
Keleier


“Klichedoù war Breizh” sellet ouzhpenn 30 000 gwech !
5 pennad kentañ ar web-rummad “Klichedoù war Breizh” a zo bet sellet ouzhpenn 30 000 gwech (strollet). Trugarez ! Enlinenn e vo ar pennad o tont d’ar 1añ a viz ebrel (ha n’eo ket ur peskig ebrel…) Evit a re na anavezont ket ar web-rummad “Klichedouù war Breizh” c’hoazh, kit d’ober un tamm tro amañ […]
Lire l'article
Emgavioù daouvloaziek Pondi
Kemer a ray perzh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e Emgavioù daouvloaziek al levrioù istor e Pondi, etre an 11 hag an 13 a viz Ebrel, war dem « Istor ar festoù », e-liamm gant tem kreiz Becedia, skol-veur war vale BCD/S. Ar blijadur en do Charles Quimbert, rener BCD/S, da gemer perzh en daol-grenn (e brezhoneg !) a vo […]
Lire l'article
Teuliad dre dem : an distagañ e Brezhoneg
Bep miz e vo embannet daou deuliad dre dem war bretania.fr gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ober anaoudegezh gant Breizh, pe da gompren anezhi gwelloc’h e talvezint deoc’h. Savet e vo an teuliadoù-se, kaset da benn vat ha skeudennaouet a-drugarez kenoberourien ar Porched, gant tud a-vicher anavezet. Liesseurt e vo an temoù : istor, douaroniezh, yezhoù Breizh, […]
Lire l'article
Festival Etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar bed”
Pesketaerien ar bed a bezh a vo war well en Oriant d’ar 25 betek an 30 a viz meurzh 2014 e-pad 6vet emgav gouel etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar Bed”. Titouroù : http//www.pecheursdumonde.org.
Lire l'article
Bretania war ar rouedadoù sokial
Kavet e vez Bretania war ar rouedadoù Facebook ha Twitter ! Ingal e vo embannet keleier warne : Da Lun : titl-pennañ ar c’hazetennoù ; lennit titloù-pennañ ar c’hazetennoù meur a zegadoù bloavezhioù zo ! Da Veurzh : divinatez ar sizhun ; deoc’h da glask dirouestlañ anezhi a-drugarez Bretania. Da Verc’her : kaset e vo deoc’h ar c’heleier bet embannet gant ur c’henoberour. […]
Lire l'article
Ar gouel war evezh
Pempvet abadenn Becedia, skol-veur war vale savet gant BCD/S, zo bet dalc’het e Ti ar Vro Treger Goueloù d’ar Sadorn 1añ a viz Meurzh e Kawan. Displegañ penaos eo bet mestroniet ar festoù gant ar pennoù-bras (politikel ha relijius) a-hed an amzer a oa pal an abadenn. Gant Marc Clérivet, kelenner titlet war ar sonerezh […]
Lire l'article
kelaouenn Musées et collections publiques de France : embannet eo un niverenn ispisial, « Oralité et musées, valoriser la mémoire orale collective »
E miz Meurzh 2013 e oa bet aozet, gant Penngevredigezh mirourien dastumadegoù publik ar Frañs (AGCCPF) asambles gant Ofis ar glad sevenadurel dizanvez (OPCI), un emgav e Trelaze (49), evit ma c’hallfe ar berzhidi rannañ o skiant-prenet war plas an hengoun dre gomz er mirdioù, en ekomirdioù hag e kement aozadur publik a seurt-se zo. […]
Lire l'article
[Galv da raktresoù] Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh
Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh. Titouroù war lec’hienn ar rannvro.
Lire l'article
[Galv da raktresoù] Savit raktresoù sevenadurel nevez evit ar re 15-29 bloaz !
Un 3e galv da raktresoù zo embannet gant Rannvro Breizh evit kas war-raok raktresoù sevenadurel hag arzel hag a lakay tud etre 15 ha 29 bloaz e-kreiz ar jeu. Pal an 3e galv-se, embannet gant Rannvro Breizh e-barzh he folitikerezh evit ar sevenadur, eo sikour ar raktresoù sevenadurel hag arzel evit re yaouank etre 15 ha […]
Lire l'article