Glav a ra dalc’mat e Breizh… Gwir pe gaou ?

Gant an amzer zo bet er bloaz-mañ diouzh ar goañv, ne vo ket aezet mont a-enep d’ar c’hliched dalc’hus-se… ha chom a ra stag evel ar goap ’ba Bro-Gerne !

Neuze ’ta, gwir pe gaou ? Muioc’h a c’hlav a ra e Brest evit e Biarritz pe get ? Ha mojenn ar seizh amzer e-korf un devezh, kliched pe get ?

Sell aze tem pennañ pemvet rann ar rummad web « Klichedoù Breizh » kenbroduet gant BCD, LB Krouiñ ha Chadennoù skinwel lec’hel Breizh.

Emgav neuze war chadenn web klichedoù breizh war lec’hienn BCD.

Un hent nemetken da vont betek un 350 000 diell bennak : www.bretania.fr

Roiñ da welet ha da gompren Breizh hag he istor liesseurt, sell aze pal uhel Bretania, Porched nevez-flamm sevenadurioù Breizh (www.bretania.fr). E penn ar raktres emañ Rannvro Breizh, ha buhezet eo gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ar 14 a viz C’hwevrer, en Oriant, eo bet lañset ez-ofisiel gant Ronan Koadig, prezidant BCD, asambles gant Jean-Michel Le Boulanger, eil-prezidant ar Rannvro war ar sevenadur.

Ur gwir zor digor war holl zanvez sevenadur ha glad ar vro eo Bretania, a zo harpet hirie war ur rouedad dek perzhiad bennak (Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, Cartolis, Gwarez Filmoù Breizh, Dastum, Dépêche de Brest, INA Atlantel, servij renabloù ar C’huzul Rannvro, levraoueg niverel Skol-Veur Roazhon 2, levraoueg Rennes Métropole, KSDK). Kenlabourerien ar Porched int, ha bodet eo bet gante o dafar dre glewed pe dre weled, bet dastumet gante pell zo ha niverelaet c’hoazh, evit lakaat un 350 000 diell niverelaet bennak, ha pennadoù-skrid da heul, e kerz an holl dud.

Petra zo da welet ?

Deus enlivadurioù ar Grenn Amzer da bennadoù kazetennoù a-raok ar brezel, en ur gontañ ar c’hartennoù-post kentañ bet embannet e penn-kentañ an xxvet kantved, e c’haller lâret eo divent danvez sevenadurel Breizh. Ur sell war an holl zielloù liesseurt ha niverus-se zo roet war Bretania, ha kinniget int e meur a stumm : soniadoù, videoioù, skeudennoù ha testennoù.

  • Danvez dre glewed ha dre weled dibar a gaver e dielloù ar glad dre gomz bet dastumet pell zo a-hed ar bloavezhioù, hag a zo kinniget gant ar gevredigezh Dastum : kanaouennoù, sonerezh, kontadennoù, mojennoù, resitoù ha testenioù ;
  • Ar renabloù glad ha tier : berrdielloù zo bet savet gant Servij renabloù ar C’huzul Rannvro war glad an tier hag an arrebeuri dibar zo e Breizh ;
  • Dielloù ar c’hazetennoù : an holl bennadoù-skrid bet embannet etre 1886 ha 1944 zo kinniget gant Dépêche de Brest, anv kentañ an Télégramme ;
  • Dielloù kleweled : tamm-ha-tamm e vez bodet skeudennoù deus buhez an dud er vro gant Gwarez filmoù Breizh hag an INA Atlantel ivez ;
  • Skeudennoù, kartennoù, dornskridoù ha levrioù ral : un 70 000 kartenn-bost deus gwechall er vro zo kinniget, da skouer, gant Cartolis, diaz roadoù Kreizenn kartennoù Baod ;
  • Hag ivez kannadigoù ar c’helc’hiadoù gouiziegien, levrioù a denn d’an enklaskoù er skolioù-meur (Roazhon 2), dastumadegoù ar mirdioù, « Tabletennoù Roazhon » levraoueg niverel Rennes Métropole, teuliadoù KDSK ha Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC).

Ul lusker enklaskoù efedus-bras war veur a ziaz titouroù

Roiñ tro d’an holl dud da gaout anaoudegezh war an tammoù-se deus hêrezh Breizh, evit kompren anezhi gwelloc’h, evit roiñ da c’hoût da dud all, evit krouiñ diwarni, sell aze pal pennañ mediaoueg an xxivet kantved-se.

Trawalc’h e vo d’an implijerien klikañ amañ hag ahont, kinnig un nebeud gerioù alc’hwez d’al lusker enklaskoù, ha kaset e vint war-eeun d’an danvez a zo strewet war ar web, hirie c’hoazh, e-barzh diazoù roadoù ar berzhidi.

Emsavoc’h e vo ar genlabourerien, o deus bet miret bev hêrezh Breizh a-hed o bloavezhioù dastum ha niverelaat, pa vo lakaet war-wel da vat o dielloù war ar Porched ha kaset ar wiaderien da furchal pelloc’h o lec’hiennoù, a zalc’ho da vezañ meret gante.

A-bouez eo an danvez ouzhpenn a zo degaset gant Bretania (teuliadoù dre demoù, rizennoù, kartennoù, videoioù) d’an dielloù en o doare kentañ : aezetoc’h a se d’an dud kompren an dielloù-se. Ul lodenn vras deus labour BCD eo.

