“Komzoù brezhoneg”, ur chadenn klewelet nevez war Bécédia

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Tregont video a zo bet produet gant Skol Vreizh ha 6 kenbroduet gant sikour Bretagne Culture Diversité. An destenn a zo bet skrivet evit pep pennad (ur stumm “komzet” hag ur stumm adskrivet hag adlennet gant Francis Favereau), evit sikour ar re a zo o teskiñ da gomprenn ar pezh vez lavaret en ur kaout pinvidigezh ar yezh komzet.

Da welet war lec’hienn Bécédia : http://www.bcd.bzh/becedia/br/komzou-brezhoneg.

Ur skouer, Armand Le Goff deus Karaez :

An Afghanistan dre daoulagad Guillaume Bordier war lec’hienn bed.bzh

Evit ar wech kentañ, estreget tammoù deus ar filmoù sevennet gant Christophe de Ponfilly war an Afghanistan, en o zouez Massoud l’afghan, kinniget e vez gant BED ur film war ar vuhez pemdez e  Hérat, e kornôg ar vro.

L’empreinte a zo ur film bet savet e 2008. Troet eo bet hep arc’hant met en ur zoujañ ar muiañ posubl ouzh ar vro. Guillaume Bordier, ar sevennour, en deus bevet er geriadenn vihan-mañ e pad un toullad bloavezhioù. Distroet eo en un ti-form gant ar c’hoant filmañ labour ar baraerien.
Kinniget e vez gantañ ur film leun a wirionnez hag a gizidigezh. Treuzkas a ra dre e skeudennoù diaesterioù labour ar baraerien en ur lakaat an den e-kreiz ar gaoz. Da sellet !

[Lec’hienn bed.bzh]

Occitanica.eu, mediaoueg okitania enlinenn

Aozet e oa bet un devezh studi evit lidañ kentañ deiz-ha-bloaz ar borched Bretania.bzh d’ar 25  a viz c’hwevrer e Palez ar c’hendalchioù en Oriant. Un abeg evit dizoloiñ petra vez kinniget er rannvroioù all, e Okitania da skouer : Occitanica.eu.

Dafar nevez war ar savenn kleweled www.bed.bzh

10 film nevez lakaet enlinenn !

Taolioù kalon embannet bep miz da lenn.

Ar c’hontadennoù e Breizh, talbenn an abadenn radio Sevenadurioù

Emañ an abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Talbenn ar miz-mañ : ar c’hontadennoù e Breizh. Un drugarez evit kaozeal deus “Il était une fois… en Bretagne, Contes, collectes & conteurs” un diskouezadeg niverel bet lakaet enlinenn gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo an abadenn-mañ da Albert Poulain, konter meur eus Piperia aet d’an aon d’ar 6 a viz Here.

[Mont war bajenn an abadennn]

“Les enfants d’après” deus Bato Čengić, taol kalon nevez war Bed

Kavout a reer ur film deus ar re gentañ e-touez reoù ar Balkanoù lakaet war BED : ur film faltazi sevennet gant Bato Čengić, ur sevener bosniat aet d’an anaon e 2007.

Les enfants d’après eo anv ar film. Pa lenner an titl e saouznege komprener gwelloc’h deus ar pezh a vez kontet ennañ : Playing soldiers. Kontañ a ra pegen don e vez merket ar vugale goude ur prantad brezel. Ar film-mañ a oa bet dalc’het e-touez ar re rakdibabet e Cannes e 1968, met nullet e oa bet ar gouel ar bloazh-mañ, siwazh evit Bato !

Ar film, gwenn ha du penn da benn, a zo brav kenañ da geñver e skeudenn. Ur meskaj etre François Truffautha Chris Marker war un dro…

Pedet e oa bet Bato Čengić e gouel sinema Douarnenez e 2006. Hervez lod, morse n’eo bet diskouezet ar film-mañ ken abaoe marv Bato Čengić.

Bed.bzh kinniget e gouel ar filmoù Douarnenez

Al lec’hienn Bed.bzh, a ginnig tro 500 teulfilm war ar minorelezhioù, a vo diskouezet e-kerzh 38vet gouel ar filmoù Douarnenez etre an 21 ha 29 a viz eost.
Gouestlet e vo ar gouel d’an Andez ar bloazh-mañ.

[Lec’hienn ar gouel]

Kendiviz Minorelezhioù ha bedeladur

Aozet eo bet gant BCD Sevenadurioù, gant skoazell  skipailh enklaskoù Ermine (CRBC-Roazhon 2), ur c’hendiviz etrevroadel diwar-benn «  Minorelezhioù ha bedeladur  » d’an 23 ha d’ar 24 a viz Here 2014 e Roazhon. Kudennoù an identelezhioù dibar en ur bed troet war-zu ar bedeladur, setu kalon an divizoù zo bet dalc’het.

«  Gwelet a reer an eskemmoù etrevroadel o vont war-raok asambles gant unvanadur an emzalc’hioù sevenadurel, ha dedennus eo menegiñ e ya war-gresk startijenn ar minorelezhioù di-stad», eme Ronan Ar C’hoadig;prezidant BCD/Sevenadurioù. Tro ‘n eus roet ar c’hendiviz-mañ da reiñ da berzhidi deuet eus Yakoutia, Katalonia, Kebek pe bro-Skos da eskemm diwar-benn stad an traoù en o bro, ha da verzout e kaver «an hevelep kudennoù yezh, an hevelep bec’h taolet warno, an hevelep diouer a anaoudegezh a zegas respontoù pe diskoulmoù disheñvel e pep bro. Penaos e c’heller falvezout bout Breizhad, Yakout pe Katalan e-skoaz ur vroad brasoc’h ha  mestr warnoc’h» aze e oa ar goulenn e kalon ar 24 a viz Here.

