Nevezadur ar festoù-noz

Aozer : Fañch Postic / Du 2016
E 1954 e Poullaouen e voe aozet ar c’hentañ « konkour kan ha diskan » gant Loeiz Ropars evit lakaat daou-ha-daou kanerien e-tailh da gas an dañs war gan, da geñver ar festoù-noz e oa e soñj adlañsañ. Er bloazioù war-lerc’h e voe kaset ar c’honkourioù-se en-dro, anezho un diazez kent nevezadur ar festoù-noz, a vo boulc’het adalek 1955 ha kaset da bennvat e 1957. Kinnig a reas stumm ar « bal breton » da dud yaouank ar c’hêrioù e 1958, ur stumm a voe tapet evito o-unan gant Gouelioù Kernev e 1964. Hiziv ez eo penn da benn da Vreizh ha pelloc’h c’hoazh e vez aozet ar seurt emgavioù laouenek a reer festoù-noz anezho. Abaoe ar 5 a viz Kerzu 2012 emañ ar festoù-mañ war roll kenemglev an Unesco evit gwareziñ ar glad sevenadurel dizanvezel.

E deroù an xxvet kantved ne chome festoù-noz nemet en un dek kanton bennak eus Kreiz-Breizh, hag hañvaliñ a rae an dañsadegoù-mañ, a veze anezho war-lerc’h ar melloù devezhiadoù labour boutin, bezañ tonket da vont da get diremed, kemeret o lec’h gant balioù kaset en-dro e-barzh salioù gant sonerien akordeoñs pe strolladoù bihan, c’hoantaet ma oa o modernelezh gant an dud yaouank. E Poullaouen eo, e 1930, e oa bet fest-noz evit ar wezh ziwezhañ, hervez kont. Ha pa chomfe c’hoazh un tamm kan ’ba’n dañs amañ hag ahont gwezh ha gwezh all, e-giz da vare an eost, kazi dre guzh eo e vez graet a-wezhioù. E bro fisel, kostez Mael-Karaez ha Rostrenn, int chomet bev ar muiañ moarvat.

D’ar c’houlz-se dija e oa Loeiz Ropars e soñj saveteiñ ar mod da ganañ ha da ziskanañ. Bet e oa e-barzh ur strollad folklor a oa bet krouet e Poher gant Taldir Jaffrenoù, ha da c’houde, e miz Gouere 1939, e krouas unan all, Mesaerien Poullaouen.

E-skeud ma oa ar vro e dalc’h an Alamaned e oa distroet an dud diwar ar maez d’o gizioù kozh, setu ma voe tapet ul lañs nevez en-dro gant ar festoù-noz er bloazioù 1942-43, e-pad nepell amzer avat. Goude an Eil Brezel Bed, ral a gêr a roe bod da festoù-noz c’hoazh, ha ral a goublad kanerien  a oa gouest da gas an dañs.

Loeiz Ropars gant C. Guern (bet ganet e 1874) ar ganerez eus Plouie, deuet da vezañ « ur vojenn » eus ar c’han ha diskan.

Konkour kan ha diskan, adlañset ar festoù-noz

Anvet e voe Loeiz Ropars da gelenner e Kemper e miz Here 1946, hag eno e savas kerkent ha 1947 ur strollad a zeuas da vezañ kelc’h keltiek Kemper. E 1949, ent-ofisiel ar wezh-mañ, e krouas kelc’h Poullaouen hag a ginnige un tamm e pep lec’h e Breizh ha pelloc’h c’hoazh, ur program na oa ennañ nemet dañsoù war gan. Komz a rae er radio ivez, kelenn an dañs…  Ha soner e oa ouzhpenn-se.

E 1954 e Poullaouen e voe aozet ar c’hentañ « konkour kan ha diskan » gant Loeiz Ropars evit lakaat daou-ha-daou kanerien e-tailh da gas an dañs war gan, da geñver ar festoù-noz e oa e soñj adlañsañ.

