Ar gouel war evezh

18 March 2014

Pempvet abadenn Becedia, skol-veur war vale savet gant BCD/S, zo bet dalc’het e Ti ar Vro Treger Goueloù d’ar Sadorn 1 a viz Meurzh e Kawan.

 Displegañ penaos eo bet mestroniet ar festoù gant ar pennoù-bras (politikel ha relijius) a-hed an amzer a oa pal an abadenn.

Gant Marc Clérivet, kelenner titlet war ar sonerezh hengounel (kan, dañsoù ha sevenadur, ha stummadur war ar sonerezh) e Skolioù-soniñ Meurgêr Brest (CRD) ha Meurgêr Roazhon (CRR), e oa bet boulc’het ar gaoz ha displeget penaos zo bet klasket ingal, gant an dud a iliz, bezañ mistri war ar festoù, ha war ar modoù da zañsal peurgetket.

 

Gant Patrick Gourlay, kelenner war an istor-douaroniezh, zo bet graet anv deus beajoù ar brezidanted : penaos e veze aozet ar beajoù-se er broioù, petra ’veze goulennet ober gant tud ar broioù-se, petra ’faote d’ar Stad… Beaj ar prezidant Edgar Faure e Breizh e 1896 zo bet lakaet da skouer.

 

Hirie e tigresk ster lidañ ar gouelioù, pa glask muioc’h-mui an dud ur blijadur dezhe o-unan. Sell aze pezh zo bet displeget gant Benoît Careil, rener Adrenaline, ur gevredigezh tud hag a stourm evit ma vije meret gwelloc’h ar festoù.

Evit echuiñ eo bet Julien Cornic, kenurzhier Ti ar Vro Treger Goueloù, o kontañ, diwar e skiant-prenet, peseurt diaesterioù a zo kement skoilhoù war hent aozourien ar festoù : reoladoù ofisiel, redioù hervez lezenn, kiriegezhioù a-bouez, lezennoù…

Komzoù dedennus-bras zo bet da heul etre ar selaouerien hag ar brezegennerien.

Echuet eo bet an abadenn gant ur fest-noz war plañchod sal ar gouelioù, ha diskouezet zo bet, gant perzhidi zo, e oant kanerien a-feson !