Dizoloit kliched nevez web rummad “Klichedoù Breizh” !
Category: Danvez sevenadurel
3 prezegen war talbenn ar “Vretoned er brezel 1914-1918” a vez kenaozet gant BCD/Sevenadurioù hag ar gevredigezh Bretagne Plus e Naoned d’ar sador 18 aviz Here. Dont a raio arbennigourien adalek 3e goude merenn da gaozeal deus plas ar vretoned hag plas eus Breizh da vare ar c’hentañ brezel bed : Erwan Le Gall, Yann Lagadec ha Didier Guivarc’h.
Penaos diforc’hañ Breizh-uhel deus Breizh-izel ?
Displeget e vez emgann an Alre e-touez un teuliad war Bretania.fr
D’ar 6, d’an 9 ha d’an 12 a viz Ebrel 2014 e vo Meurlarjez e Naoned.
D’ar Gwener 18 a viz Ebrel, nebeut amzer goude ar gouel-se, e teuy ar skol-veur war vale lakaet da vont en-dro gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e ti kartier enez Naoned, etre 6 eur 30 hag 8 eur 15 noz. E-kreiz ar gaoz e vo meurlarjez, da geñver an abadenn eskemmoù ha divizoù nevez-se.
Kalzig a vodoù zo, e Bro-C’hall koulz hag er bed, da lidañ meurlarjez, a vez gwisket gant livioù ha stummoù disheñvel e pep lec’h. Met piv eo an dud a ra hag a lid ar gouel-se ? Peseurt palioù o dez ar re a ro o chemet war veurlarjez da dud all ? Penaos bezañ sur e pado seurt gouelioù hag a zo, da vat, ul lodenn deus hon glad sevenadurel dizanvez ?
D’an holl c’houlennoù-se e klasko hon frezegennerien respont :
– Nathalie Gauthard : leurenniñ-ha-tudoniourez, mestrez prezegenniñ e Nice ha prezidantez Kelc’h gall al leurenniñ-ha-tudoniezh. O studiañ e vez temoù ar gened, argerzhoù an idantelezh hag ar sevenadur a-vremañ, hag an treuzkas chemet e lidoù meurlarjez e Brazil, Bro-Frañs ha Gwiana. Lid meurlarjez hag argerzhoù an treuzkas ac’h ay d’ober danvez he frezegenn.
Levr: Fêtes, mascarades et carnavals. Circulations, transformations et contemporanéité, embannadurioù L’Entretemps, da zont er-maez e 2014.
– Blodwenn Mauffret : doktorez war ar studioù c’hoariva. Studiet he deus bet lid meurlarjez e Cayenne, ha displegañ a ray an doareoù disheñvel da lidañ meurlarjez du-hont.
– Daniel Dupouet : perzhiad e lidoù meurlarjez ouzhpenn 50 vloaz zo. Ur mailh eo deut da vezañ war ar sevel pennoù bras Meurlarjez. Kontañ a ray deus e skiant-prenet e-giz perzhiad e Meurlarjez, displegañ a ray e chemet ha penaos emañ en soñj treuzkas anezhañ.
– Carole Tymen : lid Meurlarjez e Douarnenez a zisplego, koulz hag he skiant-prenet e-giz perzhiadez el lid-se. Komz a ray deus an abegoù zo da zerc’hel gant lid Meurlarjez.
Kemer a ray perzh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e Emgavioù daouvloaziek al levrioù istor e Pondi, etre an 11 hag an 13 a viz Ebrel, war dem « Istor ar festoù », e-liamm gant tem kreiz Becedia, skol-veur war vale BCD/S.
Ar blijadur en do Charles Quimbert, rener BCD/S, da gemer perzh en daol-grenn (e brezhoneg !) a vo d’ar Sul 13 a viz Ebrel, da 3 eur gk e palez ar c’hendalc’hioù, ha gouestlet d’ar festoù-noz. Ur stalig brudañ a vo dalc’het gant tud BCD/S ivez, e-kreiz saloñs al levrioù, a roio digarez dezhe da zisplegañ o oberennoù brudañ danvez sevenadurel Breizh hag al liesseurted.
Diskouezet e vo ivez Bretania, an danvez ac’h a d’ober anezhi hag he mont en-dro.
Evit goût petra a vo kinniget deoc’h da geñver an emgavioù daouvloaziek, emgav war lec’hienn web Kêr Pondi : http://www.pontivy.fr/index.php/biennale-2014/
Bep miz e vo embannet daou deuliad dre dem war bretania.fr gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ober anaoudegezh gant Breizh, pe da gompren anezhi gwelloc’h e talvezint deoc’h. Savet e vo an teuliadoù-se, kaset da benn vat ha skeudennaouet a-drugarez kenoberourien ar Porched, gant tud a-vicher anavezet. Liesseurt e vo an temoù : istor, douaroniezh, yezhoù Breizh, tudoniezh, lennegezh, glad dizanvez, relijion, natur…
C’hwec’h teuliad zo enlinenn c’hoazh :
- Ar Bonedoù ruz
- Bevenn ar Reter
- Breizh 1914
- An drouized en Henamzer
- Distagañ an anvioù-lec’h
- Miz Gouere-miz Eost 1914, ar Vreizhiz o vont d’ar brezel
Disparti an Iliz hag ar Stad e 1905 a vo tem an teuliad da zont.
Emgav war bretania.fr