Pennadoù gant enklaskerien, poltredoù evit kinnig sevenerien, filmoù eus Breizh hag ar bed a-bezh, keleier eus bed an teulfilmoù…
Adnevezet eo bet BED, lakaet ez eus bet ul lusker enklask nevez hag un etrefas e brezhoneg, galleg ha saozneg. Deuit da welet !

BED zo produet gant Bretagne Culture Diversité asambles gant ar Festival Sinema e Douarnenez. Al lec’h gwellañ eo evit adsellet ouzh an teulfilmoù bet bannet e-pad ar Festival er bloavezhioù tremenet. Ne gavoc’h ket an teulfilmoù nevez-flamm abalamour ma ’z eo ul lec’h gouestlet d’ar memor. Deuit en-dro, a vloaz da vloaz.



- 850 film war al liested sevenadurel, digor d’an holl
- 550 film a-bezh da welet war-eeun e BED
- 70 a boltredoù sevenerien
- 16 teuliad war ar pobloù taolennet e BED
- Ar memor eus ar Festival sinema e Douarnenez, gant un diverradenn hag ur film arouezius eus bep bloaz.
