Ul lec’hienn enni danvezioù digent war Breizh hag he annezidi

Plediñ a ra Becedia gant danvezioù a bep seurt : istor, geografiezh, tudoniezh, sokiologiezh. Dedennus eo koulz evit ar re a fell dezho dizoloiñ hag ar re entanet, hag ivez evit ar gelennerien a fell dezho pinvidikaat o c'hentelioù. Pep grefen a zo studiet gant un arbennigour war an danvez ; e-giz-se e vez savet tamm-ha-tamm un hollouezhiadur dibar, lies e stumm ha nevesaet dibaouez.