Ur vediaoueg vev ha cheñch-dicheñch, bouetaet ingal

Ne chomo ket an traoù a-sav e-giz m’emaint war Bretania en dazont : ur Porched bev eo da vat, ha bouetaet e vo ingal gant danvez nevez, kaset ivez gant perzhidi nevez, a grogo tamm-ha-tamm da labourat e-kreiz ur rouedad.

Mont da gaout perc’hennien war an diazoù roadoù, ha kinnig dezhe kenlabourat a-benn talvoudekaat o dielloù war ar Porched, sell aze unan deus kefridioù all skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

War ar memes tro e vez ar skipailh o labourat evit ma vefe diskouezet danvez ar Porched war lec’hiennoù all, gall (Gallica) pe deus broioù all (Europeana) hag evit ma c’hallfe danvez Breizh mont ha dont digabestr war ar web hag er bed.

 

Mont da genoberour

Labourat a rit evit ur gevredigezh, pe evit un aozadur publik pe prevez, dielloù a denn da zanvez sevenadurel Breizh en o ser ?

Ha pa ne vefe ket bet niverelaet an dielloù-se, na lakaet anezhe enlinenn, e vo studiet kement doare zo da dalvoudekaat o labour gant skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

Keloù zo bet roet dija, gant renerien ur bern aozadurioù, e faote dezhe kemer perzh er raktres meur-mañ.

Deuit hardizh e darempred ganeomp, evit mont da genoberour ivez !

Ar skeudennoù miret gant Dastum war ar Rouedad

Gallout a rit adkavout war ar Rouedad ar bras eus ar skeudennoù miret gant Dastum : 1500 skritell ha tremen 20 000 kartenn-bost ! An holl dielloù-se a zo bet niverennet e 2013 hag e c’hallit bremañ sellout ouzh ar skeudennoù-se war hoc’h urzhiataer.
>> Lec’hienn Dastum

Ar Gwenn ha Du – Kentañ film rummad-web “Klichedoù war Breizh”

Ha posubl e vije ur gevredigezh hep gouel ?

Prezegenn d’ar gwener 8 a viz du 2013 adalek 6e30 noz er Paper timbr, 39 straed Dinan e Roazhon, e-touez ar rummad Bécédia, skol-veur bobl.

Ha posubl e vije ur gevredigezh hep gouel ?
Petra eo ober ar gouel ? Perak e vez graet ar gouel ? Peseurt roll sokial a zo gant an emgavioù gouel ? Hag evit echuiñ savet e vo ar goulenn « Ha posubl e vije ur gevredigez hep gouel ? » .

Evit eskemm war ar goulennoù-mañ pedet e vo : Laurent-Sébastien Fournier, denoniour, Christophe Moreau, sokiologour ha Glenn Jegou, rener arzel Yaouank. Da heul ar brezegenn e vo komzet, holl asambles.

Digoust, aozet e-touez Gouel Yaouank, gant sikour Skeudenn Bro Roazhon.

Kentañ prezegenn Bécédia en Oriant

Pour sa première, Bécédia, l’université populaire itinérante de BCD/Sevenadurioù, avait invité Monsieur et Madame Giraud pour nous retracer l’itinéraire original d’Émile Masson, jeune Brestois engagé dans le mouvement des Universités populaires né au temps de l’Affaire Dreyfus, et de sa compagne Elsie Wright, originaire du pays de Galles.

Depuis Pontivy où ils s’installent en 1904, ils diffuseront un idéal d’éducation libertaire qui revendique la reconnaissance de la langue bretonne comme un facteur essentiel d’émancipation populaire. À l’issue de cette conférence, un débat avec le public sur la place des universités populaires dans notre société contemporaine fut organisé. Plusieurs intervenants étaient conviés à venir témoigner de leurs actions : Ivonig Le Merdy (présidente d’Emglev Bro an Oriant), Claude Le Gouill (président de Rhizomes), Jean Le Bohec (président de l’Université populaire coopérative « d’Ici et Là-bas ») accompagné de plusieurs représentants, et Claude Chrestien (président de l’Université du Temps Libre de Lorient).

L’enregistrement de la conférence est disponible dans la rubrique « Bécédia » de notre site : [écouter la conférence].

Le Cycle Bécédia se poursuit ! Rendez-vous dans l’agenda du site de BCD pour connaître l’ensemble des rendez-vous.

[pe2-gallery album=”http://picasaweb.google.com/data/feed/base/user/106986264932470884726/albumid/5932381384966767249?alt=rss&hl=en_US&kind=photo” pe2_gal_format=”phototile” pe2_phototile=”400″ pe2_img_align=”center” ]

Embann – Gwir ha glad sevenadurel dizanvez

Ce livre revient sur la genèse de la notion de patrimoine immatériel et son intégration au sein des politiques patrimoniales.

Plusieurs expériences étrangères sont évoquées, ainsi que la question de la propriété. Enfin, la consécration du patrimoine immatériel et la protection de certaines pratiques (tauromachie, pratiques culturelles religieuses, pratique médicinale…) suscitent des conflits de valeur et des questions éthiques appelant de délicats arbitrages.

Sous la direction de Marie Cornu, Jérôme Fromageau et Christian Hottin

Editions l’Harmattan • ISBN : 978-2-343-00762-5 • septembre 2013 • 220 pages

Droit et patrimoine culturel immatériel