Un abadenn war ar c’hoariva e Breizh da selaou en dro war bécédia

Un abadenn “Sevenadurioù” nevez a zo da selaou en-dro war Bécédia. Ha klevet ‘peus kaoz deus abadenn Plouyann kinniget d’ar 14 a viz Even 1898 ? Berzh bras a zo bet da heul an arvest-mañ avat, perak ? Selaouit deus an abadenn !

Tud pedet evit komz deus ar c’hoariva pobl : Louis Conan (C’hoarivari) ha Marie-Hélène Morvan (Strollad Kallag)

E Breizh koulz hag e lec’h all e c’heller anzav eo gwriziennet a‑gozh ar c’hoariva, pe e vefe gant e wrizioù relijiel pe disakr. Er-maez e veze c’hoariet pezhioù peurliesañ, ha reiñ a rae lusk da vuhez an dud e kêr. Kontañ a ra Fañch an Uhel penaos, e-doug ar beilhadegoù, e veze frank an dud da c’hoari pe dibunañ arvestoù diwar ar pezhioù-c’hoari. Ha ma oa tres ar relijion war ar c’hoariva peurliesañ, meur a arvest profan a veze mesket ennañ koulskoude, ha lod anezho gwirvoudel a-walc’h, evel an hini o tiskouez ar Werc’hez o wilioudiñ ! E fin an 19 vet kantved avat e oa erruet ar c’hoariva tost da vont da get…

Sevennet gant RBG – Radio Bro Gwened Radio Breizh Radio Kreiz-Breizh ha Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù #bzhg

Un teul war Pont-Aven, kêr al livourien war Bécédia

Amerikaned an hini oa an arzourien gentañ a reas kêr al livourien eus Pont-Aven e kreiz an XIXvet kantved, pell kent ma teuas eno Paul Gauguin hag Émile Bernard. A-drugarez d’ar gentidi-se e teuas Pont-Aven da vezañ ur stal-livañ war ar maez hag annez krouerien o klask awen. Displegañ a ra Estelle Guille des Buttes-Fresneau war Bécédia istor al liamm don a zo etre al livourien ha Pont-Aven.

 Paul Gauguin, « mestr » skol Pont-Aven, bet o chom eno alies-mat etre 1886 ha 1894 an hini a vezer techet da lakaat da bennkaoz brud Pont-Aven, « kêr al livourien » anezhi, dre ar bed-holl. Gouzout mat a ouzer koulskoude e oa en em staliet an arzourien gentañ eno adalek kreiz an XIXvet. Amerikaned e oa ar re-se dreist-holl, desachet gant ar maezioù gwirion hag an henvoazioù chomet bev. Ur pleg bras eo bet alies, e buhez an arzourien-se, ar prantad o doa bevet el lec’hioù nevez-se, e norzh Europa peurliesañ, asambles gant kumuniezhioù arzourien all.

Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg kement hag ar re all.

D’ar 14 a viz Here e oa bet pedet kevredigezh BCD/Sevenadurioù da ginnig raktres Bazhvalan. Bet eo bet neuze Lena Catalan Marcos o tisplegañ petra eo kevredigezh BCD/Sevenadurioù ha petra ‘vez graet ganti evit pezh a zell ar brezhoneg – hag ar gallaoueg – gant ar raktres Bazhvalan. Anv a zo bet eus an treuzkas, eus pinvidigezh ar brezhonegoù ha eus diaesterioù ar vrezhonegerien nevez pa glaskont kaozeal gant tud a oar ar yezh a-vihanik. Un tregont den bennaket a oa deuet, en o zouez tud a oa o paouez komañs gant ur stummadur 6 miz.

Amzer o deus bet an dud goude-se d’ober goulennoù hag evezhiadennoù, ha da gaozeal oc’h evañ ur banne. Emichañs e servijo lec’hienn Bazhvalan da galz anezho.

Nozvezh Philippe Durand e Brest

Un nozvezh evit enoriñ Philippe Durand, aozet gant Gwarez filmoù, a vo dalc’het d’ar gwener 26  a viz c’hwevrer 2016 adalek 8eur noz e sinema Studios e Brest.

Philippe Durand (1932 – 2007) a zo bet barzh, kazetenner, senarier ha sevener evit ar sinema hag ar skinwel. Sevenet en deus ivez un hanterkant film bennak, re verr ha re grenn, e 35 mm ha 16 mm. En o zouez, Le Pays blanc (1975) ha Yezh ar vezh (1979) a ziskouez pegen tomm e oa ouzh e vro hag he yezh.
Gwarez Filmoù ha Chantal Durand, e wreg ha frammerez an darn vrasañ eus e filmoù, a ginnig deoc’h enoriñ ar sevener gant un dibab tri film.

KEMENNADENN D’AR GAZETENNERIEN – Nozvezh Philippe Durand 26 a viz C’hwevrer 2016

An abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ da bellgargañ

Emañ an abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn, da bellgargañ war lec’hienn radiobreizh.net.

Petra eo ur vro ? Pegen lies eo ar respontoù pa vez savet ar goulenn-mañ !
Perak ez eo ar broioù e Breizh un dra gwriziet ken don e kalon an dud ? Deus pelec’h e teu ar santimant ken kreñv da vezañ eus “ur vro” ?
Ha deus peseurt broioù emaomp o komz ? “Hengounel”, “istorel”, “Voynet”…

[bloc-gris] An abadenn :

Sevenaduriou-PaysTu zo deoc’h selaou abadennoù all war ar bajenn : Sevenadurioù-radio.

[/bloc-gris]

Ur chadenn video nevez enlinenn war lec’hienn BCD/Sevenadurioù Breizh

Ur chadenn video a zo bet lakaet enlinenn nevez’zo gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo d’ar raktres Bazhvalan / Baçadou. Adkavout a rit c’hwec’h atersadenn gant Daniel Giraudon, enklasker, a zegaso kuzulioù evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik.

