Diskouezadeg “Ar fest-noz, glad an dudelezh”

Grit anaoudegezh gant ar festoù-noz en diskouezadeg-se, staliet e Maison de la Bretagne (ti Breizh) e Pariz hag e Kuzul rannvro Breizh war ar memes tro.

Hep ar festoù-noz, Breizh ebet ! Ul lodenn bennañ deus idantelezh ar vro zo e-kreiz an diskouezadeg-se, an hini gentañ diwar deir, a zeu da heul ma vefe bet lakaet ar festoù-noz war renabl UNESCO Glad sevenadurel dizanvez an dudelezh. Etre penn-kentañ festoù-noz gwechall enebet ouzh ar balioù bet aozet er bloavezhioù 1950, hag ar festoù-noz o virvidikaat er bloavezhioù 1970, gwelit pegen cheñch-dicheñch eo o doareoù. Gant Kuzul rannvro Breizh, asambles gant Dastum ha Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù, eo aozet an diskouezadeg, bet leurennet gant Simon Poligné.

Pleustrek :

– Deus ar 17 a viz C’hwevrer d’an 12 a viz Gwengolo 2014 e ti-pennañ Kuzul Rannvro Breizh, 283, bali ar Jeneral Patton, Roazhon, deus al Lun d’ar Gwener, etre 8 eur beure ha 7 eur noz. Digoust.

– Deus an 10 a viz C’hwevrer d’ar 26 a viz Gwengolo 2014 e Maison de la Bretagne (ti Breizh), 8, ru an Arrivée, 75015 Pariz, deus al Lun d’ar Gwener, etre 9 eur 30 beure ha 6 eur noz. Digoust, nemet m’eo bet feurmet ar sal (titouroù : 01 53 63 11 50).

Kendael / Sizhunvezh sevenadurel tro dro d’ar “gouzout-debriñ” hag d’ar “gouzout-evañ” e Kemper ha Roazhon

Treuzkas ar ouiziegezh tro dro d’ar “gouzout-debriñ” hag d’ar “gouzout-evañ” sed aze palioù an devezhioù a vez aozet gant ar gevredigezh Le Banquet gant sikour BCD/Sevenadurioù e Kemper (d’ar 17 betek ar 24 a viz Here) hag e Roazhon (d’ar 24 betek an 30 a viz du).

[Lenn roll an devezhioù]

Kendael “Memor kenweaet” d’an 21 betek ar 25 a viz here e Naoned

Aozet e vez devezhioù studi war ar glad sevenadurel dizanvez gant an OPCI, “Anneaux de la Mémoire” ha “Mémoire de l’Outre Mer”. Studiañ ha lakaat da c’houzout d’ar brasañ niver ar pezh a vez lakaet e plas war talbenn ar GSD hag ar sevenadur pobl, setu palioù an darvoud-mañ.

Titouroù war lec’hienn an OPCI.

Prezegenn ha diskouezadeg war ar c’hantennerezh e Breizh

Un diskouezadeg war ar c’hantennerezh a vez kinniget a-hed gouel ar “Bogue d’Or” e Redon d’ar 25 ha 26 a viz here.

Titouroù amañ : http://www.gcbpv.org/?page_id=108

Embannet ez eus bet ur “roll doareoù dereat” evit ober war-dro dielloù sonerollet digent

Embannet ez eus bet gant Kevread kevredigezhioù sonerezh ha dañs hengounel (FAMDT) ur « Roll doareoù dereat » evit ober war-dro dielloù sonerollet digent. Ar roll-se a zo bet savet a-gevret gant ar Bodad Teuliaouiñ ha kenurzhiet gant Claire Marcadé. Mennet eo bet ar roll nevez-se gant e embannadur gentañ e 1994 (hag adembannet e 2001).

Pennad 8 – Breizh-uhel ha Breizh-izel

Penaos diforc’hañ Breizh-uhel deus Breizh-izel ?

