Mare Troskol : Lakait breizh en ho obererezhioù

Setu boulc’het gant ar gouarnamant koulz adaozañ an implij-amzer skol.

D’ar strollegezhioù lec’hel eo bremañ da renkañ, hervez o c’hoantoù, an doare da zegemer ar vugale a vez dindan o c’hiriegezh, goude ar prantadoù-skol.

Diwar intrudu Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù eo bodet darn vrasañ an hentadoù-studi divyezhek, kevredadoù an dañs hag ar sonerezh e Breizh, an Tiez-bro, dilennidi ha tud e karg eus kevredigezhioù, ha ganto holl  eo bet soñjet e vefe ar prantadoù-se un digarez a-zoare da gas danvez Breizh d’ar skolidi.

Rak e-mesk aozadur nevez an amzer-skol, e vo posupl e gwirionez kinnig stalioù-labour liammet gant sevenadur Breizh : c’hoarioù Breizh, istor, sevenadur, kontadennoù, dañsoù, sonerezh, gouren, broderezh, kan, arzoù plastek…

O labourat emañ neuze ar strollad TAP Breizh evit kas war-raok sevenadur Breizh e-mesk ar strollegezhioù. Kinnig a ra neuze BCD Sevenadurioù renabliñ an holl ezhommoù, da c’houzout pezh emaint o c’hortoz kaout a-fed sevenadur Breizh, hag ivez renabliñ an oberiantizoù kinniget, evit ma vefent aesoc’h da dizhout e pep korn ar vro.
[bloc-noir]

Dav eo deoc’h aozañ oberiantizoù war ar mareoù troskol en ho kumun pe ho kumuniezh kumunioù, da geñver adkempenn al luskoù-skol.

Emaoc’h o klask aozadurioù prest da ginnig deoc’h oberiantizoù ober anaoudegezh gant ar sevenadur ar vro, he yezhoù, he glad.

Kinnig a reomp deoc’h un daolenn e-lec’h ma vez renablet oberiantizoù kinniget e Breizh.

bouton_TAP-Klask

[/bloc-noir]

[bloc-gris]

Oberour sevenadurel oc’h, un den a dra, barregezhioù war dachenn ar sevenadur hag ar glad e Breizh zo ganeoc’h. Prest oc’h da ginnig oberiantizoù war ar mareoù troskol, ha c’hoant zo ganeoc’h e vefe gouezet.

Lakaat a reomp en ho kerzh un teul aes da leuniañ. Ha gant an titouroù bet dastumet e vo klokaet an daolenn war hol lec’hienn. bouton_TAP-Kinnig

[/bloc-gris]

Pennad 8 – Breizh-uhel ha Breizh-izel

Penaos diforc’hañ Breizh-uhel deus Breizh-izel ?

Resevet hon eus : kentañ pladenn Gipsy Burek Orkestar

http://vimeo.com/25184036

Bécédia – Ur bed meurlarjez an 18 a viz ebrel trement e Naoned

Festival Etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar bed”

Pesketaerien ar bed a bezh a vo war well en Oriant d’ar 25 betek an 30 a viz meurzh 2014 e-pad 6vet emgav gouel etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar Bed”.

Titouroù : http//www.pecheursdumonde.org.

Yaouankiz Breizh : poltriji afrikarmorikaned

Kinnig a ra Vincent Paulic deomp ur sell all war idantelezh Breizh, dre santimantoù ar re e ra-eñ an Afrikarmorikaned dioute. Afrikan eo unan deus o zud, ha ne vez gwelet enne, alies-mat, gant an dud tro-dro dezhe, nemet o zu afrikan, kentoc’h evit o idantelezh a Vreizhiz, ha pa vefent ganet er vro, desket er sevenadur gall, a-wechoù memes e sevenadur Breizh penn-da-benn. E gwenn ha du int bet filmet gant Vincent Paulic, « livioù banniel Breizh », evit diskouez pezh a gompren-eñ deus ar gaou-gwir-se, deus temoù an idantelezh, ar vroadelezh, ha sell ar re all.

Kant bro, kant kliched

Da geñver meur a raktres en deus bet tro Vincent Paulic da labourat gant kalzig a dud. Un deiz bennak e oa bet unan bennak o c’houll gantañ abalamour da betra ne laboure gwech ebet gant Bretonezed, en ur ziskouez dezhañ, gant unan deus ar jestroù soutil-se, e oa an dalc’h gant liv o c’hroc’hen. Souezhet-bras e oa bet ar poltrejer, abalamour ma oa Nolwenn, ar plac’h e oa o labourat ganti, a orin deus Sant-Brieg. Ma ne oa ket Bretonez, petra ’oa-hi neuze ? Ha petra eo bezañ breton, a-benn ar fin ? Difluket e oa ennañ soñj kentañ ar raktres-mañ.