Da heul ar pezh labour talvoudekaat an dañs war gan dre an abadennoù skingomz pe ar festoù hag ar gouelioù, e krog un toulladig tud da garout sonioù, tonioù ha dañsoù ar vro betek mont war gaout anezho pelloc’h, gant ma vint kinniget dezho en ur mod disheñvel ha dedennus… Setu penaos e oa deuet ar soñj da gas en-dro ur c’honkour kan ha diskan, ha prizioù da c’hounit da heul. D’ar 26 a viz Kerzu 1954, er sal Vitré e Poullaouen, e voe aozet ar c’hentañ « konkour kan ha diskan ». Ha berzh ken-ha-ken. Konkourioù all a voe aozet en-dro e Poullaouen e 1955 hag e 1956 ; e Spezed e 1957 (ma oa bet un « devezh kan ha diskan » e 1955 dija, war intrudu If ar C’homm), er C’hastell-Nevez e 1958 hag e Gourin e 1959.

Evit Loeiz Ropars neuze ez eo tizhet gantañ ar pal kentañ : kanerien a gan daou-ha-daou en-dro, padal e Poullaouen e 1954 ne chome ken met ur c’houblad : Fañch-Loeiz Gall ha Fañch Jaffre a gase an dañs evit kelc’h Poullaouen abaoe 1950.

E miz Gwengolo 1955, broudet gant e c’hoar Eugénie, e reas Loeiz Ropars e vad eus ur staj kaset en-dro gant Ar Falz  e Brec’heg e Bro-Oueloù evit pediñ ar stajidi da zont da Boullaouen ha lakaat anezho da zeskiñ dañsal ha kanañ. E-giz-se e voe tro da gaout un nozvezh a oa hanter abadenn da selaou, hanter fest-noz. Ha berzh en-dro, muioc’h eget ar pezh a oa en gortoz, rak ouzhpenn ar stajidi a zo deuet pa oant bet galvet, Poullaoueniz zo ivez forzh pegement, un eston. An nozvezh-hont a c’heller ober anezhi ar c’hentañ fest-noz mod nevez : en ur sal eus ar vourc’h e oa, neket en un tiegezh war ar maez, ha ne oa ket ar ganerien e-barzh an dañs met war ul leurenn, ouzh ar mikro.

Graet e voe heñvel c’hoazh meur a drovezh all, evel e Plonevez-ar-Faou e 1956, ha c’hwec’h fest-noz a voe e  Groñwel ha tro-war-dro da geñver staj Ar Falz e 1957. Gant tud ar c’hengevred Kendalc’h e vez kaset en-dro festoù-noz ivez diouzh o zu, e Kleden-Poher… hag e Pariz zoken.

Fest-noz ha « bal breton »

Goude ar bloavezhioù prientiñ e seblant darev an traou evit reiñ lañs en-dro d’ar festoù-noz « mod nevez » da vat, e-barzh ur sal da zañzal, enni un « hoper-leur », gant dihanoù alies evit da hini pe hini kanañ en e-unan, pe evit c’hoari pezhig e brezhoneg… Un embanner zo ivez war al leurenn, rak Loeiz Ropars en deus komprenet re vat ne zistrofe ket ken ar festoù-noz raktal e-giz a-raok : unan bennak zo ezhomm evit o c’has en-dro.

Gwir adlañs ar festoù-noz eo e Poullaouen hag e Sant-Herbot e oa degouezhet, e miz Gwengolo ha miz Kerzu 1957. Ouzhpenn tud ar vro e oa deuet tud all, eus pellik a-walc’h a-wezhioù, a gare ar sonerezh, ar c’han, an dañs. N’eo ket mui kanerien hepken a gase an dañs, sonerien a oa ivez : ar c’houblad Etienne Rivoallan-Jorj Kadoudal. Plijet e oa bet ar mod-se d’an holl ken-ha-ken, setu ma voe graet en-dro e 1958, e Sant-Servez, pa voe kaset o fest-noz kentañ gant ar baotred Morvan. E miz Du, da geñver ur fest-noz e Trefrin lusket gant ar sekretour ti-kêr Tressard ha kinniget gant Albert Trevidig, e voe gwelet ha klevet evit ar wezh kentañ Tanon ha Tazi Goadeg, a zeuas o zeir c’hoar all ganto war al leurenn diwezhatoc’h. Diwar neuze e voe festoù-noz ingal e Kreiz-Breizh, kement ma voe krouet e deroù ar bloazioù 1960 ur genseurtiezh festoù-noz.

