Kalz dielloù talvoudus war ar sevenadur hag ar glad e Breizh zo bet lakaet er stumm niverel. Ur gwir deñzor eo hag a vez miret ha skignet gant ur rouedad vras.
Perc’henned an teulioù-se en em gav holl asambles er porched Bretania, ha gant-se e c’haller furchal e-barzh an holl dastumadoù en un enklask hepken.
Bretania zo bet savet a-gevret gant an dud a labour war dachenn ar glad e Breizh, evel ur prenestr evit sellet ouzh an teulioù niverel a-vil-vern a gaver e-barzh ar fontoù gouestlet d’ar sevenadur ha d’ar glad.
- Tost 30 keveler a gemer perzh e Bretania evit pinvidikaat ar porched
- Kazi 550 000 skrid war ar glad e c’haller lenn en ur c’hlik
- Ur widjed da bersonelaat evit lakaat glad ho kumun war wel
Ar Blog :
Blog Bretania zo ul lec’h ma c’haller sellet en un doare all ouzh teulioù ar porched.
Ar Widjed :
Ar Widjed Bretania zo un ostilh evit ebarzhiñ ha lakaat teulioù war wel (e stumm ur glozenn) en ho lec’hienn. Dav eo dibab an teulioù, gant un tem, ul lec’h, un oberour, ur vro pe un danvez all bet klasket war Bretania, ha roet e vo lusk d’ar skeudennaoueg.
Skoazellañ a raimp ac’hanoc’h evit sevel an dibab teulioù hag ebarzhiñ ar glozenn en ho lec’hienn.