Bécédia – Ur bed meurlarjez an 18 a viz ebrel trement e Naoned

Festival Etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar bed”

Pesketaerien ar bed a bezh a vo war well en Oriant d’ar 25 betek an 30 a viz meurzh 2014 e-pad 6vet emgav gouel etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar Bed”.

Titouroù : http//www.pecheursdumonde.org.

kelaouenn Musées et collections publiques de France : embannet eo un niverenn ispisial, « Oralité et musées, valoriser la mémoire orale collective »

E miz Meurzh 2013 e oa bet aozet, gant Penngevredigezh mirourien dastumadegoù publik ar Frañs (AGCCPF) asambles gant Ofis ar glad sevenadurel dizanvez (OPCI), un emgav e Trelaze (49), evit ma c’hallfe ar berzhidi rannañ o skiant-prenet war plas an hengoun dre gomz er mirdioù, en ekomirdioù hag e kement aozadur publik a seurt-se zo.

Bodet eo an holl brezegennoù bet kinniget en 268vet niverenn ar gelaouenn vrav-se a vez o voueta ingal an dud a-vicher er mirdioù.

Un dek vloaz zo bennak bremañ eo birvidik da vat ar preder war gudennoù na vezent ket taolet alies e kont a-raok : daoust hag he deus ar sevenadur dre gomz ur plas en tier a lak ar sevenadur war-wel ? Respontoù a zo degaset d’ar goulenn-se, dre skiant-prenet pleustrek ha liesseurt ar brezegennerien, e Aktoù an emgav-se aozet gant an OPCI. Tri rann ac’h a d’ober anezhe : « Pa zeu ar gaoz d’an traoù », « Talvoudekaat seurtoù nevez ar glad », « Un doare mirdi nevez diwar binvioù niverel ».

Er prezegennoù e lenner tamm-ha-tamm an diskoulmoù kinniget e mirdioù zo : mirdi Istor an Embroañ e Pariz, mirdi enezenn Oleron, Kumuniezh kumunioù Marais-de-Monts evit Ekomirdi gwern ar Vande Le Daviaud, mirdi Skol vroadel an arzoù hag ar micherioù/CNAM e Pariz, mirdi ar c’hemberioù e Lyon, mirdi teknikoù ar feilhañs e Sarreguemines, mirdi Istor Naoned, mirdi Istor ar Vande, hag e servijoù-bro aozadurioù kumuniezhioù publik zo ivez : servij glad Rannvro Broioù al Liger, servij glad Kêr Konkerne, Kêr Blaen, Kêr Trelaze ; ha dre soñjoù enklaskerien engouestlet e talvoudekaat ar seurt glad-se : Catherine Cuenca, war anv ar gefredi PATSTEC e skol-veur Naoned, Yann Leborgne war anv an OPCI, Gérôme Guibert, deus ar Sorbonne, war anv ar CIM.

Kavet e vez an teuliad bras ha leun-se en AGCCPF, 6, bali Mahatma-Gandhi, 75116 Paris, pg. 01 44 17 60 60. Priz ur skouerenn : 25 €, frejoù kas e-barzh.

Unan deus an emgavioù aozet gant an OPCI eo an devezhioù Hengoun dre gomz ha mirdioù, evit ma c’hallfe an dud komz deus dastum, saveteiñ ha talvoudekaat ar glad sevenadurel dizanvez.

Emgavioù da zont :

Mémoires en chantier – Mémoires des ports, deus an 3 d’ar 5 a viz Here 2014 (Eñvorennoù er chantieroù, er porzhioù, kenaozet gant Kêr Konkerne).

Mémoires entrelacées : pevar devezh evit lidañ pempvet bloavezh an OPCI, e Naoned, etre an 22 hag ar 25 a viz Here 2014 (asambles gant Les Anneaux de la Mémoire ha Mémoires de l’Outre-Mer).

Evit kaout titouroù ha lakaat e anv : Michel Colleu – OPCI, 29, straed Yann-d’Argent, Douarnenez,  06 34 96 03 13 – contact@opci-asso.fr – www.opci-asso.fr

[Galv da raktresoù] Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh

Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh. Titouroù war lec’hienn ar rannvro.