Evit mont pelloc’h ganti en deus bet goulennataet an holl hironed a oa tro-dro dezhañ, evit goût peseurt plas o doa, herveze, e kevredigezh Breizh, ha peseurt distok a oa etre pezh a soñjent-int deus o idantelezh ha sell ar re all.

E miz Gouere 2013 e oa krog gant e labour. Ha da veajiñ e pemp departamant Breizh, ur foñs gwenn, ur gambr poltriji hag ur sonenroller gantañ e-barzh e sac’h. Da heul ar c’homzoù bet dastumet gantañ en deus bet savet ur poltred deus ul lodenn deus yaouankiz Breizh, ha roiñ a ra deomp da rannañ e eñvorennoù hag e soñjoù war sevenadur Breizh ha selloù an dud.

Loreet eo bet a-unvouezh gant izili juri liseidi Ouest-France, asambles gant ar festival Photoreporter, ar raktres nevezer ha hardizh-se war yaouankizoù hag idantelezh Breizh.

Diframmañ ar c’hlichedoù a-rumm-da-rumm

Hirie e klask Vincent Paulic diskouez e labour e lec’hioù nevez, evit ma komzfe an dud deus idantelezh Breizh, diouzh un tu, met deus ar c’henstagañ ha deus sell ar re all ivez.

War ar memes tro e talc’h ar poltrejer gant e enklaskoù, ha n’eo ket gant ar re yaouank nemetken. Faotañ a ra dezhañ dastum testenioù tud ar rummadoù all ivez, evit klask kompren pezh en deus cheñchet en hanter-kant vloavezh tremenet pe pezh n’en deus ket cheñchet.

Sachet e vez an evezh da vat gant elevez ar poltrejer a zeu da lakaat stlabez er skeudennoù zo en hon fennoù, hep goût deomp, war ar Vretonezed hag ar Vretoned a-hirie.

Evit gwelet skeudennoù deus ar raktres-se, emgav war lec’hienn Vincent Paulic, http://vincentpaulic.fr.

Bizitiñ an diskouezadeg a c’hallit ober ivez, e ti-kêr Porzhig (Aodoù-an-Arvor) betek ar 15 a viz Meurzh 2014.

Glav a ra dalc’mat e Breizh… Gwir pe gaou ?

Gant an amzer zo bet er bloaz-mañ diouzh ar goañv, ne vo ket aezet mont a-enep d’ar c’hliched dalc’hus-se… ha chom a ra stag evel ar goap ’ba Bro-Gerne !

Neuze ’ta, gwir pe gaou ? Muioc’h a c’hlav a ra e Brest evit e Biarritz pe get ? Ha mojenn ar seizh amzer e-korf un devezh, kliched pe get ?

Sell aze tem pennañ pemvet rann ar rummad web « Klichedoù Breizh » kenbroduet gant BCD, LB Krouiñ ha Chadennoù skinwel lec’hel Breizh.

Emgav neuze war chadenn web klichedoù breizh war lec’hienn BCD.

Un hent nemetken da vont betek un 350 000 diell bennak : www.bretania.fr

Roiñ da welet ha da gompren Breizh hag he istor liesseurt, sell aze pal uhel Bretania, Porched nevez-flamm sevenadurioù Breizh (www.bretania.fr). E penn ar raktres emañ Rannvro Breizh, ha buhezet eo gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ar 14 a viz C’hwevrer, en Oriant, eo bet lañset ez-ofisiel gant Ronan Koadig, prezidant BCD, asambles gant Jean-Michel Le Boulanger, eil-prezidant ar Rannvro war ar sevenadur.

Ur gwir zor digor war holl zanvez sevenadur ha glad ar vro eo Bretania, a zo harpet hirie war ur rouedad dek perzhiad bennak (Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, Cartolis, Gwarez Filmoù Breizh, Dastum, Dépêche de Brest, INA Atlantel, servij renabloù ar C’huzul Rannvro, levraoueg niverel Skol-Veur Roazhon 2, levraoueg Rennes Métropole, KSDK). Kenlabourerien ar Porched int, ha bodet eo bet gante o dafar dre glewed pe dre weled, bet dastumet gante pell zo ha niverelaet c’hoazh, evit lakaat un 350 000 diell niverelaet bennak, ha pennadoù-skrid da heul, e kerz an holl dud.

Petra zo da welet ?