Kouviadez a-enor evit ar c’hendiviz kentañ, Yakoutia a oa e kalon nozvezh an 23 a viz Here e sal an Tambour, lec’h ma oa aozet un abadenn sinema heuliet gant un diviz kaset en-dro gant Emilie Maj, etnologourez arbennigourez bro-Yakoutia, hag ur sonadeg da heul, sonioù yakoutek. An arzourien pedet o oa goulennet digant an arvesterien kemer perzh er c’han hag en dañs. Un eil nozvezh a zo bet kaset en-dro e-kerzh Gouel an Dolgenn Aour e Redon d’ar Sadorn 25 a viz Here.

Bodet e vo an holl pennadoù-kaoz, hag embannet e 2015.

Emgav zo roet deoc’h a-benn 4 bloaz evit an eil kendiviz.

[bloc-gris]

Un nebeut videoioù deus ar c’hendiviz :

Lid bennozh Yakout ar c’hendiviz “Minorelezhioù ha bedeladur” d’ar gwener 24 a viz Here 2014 :

Rite de bénédiction du colloque “Minorités et mondialisation” le vendredi 24 octobre 2014 from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

Prezegenn digeriñ ar c’hendiviz gant Jean-Michel Le Boulanger :

Un tamm deus kan a vro Yakoutia gant ar ganerez Saina o c’hoari gant ar publik :

Extrait de chant Yakoute par la chanteuse Saina avec la participation du public from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

Dañs hengounel a vro Yakoutia en Tambour :

Danse traditionnelle Yakoute au Tambour from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

Prezegenn klozañ :

[/bloc-gris]

Kendiviz etrebroadel : Minorelezhioù ha bedeladur – 23&24 a viz Here e Roazhon

Kenaozet e vez  gant BCD / Sevenadurioù ha strollad enklask war ar minorelezhioù broadel hag ar c’henelelezhioù ERMINE (CRBC Roazhon, ÉA 4451) un c’hendiviz etrebroadel d’an 23 ha 24 aviz Here 2014 e Roazhon war talbenn ar minorelezhioù hag an identelezhioù sevenadurel dirak ar bedeladur. An devezhioù-se a lakao war-wel Republik Sakha (e biz Siberia).

Daoust ma c’hell bout souezhus da lod, e kas bedeladur ar blanedenn gantañ d’e heul ur c’hresk e startijenn minorelezhioù a bep seurt. Ha ken souezhus-se, a gav deoc’h ? Ha ne vefe ket, er c’hontrol,  ul liamm poellek etre an daou c’hoarvoud ?

Dre ma ya ar bedeladur war-zu an unvaniñ, emañ o lakaat nec’het an arouezioù sevenadurel, ha doareoù bevañ ar minorelezhioù zoken. Ha koulskoude eo dre m’emañ o kompezañ an doareoù-se, emaint o klask sevel o fenn en-dro just a-walc’h, hag alese ar strivoù da saveteiñ ar sevenadurioù diouto o-unan, hag ar goulennoù war o emrenerezh.

Ouzhpenn da-se, dre m’emañ o tiskar ar pennadurezhioù hengounel – hag ar stadoù-broioù dreist-holl –  e c’hell ar bedeladur degas nerzh da  strolladoù a vez pe dindan pe a-us ar stadoù, hag alese reiñ un ton nevez d’ar pezh a reer «em-veli»dioutañ.

Erfin, dre ma kresk ar santimant emaomp holl o vevañ en hevelep «kêriadenn ar bed», dre ma tiorren ur goustiañs a-stroll eus an dañjerioù evit an denelezh, dre ma kresk niver ar pobladoù dilec’hiet a-dreuz ar bed, e teu war-wel doareoù nevez, en ur gevredigezh demokratel, da zegemer tud all, estrañjourien.

Evit afer-se emañ BCD / Sevenadurioù oc’h aozañ, gant skoazell ar skipailh enklask «Ermine», ar c’hendiviz «Minorelezhioù ha Bedeladur», a lakaio war-wel Republik Sakha (e biz Siberia).

Tri darvoud a-bouez a ya d’ober ar c’hentañ kendiviz-mañ :

Soñjal – Pevar fennad-kaoz diwar-benn ar minorelezhioù ha kudenn an identelezhioù en ur gevredigezh bedelaet ;

Ober anaoudegezh – Pevar fennad-kaoz gouestlet da Republik Sakha ha Yakoutia ;

Dirouestlañ – Pevar fennad-kaoz gouestlet da zarvoudoù a-vremañ, gant ur sell aketus-tre a vo taolet ar bloaz-mañ war bro-Gatalonia ha bro-Skos, e-kreiz ar c’heleier er mareoù-mañ.

[Pellkargañ roll ar c’hendiviz]

En em enskrivañ

[contact-form-7 id=”2224″ title=”Colloque minorités v2″]