Abaoe 2015 emañ ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité o renabliñ glad sevenadurel dizañvezel bro kornôg kreiz Breizh. Rannet eo bet al labour e tri frantad. Gouestlet eo bet ar prantad kentañ da zastum an elfennoù sevenadurel o lakaat tud deus ar vro e kreiz ar jeu. Evit-se eo bet aozet emvodoù ha goulenataet tud ar vro war o c’hlad. Meur a elfenn a zo bet menneget : sonerezh, dañs, boued, pardonioù, sportoù ha c’hoarioù…
Ur wech anavezet an elfennoù pennañ eo deuet mare ar studi, setu labour an eil prantad (bremañ). An trede hini a vo mare an erbediñ : roet e vo mennozhioù evit gwareziñ ha skignañ elfennoù ar glad dizañvezel bro kornôg kreiz Breizh. Abaoe ur bloaz bremañ eo lañset an eil prantad, hini ar studi. Dibabet ez eus bet teir deus ar re bouezhusañ evit tud ar vro evit kregiñ ganti : ar pardonioù, ar c’han hag ivez ar sportoù ha c’hoarioù hengounel.
An enklask war ar c’han gant Héléna
Krogomp gant studiadenn Héléna Tataruch, implijiadez Bretagne Culture Diversité. Labouret he deus war ar c’han. Héléna a zo aet da studiañ an elfenn-mañ war an dachenn e-pad 10 miz.
Héléna, penaos ho poa aozet ho labour ?
Da gentañ oa bet ret din klask anvioù ha darempredoù kanerien deus ar vro. Met bez ‘zo ivez kanerien hag a gan kanaouennoù deus kornôg kreiz Breizh met o vevañ e diavaez ar vro ! Evit-se notennet am boa an anvioù e welen war skritelloù ar festoù-noz da skouer. Sikouret e vezen gant ar ganerien aterset ganin ivez.
Aterset em eus 20 kaner.ez, deus 16 betek 77 bloazh. Ar pal a oa kaout ur sell hollek war piv a gan, penaos ha perak o deus kroget da ganañ, petra ‘vez kanet ganto ha peseurt sell o deus war ar c’han. Met n’eo ket tout ! Kemeret am boa perzh ivez e stajoù kan evit gwelet piv a teue d’en em stummañ.
Ur wech echu al labour emwellañ em boa pedet an holl re a zo bet aterset ganin ‘vit kinnig dezho disoc’hoù va enklask e Motrev d’ar 14 a viz mezheven 2018.
Gant peseurt disoc’hoù ?
Kudennoù liammet gant ar brezhoneg implijet a zo deuet war well an aliesañ. Ar yezh komzet en deiz a-vremañ n’eo ket memes hini hag hini komzet b’ar vro gwechall. Dre ma ne vez ket ar memes pouezh mouez gant ar brezhonegerien “nevez”, eo diaes dezho kavout al lusk dereat evit an dañs da skouer. A-wechoù ne vezont ket komprenet zoken. Diaes eo neuze sevel tonioù ha kanaouennoù nevez …
Petra ‘zo kaoz eo cheñchet an traoù ?
Displeget e vez an dra-mañ dre ar cheñchamantoù kevredigezhel. N’hon eus ket ar memes boazioù buhez bremañ eget gwechall. Nebeutoc’h a zreuzskas a zo er familhoù. Kanet e vez nebeutoc’h pe ne vez ket kanet tamm ebet ! Ouzhpenn-se gant an diouer a darvoudoù war prim e vez nebeutoc’h a degouezhioù “frank” evit klevout kanouennoù pe c’hoazh kanañ. Chom a ra darvoudoù evel ar festoù-noz, met n’eo ket trawalc’h. Alies e vez lakaet kanerien da ganañ un heuliad etre daou strollad sonerezh, “‘vel vit stankañ an toulloù” m’eus bet klevet ivez.
Penaos e vije tu gwelaat an traoù ?
Tabutet hon eus war un toullad mennozhioù e-pad emvod Motrev evit kavout diskoulmoù. Kinniget ez eus bet, da skouer, aozañ muioc’h a stalioù kan er skolioù ha lakaat anezho muioc’h war well. Stummañ stummerien war ar brezhoneg d’ar c’han ha diskan (da skouer) pe diorroiñ an eskemmoù etre ar ganerien hag ar skolioù pe stajoù kan… Bez ez eus mennozhioù b’ar vro.