Ar servij

Evit treuzkas ur yezh hag ur sevenadur er bed a-vremañ e vez aozet kentelioù pe stajoù, ha gwir eo e ranker hen ober ; met gallout a reer ivez daremprediñ tud hag o deus desket o yezh hag o sevenadur a-vihanik. Lakaat an dud d’en em gavout gante eo ar pezh a glask BCD ober gant ar raktresoù Bazhvalan (e brezhoneg) ha Baçadou (e gallaoueg).

A-bouez bras eo evit unan bennak o teskiñ en em gavout gant un den hag en deus desket kaozeal, kanañ… war barlenn e vamm, alies-mat war ar maez. Ral a-walc’h eo deuet da vezañ, siwazh, rak nebeutoc’h a dud gouest da dreuzkas a zo, ha techet omp da zeskiñ muioc’h-mui dre stajoù ha kentelioù. N’eus ket kalz darempredoù etre an daou ved-se ken, hag a-wechoù e vez nec’het an dud da zaremprediñ an eil re gant ar re all.

Pa ’n em gaver gant brezhonegerien ar vro e tesker ur sevenadur hag un istor na vefe moaien da anavezout nemet o lenn levrioù. Perc’hennañ ur ouiziegezh, un doare da welet ar bed a vez graet, ha klevet e vez muzik ar yezh ha troiennoù ur vro pe un den er memes koulz.

Bet omp bet o c'houlenn kuzulioù digant Annie Ebrel, kanerez ha brezhonegerez a-vihanik, evit ar re a faot dezhe mont e darempred gant brezhonegerien ar vro.

Fermer