Amerikaned an hini oa an arzourien gentañ a reas kêr al livourien eus Pont-Aven e kreiz an XIXvet kantved, pell kent ma teuas eno Paul Gauguin hag Émile Bernard. A-drugarez d’ar gentidi-se e teuas Pont-Aven da vezañ ur stal-livañ war ar maez hag annez krouerien o klask awen. Displegañ a ra Estelle Guille des Buttes-Fresneau war Bécédia istor al liamm don a zo etre al livourien ha Pont-Aven.
Paul Gauguin, « mestr » skol Pont-Aven, bet o chom eno alies-mat etre 1886 ha 1894 an hini a vezer techet da lakaat da bennkaoz brud Pont-Aven, « kêr al livourien » anezhi, dre ar bed-holl. Gouzout mat a ouzer koulskoude e oa en em staliet an arzourien gentañ eno adalek kreiz an XIXvet. Amerikaned e oa ar re-se dreist-holl, desachet gant ar maezioù gwirion hag an henvoazioù chomet bev. Ur pleg bras eo bet alies, e buhez an arzourien-se, ar prantad o doa bevet el lec’hioù nevez-se, e norzh Europa peurliesañ, asambles gant kumuniezhioù arzourien all.