Pennad-stern : Al lidoù

Aozer : Aurélie Épron / Du 2016

Meur a lid a verk identelezh ar c'hourenadegoù

Lid al le touet a zo unan eus ar skouerioù fetis eus arnevezadur ar gouren. E 1930 eo ez eo bet lakaet en e sav, ha pa zeue da heul ar pozioù a veze distaget en ur mod pe un all, daeoù, taolioù-penn pe briata a veze hervez giz pep korn-bro, ur mod da siellañ gourenadegoù an hendadoù. Met leun a gredennoù ha brizhkredennoù a gaved el lidoù a veze a-raok an XXvet kantved «na rez ket ouzhin na gant kazel-ge na gant strobinellerezh... »).

Touet e brezhoneg da gentañ, e galleg goude-se, e penn-kentañ pep gourenadeg, un doare da embann sklaer ha splann reolennoù ha spered ar gouren : an doujañs (evit e geveler, an tredeog, ar re gozh) hag an uvelded ivez.

Le toueet gant ar c'hourenerien (savet gant Charlez Kotonneg e 1930)

M’hen tou da c’houren gant lealded
Hep trubarderez na taol fall ebet
Evit ma enor ha hini ma bro.
En testoni da ma gwiriegez
Hag evit heul kiz vad ma zud koz
Kinnig a ran da ma c’henvreur ma dorn ha ma jod.

An emglev a lealded, lakaet splann en ur vriata ha stardañ  dorn e geveler :

En em vriata a ra ar c'hourenerien dre deir gwech, jod-ouzh-jod gant o c'heveler, e penn-kentañ hag e dibenn ar c'hrogad.

Gant an dornad e loc'h ar c'hrogad. Ha stardañ a reont o daouarn koulz e penn-kentañ ar c'hrogad, goude ar briata, ha war-lerc'h pep lamm.

Gourenadeg mod kozh lec'h ma adkaver aozadur hengounel ar c'hustum a vez meneget betek an XIXvet kantved. Treiñ a ra ar gourener tro-dro d'ar pallenn, d'an dro enep an horolaj, tro-dro d'an dachenn bren-heskenn e stumm ur c'helc'h, betek ma teuio un eneber da dalañ ouzh an daeadenn en ur skeiñ ouzh e skoaz. Trec'h an hini a drec'ho e enebour dre deir gwech diouzh renk.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Aurélie Épron, « Pennad-stern : Al lidoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pennad-stern-al-lidou