Ar pezh en deus komprenet Loeiz Ropars ivez eo e ranker kaout festoù-noz e kêr evit kas anezho da bennvat e-touez ar re yaouank. Ar re-mañ ne oa ket kustum o divskouarn ken da selaou nouspet koublennad kan brezhonek, na tonioù memes, setu e ijinas Loeiz Ropars ur mod ispisial, ar « bal breton »,  a voe aozet an hini kentañ anezho e lise Kemper e miz Ebrel 1958  evit e skolidi brezhonek : « Ur mod a oa da gavout, emezañ, hag a c’hallje klotañ gant ar muiañ niver a dud, ar re ne oant ket e-barzh kelc’hioù keltiek, setu e oa dav lezel a-gostez an dañsoù a vije bet re ziaes evit tud nevez deuet. En em glevet e oamp neuze, gant Yvon Palamour ha Jud ar Paboul, evit ma vije kelennet un adstumm nemetken eus an dro hag an hanter dro, memes hini e pep lec’h. Dibabet ganeomp pazennoù dañs eus an aesañ d’an diaesañ : dañset an eeunañ da gomañs, ar pach pi, ha neuze an dro, an hanter dro hag ar gavotenn. Ur wezh desket un tammig bihan e c’helle pep hini en em lakaat prestik a-walc’h e-barzh ar chadennad dañserien, seul vuioc’h ma teue en-dro an heuliad dañsoù meur a wezh e-kerzh an nozvezh. » Bep bloaz e veze « bal breton » e lise Kemper, ken ma teuas da vezañ mil vrudet, ha kerkent ha 1964 e voe lakaet e-barzh programm Gouelioù Kernev un nozvezh « bal breton, fest-noz ».

E-pad ar bloazioù 1960 e veze festoù-noz forzh pegement e Kreiz-Breizh, ken ma oant krog da vezañ aozet dre Vreizh a-bezh ivez, e lec’hioù ma oa bet dianavez-krenn betek an anv anezho un nebeud bloazioù a-raok. Loeiz Ropars, evel na pet all bet oc’h adlañsañ ar festoù-noz er bloazioù 1950, ne oa ket evit meiziñ da neuze pebezh berzh o dije graet, pegen bras e vije bet o brud betek kaout o anv er geriadurioù galleg, ha betek bezañ enskrivet zoken war roll kenemglev an Unesco evit gwareziñ ar glad sevenadurel dizanvezel.

D’ar 5 a viz Kerzu 2012 e voe lakaet ar festoù-noz war roll kenemglev an Unesco evit gwareziñ ar glad sevenadurel dizanvezel.

Troet gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Nevezadur ar festoù-noz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/nevezadur-ar-festou-noz

Videoioù

 

Levrlennadur

  • ROPARS Jefig (éd.), Loeiz Ropars : paotr ar festoù-noz - Le rénovateur du fest-noz, Emgleo-Breiz/Al Leur Nevez, 2011
  • POSTIC Fañch, « Le renouveau du fest-noz », revue ArMen n° 93, avril 1998, pp. 12-23.
  • GUILCHER Yves, « Le fest-noz », dans La danse traditionnelle en France, d’une ancienne civilisation paysanne à un loisir revivaliste, Parthenay, FAMDT/ADP, p. 249-253. Voir aussi « Kan ha diskan », pp. 254-259.
  • Pennadoù a bep seurt embannet e 2013 er gelaouenn Musique bretonne, hini Ifig Troadec en o zouez, « Aux origines du fest-noz moderne », nnn 236, pp. 40-46.