An Afghanistan dre daoulagad Guillaume Bordier war lec’hienn bed.bzh

Evit ar wech kentañ, estreget tammoù deus ar filmoù sevennet gant Christophe de Ponfilly war an Afghanistan, en o zouez Massoud l’afghan, kinniget e vez gant BED ur film war ar vuhez pemdez e  Hérat, e kornôg ar vro.

L’empreinte a zo ur film bet savet e 2008. Troet eo bet hep arc’hant met en ur zoujañ ar muiañ posubl ouzh ar vro. Guillaume Bordier, ar sevennour, en deus bevet er geriadenn vihan-mañ e pad un toullad bloavezhioù. Distroet eo en un ti-form gant ar c’hoant filmañ labour ar baraerien.
Kinniget e vez gantañ ur film leun a wirionnez hag a gizidigezh. Treuzkas a ra dre e skeudennoù diaesterioù labour ar baraerien en ur lakaat an den e-kreiz ar gaoz. Da sellet !

[Lec’hienn bed.bzh]

Un taol sikour evit kaout mennozhioù evit nedeleg ?

Un taol sikour evit Nedeleg ? Prenit DVD ar web-heuliad « Gwir Vretoned » ! Berzh a ra an heuliad web-mañ : 225 000 gwech gwelet war ar web ! !

Kinniget e vez ur rummad 12 filmig 2 vunutenn pep hini. Respontoù da c’houlennoù war Breizh eo ar pal, ur seurt « foer ar goulennoù » dre tu ar c’hozh kaozioù war ar vro. Da skouer : E Breizh emañ al Liger Atlantel ? Hengounel eo baniell Breizh ? Hentoù digoust e Breizh… Trugarez da Anna Vreizh ? Glav a ra ingal e Breizh ! Ar vretoned, ar re gentañ war an alkool…

Kinnig a ra an DVD-mañ 24 rann e galleg, 10 rann e brezhoneg ha 12 rann istitlet e saozneg.

Kenbroduet gant Bretagne Culture Diversité, LB Krouiñ ha rouedad ar chadennoù TV lec’hel.

E gwerzh : 15 € e pep stal.

Gellout a reer goulenn an DVD da BCD/Sevenadurioù en ur kas ur chekenn 19 € (15 € + 4 € frejoù kas) d’an 3, bali Cosmao Dumanoir – 56100 AN ORIANT.

http://bcd.bzh/cliches-bretons-un-dvd-pour-lete/
Rannet gant Coop Breizh.

Ur chadenn video nevez enlinenn war lec’hienn BCD/Sevenadurioù Breizh

Ur chadenn video a zo bet lakaet enlinenn nevez’zo gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo d’ar raktres Bazhvalan / Baçadou. Adkavout a rit c’hwec’h atersadenn gant Daniel Giraudon, enklasker, a zegaso kuzulioù evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik.

Perak mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ? Penaos kaout un eil emgav ? Tammoù respont a vo degaset deoc’h gant ar chadenn nevez-mañ dre ar rann dafar->video.

Degas a reomp soñj deoc’h emañ al lec’hienn Bazhvalan enlinenn. Ar gartenn etreoberiant a zo da welet war www.bcd.bzh/bazhvalan. Loc’het eo bet an eil tamm, hini Baçadou (gallaoueg). Mathieu Guitton a raio war dro renabliñ ar re a zo a-du da lakaat e darempred an dud e bro c’halo. Evit skrivañ dezhañ : bacadou@bcd.bzh.