Trede emgav e kelc’hiad ‘La Fabrik’ de l’authentik’ (**Sevel gwirionded Breizh**) a vo d’ar Yaou 18 a viz Meurzh 2021 etre 6 e ha 7 e 1/2 noz, e kompagnunezh ar sokio-yezhoniour Michael HORNSBY, kelenner e Skol-veur Poznan (Polonia) ha rener Kreizenn ar Studioù Keltiek eno.
P’eo bet pledet gant kudenn gwirionded ar yezh ez eo bet graet diwar meur a sav-poent teorikel. An doare da gas ar yezh a c’hell bezañ sellet outañ pe evel ur mod diveiz a vefe gant komzerezed ha komzerien a‑vihanik da implijout ur yezh glan bet desket war barlenn o mamm, pe er c’hontrol, doare diwirion an deskarded n’o deus ket bet ar yezh‑se da yezh o c’havell. Alese e vefe livet ar yezh wirion gant ar gerioù «yezh-vamm, dre gomz, ger-evit-ger, taolet war ar prim, nann-ofisiel, yezh ar bobl ha rannyezhel» (Gill 2007 : 41). Aes eo d’an holl kompren ur seurt termenadur, zoken evit ar re n’int ket bet er skolioù-meur. Ur goulenn a sav memestra : gant piv emañ ar gwir d’ober an disparti-se, ha kadarnaat piv a c’hell bezañ lakaet da wirion pe get ?
Gant ar brezegennig‑mañ e klasker pellaat eus an tu yezhoniel hepken evit respont ouzh ar gudenn «gwirion»pe «reizh» ar gomzerien, met klask a reer studiañ an afer en ur chom kreizennet war ar gomzerien o‑unan kentoc’h (Lass 1980), da lâret eo gant ur sell sokio-yezhoniel ha sokiologel kentoc’h. E‑touez ar goulennoù pledet ganto e kaver: petra ‘dalvez bezañ gwirion en endro breizhek pe/ha brezhoneger en 21vet kantved, pere eo an normoù a ranker heuliañ, hag e peseurt doare e c’heller reiñ pe nac’hañ an anv a wirionded ?
Prezegenn enlinenn : https://zoom.us/webinar/register/WN_h29Yi8YQTsScI1yDS0M1OQ da welet war Facebook ivez : https://www.facebook.com/bretagne.culturediversite.