Perak mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ? Penaos kaout un eil emgav ? Tammoù respont a vo degaset deoc’h gant ar chadenn nevez-mañ dre ar rann dafar->video.

Degas a reomp soñj deoc’h emañ al lec’hienn Bazhvalan enlinenn. Ar gartenn etreoberiant a zo da welet war www.bcd.bzh/bazhvalan. Loc’het eo bet an eil tamm, hini Baçadou (gallaoueg). Mathieu Guitton a raio war dro renabliñ ar re a zo a-du da lakaat e darempred an dud e bro c’halo. Evit skrivañ dezhañ : bacadou@bcd.bzh.

Samain, Barzaz Breizh ha Kalevala da selaou e-kreiz abadenn diwezhañ Sevenadurioù

Abadenn radio diwezhañ Sevenadurioù a zo bet lakaet enlinenn. Gant Brigitte Kloareg ez aimp d’ober un tamm tro betek Bro gKareli a-benn ober muioc’h anaoudegezh gant ar C’halevala, un oberenn par d’ar Barzaz Breiz e meur a geñver bet embannet e 1835 gant Elias Lönnrot. Da selaou dre amañ !

Un diskouezadeg war René Yves Creston e Batz-sur-mer

Kinnig a ra Mirdi palud-holen Batz-sur-Mer div diskouzadeg pad betek an 3 a vizgenver 2016.

An hini gentañ anvet René-Yves Creston, mare ar jestr, a zo bet savet gant Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer gant sikkour familh René Yves Creston. An eil, Luskad an amzer habask, a zo kinniget gant Padraig Creston. An div diskouezadeg-mañ a stroll an tad hag ar mab. Kinnig a reont daou sell arzel disheñvel war al “lusk” awenet gant  ar palud-holen hag e c’houloù.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek

Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer
Plasenn Adèle-Pichon 44740 Batz-sur-Mer
Pgz. : 02 40 23 82 79
www.museedesmaraissalants.fr

[/bloc-gris]

An istor hag an niverel

An istor hag an niverel a vo talbenn un diviz aozet e Skol-veur gatolik ar C’hornôg e Arradon d’ar meurzh 24 a viz du o tont.

Dre sikour an niverel ez eus tu skigañ an danvez istorel d’ar brasañ niver. Aes eo tizhout dielloù war internet, da dreuzkas danvez prizius pe c’hoazh da ginnig pennadoù istorel d’arv ugale. Ul lec’hienn evel hini  En Envor a zo arouezius deus ar pezh a zo tu ober.

An teulfilm web A Bientôt de vos nouvelles, produet gant Bretagne Culture Diversité ha lakaet enlinenn e miz gwengolo 2015 a zo ur skouer all. Met daoust hag ez eo ur reveulzi niverel ? Ha kemmet eo bet an doare da skrivañ an istor gant an niverel ? Peseurt levezon a zo war al labour bedagogel pe war labour an diellour ? Klasket e vo respont d’ar goulennoù-mañ d’ar 24 a viz du 2015 gant Erwan Le Gall, Yves-Marie Evanno ha Jérôme Cucarull goude ma vo bet kinniget an teulfilm web  A Bientôt de vos nouvelles gant Philippe Lanoë deus BCD/Sevenadurioù Breizh.

[bloc-gris]

Titouroù pleustrek :

Meurzh 24 a viz du 2015, 18 h / 19h30

Añfiteatr Skol-veur gatolik ar C’hornôg

Digoust ha digor d’an holl.

Titouroù : 02.97.46.33.60.

[Roll da bellgargañ]

[/bloc-gris]

Emgavioù aktourien sevenadur Breizh el Liger Atlantel e miz du ha kerzu

Pediñ a ra Ajañs sevenadurel breizhek Morvan Lebesque aktourien sevenadur breizh departamant al Liger Atlantel da 6vet « Emgavioù aktourien sevenadur Breizh ». Aozet e miz du ha kerzu 2015, an emgavioù-se a zo aozet evit kinnig sevenadur Breizh el Liger Atlantel hag al labour a vez graet gant an ajañs evit brudañ ha diorroiñ  hon sevenadur. Un diagrez e vo evit eskemm mennozhioù ha sevel raktresoù a-gevret.

 Emgavioù sevenadur Breizh a zo digor d’an holl.

Ar bloazh-mañ an emgavioù a zo aozet gant sikour Kentelioù An Noz (e Loroux-Bottereau), Koria (e Couëron), Diwan Sant-Nazer (e Sant-Nazer), Pouevr’ et Seu (e Saffré) ha Les Amis du Pays de Retz (e Bourgneuf-en-Retz).

Titouroù : Ajañs Sevenadurel Breizhek al Liger-Atlantel
24 kae ar Fos – 44000 Naoned
02.51.84.16.07. – degemer@acb44.comwww.acb44.bzh

[bloc-gris]

Setu ar pemp emgav aozet e 2015 :

  • Yaou 19 a viz Du, da 20e, Sal Meuniers, kreizenn La Tannerie, e Loroux- Bottereau
  • Yaou 26 a viz Du, da 20e, Sal Fraternité, Plasenn kumun Pariz e Couëron
  • Sadorn 5 a viz Kerzu, da 10e, e Maner liorzh ar plantoù, 50 straed Pornichet e Saint-Nazer
  • Yaou 10 a viz Kerzu, da 20e, Sal Gwer, Ti-kêr, cour du Séquoia e Saffré
  • Sadorn 12 a viz Kerzu, da 10e, Mirdi Bro-Retz, 6 straer Moines e Bourgneuf-en-Retz

[/bloc-gris]