek Bro gKareli a-benn ober muioc’h anaoudegezh gant ar C’halevala, un oberenn par d’ar Barzaz Breiz e meur a geñver bet embannet e 1835 gant Elias Lönnrot. Da selaou dre amañ !

Kinniget e vez enklaskoù sonenrollet Donatien Laurent war Bretania

Ul lodenn deus enklaskoù sonenrollet Doantien Laurent a zo kinniget enlinenn gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC) ha Dastum. Gellout a reer bremañ lenn anezho war Bretania.

N’eo nemet al lodenn gentañ a zo bet lakaet enlinenn. Ul labour niverel hir a zo bet kroget e 2011 gant Donatien Laurent, sikouret gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC), Dastum ha gant Rannvro Breizh.
Kant c’hwec’h enklask ha tregont (1800 tamm son), dastumet evit al lod brasañ e Breizh Izel etre kreiz 1950 betek fin ar bloavezhioù 1970  a zo kinniget dre lec’hienn ar CRBC (bibnumcrbc.huma-num.fr), hini Dastum (www.dastum.bzh), ha Bretania.

Sellout ouzh an teulioù

Un diskouezadeg war René Yves Creston e Batz-sur-mer

Kinnig a ra Mirdi palud-holen Batz-sur-Mer div diskouzadeg pad betek an 3 a vizgenver 2016.

An hini gentañ anvet René-Yves Creston, mare ar jestr, a zo bet savet gant Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer gant sikkour familh René Yves Creston. An eil, Luskad an amzer habask, a zo kinniget gant Padraig Creston. An div diskouezadeg-mañ a stroll an tad hag ar mab. Kinnig a reont daou sell arzel disheñvel war al “lusk” awenet gant  ar palud-holen hag e c’houloù.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek

Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer
Plasenn Adèle-Pichon 44740 Batz-sur-Mer
Pgz. : 02 40 23 82 79
www.museedesmaraissalants.fr

[/bloc-gris]

An istor hag an niverel

An istor hag an niverel a vo talbenn un diviz aozet e Skol-veur gatolik ar C’hornôg e Arradon d’ar meurzh 24 a viz du o tont.

Dre sikour an niverel ez eus tu skigañ an danvez istorel d’ar brasañ niver. Aes eo tizhout dielloù war internet, da dreuzkas danvez prizius pe c’hoazh da ginnig pennadoù istorel d’arv ugale. Ul lec’hienn evel hini  En Envor a zo arouezius deus ar pezh a zo tu ober.

An teulfilm web A Bientôt de vos nouvelles, produet gant Bretagne Culture Diversité ha lakaet enlinenn e miz gwengolo 2015 a zo ur skouer all. Met daoust hag ez eo ur reveulzi niverel ? Ha kemmet eo bet an doare da skrivañ an istor gant an niverel ? Peseurt levezon a zo war al labour bedagogel pe war labour an diellour ? Klasket e vo respont d’ar goulennoù-mañ d’ar 24 a viz du 2015 gant Erwan Le Gall, Yves-Marie Evanno ha Jérôme Cucarull goude ma vo bet kinniget an teulfilm web  A Bientôt de vos nouvelles gant Philippe Lanoë deus BCD/Sevenadurioù Breizh.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek :

Meurzh 24 a viz du 2015, 18 h / 19h30

Añfiteatr Skol-veur gatolik ar C’hornôg

Digoust ha digor d’an holl.

Titouroù : 02.97.46.33.60.

[Roll da bellgargañ]

[/bloc-gris]