Bevañ a reer ar glad e Breizh, war ar pemdez. Ar c’hoarioù, ar c’hontadennoù, ar festoù noz, glad ar mor, an troioù-micher ar pardonioù, ar c’hanaouennoù ha kement zo ac’h a d’ober ar vuhez sevenadurel ha kalz a dud a ro lañs dezhi.
Soñjet eo bet al lec’hienn GSD evit an holl dud kurius a faot dezhe (ad)ober anaoudegezh gant ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) e Breizh.
Enni e lakaer war-wel an oberourien bennañ a labour evit gwareziñ ha brudañ ar GSD e Breizh.
Ul lec’hienn eo ma c’hallit gouzout hiroc’h war al labourioù kaset betek penn gant Bretagne Culture Diversité war an dachenn-se (kalz labourioù renabliñ : ar pardonioù ha trovenioù ; troioù-micher ar broderezh hag an dantelezerezh e Breizh ; ar GSD e Kornôg Kreiz-Breizh…)