Ar 46vet Tavarn Istor a vo dalc’het d’an 23 a viz here o tont adalek 6e30 noz e sal ar gouelioù Pleyber-Christ (29).
Aozet e vo gant kevredigezh “Tavarnioù Istor e Breizh” gant sikour Ti-kêr Pleyber-Christ, Pleyber-Patrimoine, ha mediaoueg Pleyber-Christ.
Fellout a rae da T/di-kêr Pleyber-Christ aozañ an nozvez-se evit kontañ ha dec’hel ur roud deus istor ar stalioù Guevel-Rio a-raok ma vefe distrujet ar savadurioù.
Kaset e vo an abadenn gant Gérard Alle, skrivanger.