Deus enlivadurioù ar Grenn Amzer da bennadoù kazetennoù a-raok ar brezel, en ur gontañ ar c’hartennoù-post kentañ bet embannet e penn-kentañ an xxvet kantved, e c’haller lâret eo divent danvez sevenadurel Breizh. Ur sell war an holl zielloù liesseurt ha niverus-se zo roet war Bretania, ha kinniget int e meur a stumm : soniadoù, videoioù, skeudennoù ha testennoù.

  • Danvez dre glewed ha dre weled dibar a gaver e dielloù ar glad dre gomz bet dastumet pell zo a-hed ar bloavezhioù, hag a zo kinniget gant ar gevredigezh Dastum : kanaouennoù, sonerezh, kontadennoù, mojennoù, resitoù ha testenioù ;
  • Ar renabloù glad ha tier : berrdielloù zo bet savet gant Servij renabloù ar C’huzul Rannvro war glad an tier hag an arrebeuri dibar zo e Breizh ;
  • Dielloù ar c’hazetennoù : an holl bennadoù-skrid bet embannet etre 1886 ha 1944 zo kinniget gant Dépêche de Brest, anv kentañ an Télégramme ;
  • Dielloù kleweled : tamm-ha-tamm e vez bodet skeudennoù deus buhez an dud er vro gant Gwarez filmoù Breizh hag an INA Atlantel ivez ;
  • Skeudennoù, kartennoù, dornskridoù ha levrioù ral : un 70 000 kartenn-bost deus gwechall er vro zo kinniget, da skouer, gant Cartolis, diaz roadoù Kreizenn kartennoù Baod ;
  • Hag ivez kannadigoù ar c’helc’hiadoù gouiziegien, levrioù a denn d’an enklaskoù er skolioù-meur (Roazhon 2), dastumadegoù ar mirdioù, « Tabletennoù Roazhon » levraoueg niverel Rennes Métropole, teuliadoù KDSK ha Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC).

Ul lusker enklaskoù efedus-bras war veur a ziaz titouroù

Roiñ tro d’an holl dud da gaout anaoudegezh war an tammoù-se deus hêrezh Breizh, evit kompren anezhi gwelloc’h, evit roiñ da c’hoût da dud all, evit krouiñ diwarni, sell aze pal pennañ mediaoueg an xxivet kantved-se.

Trawalc’h e vo d’an implijerien klikañ amañ hag ahont, kinnig un nebeud gerioù alc’hwez d’al lusker enklaskoù, ha kaset e vint war-eeun d’an danvez a zo strewet war ar web, hirie c’hoazh, e-barzh diazoù roadoù ar berzhidi.

Emsavoc’h e vo ar genlabourerien, o deus bet miret bev hêrezh Breizh a-hed o bloavezhioù dastum ha niverelaat, pa vo lakaet war-wel da vat o dielloù war ar Porched ha kaset ar wiaderien da furchal pelloc’h o lec’hiennoù, a zalc’ho da vezañ meret gante.

A-bouez eo an danvez ouzhpenn a zo degaset gant Bretania (teuliadoù dre demoù, rizennoù, kartennoù, videoioù) d’an dielloù en o doare kentañ : aezetoc’h a se d’an dud kompren an dielloù-se. Ul lodenn vras deus labour BCD eo.

Ur vediaoueg vev ha cheñch-dicheñch, bouetaet ingal

Ne chomo ket an traoù a-sav e-giz m’emaint war Bretania en dazont : ur Porched bev eo da vat, ha bouetaet e vo ingal gant danvez nevez, kaset ivez gant perzhidi nevez, a grogo tamm-ha-tamm da labourat e-kreiz ur rouedad.

Mont da gaout perc’hennien war an diazoù roadoù, ha kinnig dezhe kenlabourat a-benn talvoudekaat o dielloù war ar Porched, sell aze unan deus kefridioù all skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

War ar memes tro e vez ar skipailh o labourat evit ma vefe diskouezet danvez ar Porched war lec’hiennoù all, gall (Gallica) pe deus broioù all (Europeana) hag evit ma c’hallfe danvez Breizh mont ha dont digabestr war ar web hag er bed.

 

Mont da genoberour

Labourat a rit evit ur gevredigezh, pe evit un aozadur publik pe prevez, dielloù a denn da zanvez sevenadurel Breizh en o ser ?

Ha pa ne vefe ket bet niverelaet an dielloù-se, na lakaet anezhe enlinenn, e vo studiet kement doare zo da dalvoudekaat o labour gant skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

Keloù zo bet roet dija, gant renerien ur bern aozadurioù, e faote dezhe kemer perzh er raktres meur-mañ.

Deuit hardizh e darempred ganeomp, evit mont da genoberour ivez !