Kavout a reer ur film deus ar re gentañ e-touez reoù ar Balkanoù lakaet war BED : ur film faltazi sevennet gant Bato Čengić, ur sevener bosniat aet d’an anaon e 2007.
Les enfants d’après eo anv ar film. Pa lenner an titl e saouznege komprener gwelloc’h deus ar pezh a vez kontet ennañ : Playing soldiers. Kontañ a ra pegen don e vez merket ar vugale goude ur prantad brezel. Ar film-mañ a oa bet dalc’het e-touez ar re rakdibabet e Cannes e 1968, met nullet e oa bet ar gouel ar bloazh-mañ, siwazh evit Bato !
Ar film, gwenn ha du penn da benn, a zo brav kenañ da geñver e skeudenn. Ur meskaj etre François Truffautha Chris Marker war un dro…
Pedet e oa bet Bato Čengić e gouel sinema Douarnenez e 2006. Hervez lod, morse n’eo bet diskouezet ar film-mañ ken abaoe marv Bato Čengić.