Ganedigezh dugelezh Breizh

Aozer : Philippe Lanoë / Du 2016
Er bloaz 936, ez eo aloubet Breizh abaoe un 20 vloaz bennak gant Normaned staliet e genou ar stêr Liger. Ne vint ket pell o sevel an eil Normandi. Ne oant ket o c'hortoz Alan Varvek, mab-bihan Alan Veur roue diwezhañ Breizh, a vo gouest da adsevel ar galloud en e vro, gant skoazell ar briñsed frank, hag hini Æthelstan, roue Wessex. Goude-se e vo anvet dug Breizh.

Un haroz ?

E Kronikenn Naoned, e penn-kentañ an XIIIvet kantved, e roer ton da Alan Varvek, kement ha lakaat anezhañ da haroz dieuber e vro : « Eno e vodas en bro ar Saozon un niver bihan a listri, ha goude bezañ kimiadet diouzh ar roue Aethelstan, e reas hent war-zu Breizh gant ar Vretoned bet chomet gantañ ». Hervez ar gronikenn en defe bet dilestret e Dol, digabestret Breizh diouzh yev an Normaned en ur dremen dre Sant Brieg evit dont d'en em staliañ en Naoned a zeuas da vout e gêrbenn. Met pelec'h emañ ar wirionez er skrid-mañ ?

Tro-dro da Vreizh

Da heul ar gaouad reuz a oa bet en impalaerez karolingian e penn-kentañ an dekvet kantved, e oa bet savet meur a briñselezh emren, etre daouarn brientinien veur. Huon Veur, tad Huon Kapet, a gemer e greñv war Neustria (etre ar stêrioù Sena ha Liger). Derc'hel penn ouzh an aloubadegoù norman a roas d'ar priñselezhioù abeg da greñvaat o gwirioù.

E bro-Saoz, e oa rouantelezh Wessex a stourme ouzh an Normaned abaoe an IXvet kantved, ha tamm-ha-tamm e krogas da aloubiñ hag unvaniñ an enez, da vare ren Edouarzh ar C'hozh (899-924) hag hini Æthelstan (924-939).

An Tour Solidor e St Maloù, ha tro-kein an tour, mogerioù ar c'hreñv-lec'h bet savet da vare ar c'hallo-romaned, an hini a oa bet annezet gant an Normaned – Ti-kêr Sant-Malo - Manuel Clauzier

 

E Breizh

Diouzh he zu, abalamour d'he ardremez, e plege priñselezh Breizh dindan taolioù an Normaned. « Breizh a-bezh, war vord ar mor, e penn bro-C'hall, a voe gwastet gant an Normaned. Drastet ha distrujet e voe pep tra ganto, goude bezañ kaset ganto, gwerzhet pe argaset an holl Vretoned» eme Flodoard en Xvet kantved.

Spontet e tec'has kuit noblañsoù ha kloer ar vro. Kont Poc'her, Matuedoi, a dec'has gant e vab Alan da gaout roue Wessex. Ne chom nemet kont Berengar e Roazhon. Ha gant asant ar roue Raoul, n'eo ket evit kas anezho kuit eus aber al Liger, a sav an Normaned ur priñselezh e bro-Naoned, alese e loc'ho argadennoù war ar rouantelezh a-bezh hag e vrasaont o c'hrog war Vreizh.

Un taol-esa kentañ c'hwitet

E 930, e tiskar ar roue Raoul arme Normaned al Liger, aet da glask fret e bro-Lemojez. War a seblant e tro an avelioù a-du, evitañ da zistreiñ da Vreizh. Ar bloaz war-lerc'h eo Alan ha Yuzhael Berengar a gas en-dro un dispac'h, met gwasket e vint etre Normaned an Sena ha reoù al Liger, ha mont a raio o zenn d'ar c'hleuz. Ret da Alan distreiñ da vro-Saoz, e lez Æthelstan, e-keit ma c'hell Yuzhael Berengar chom en e blas, a-drugarez d'e liammoù familh, gant e genderv Gwilherm Hir-e-Gleze paneveken.

Ha mont a raio Breizh da get ?

Yarl (Kont) e penn Normaned ar Sena e oa Gwilherm Hir-e-Gleze. En eskemm d'ul le a fealded ouzh ar roue Raoul, e voe roet dezhañ e 933 douaroù Avranchin ha Cotentin, douaroù ar Vretoned abaoe 867. N'emañ ket pell neuze Breizh dont da vezañ diframmet, pe dont da vezañ ur Stad Breizhad-Norman. Rak tost eo an Normaned da staliañ ur galloud stabil, da dreiñ war-zu ar relijion kristen ha da skoulmañ euredoù gant ar Vretoned.

Hir an hent war-zu un emglev

E 935, n'eus hini ebet eus pennoù-bras ar rouantelezh a vefe gouest da dapout an tu kreñv da heul ar roue Raoul war e dalaroù. Bresk e vefe ar c'hempouez a oa bet tizhet kaout gant emglevioù dre euredoù, ma teufe Breizh da gouezhañ etre daouarn tierned pe yarled an Normaned.

Aze e krogas neuze evit uhelidi ar rouantelezh ul labour diplomatek stank evit diskoulmañ kudenn an Normaned hag hini hêrezh ar roue Raoul. Hag er steuñv-se emañ distro Alan, prientet start gant an abad Yann a Landevenneg.

Dre e eured e 935 gant merc'h Herbert Vermandois, hag hini e c'hoar gant Gwilherm Penn Stoub, kont Poatev, emañ Gwilherm Hir-e-Gleze oc'h en em lakaat e -mesk brientinien ar Franked, ha paouez a ra da harpañ Normaned al Liger. Ouzhpenn da-se ez eo disteraet ar re-mañ, tapet ganto meur a zrouklamm ar bloavezh-se er Berry, ha n'int ket gouest ken da zerc'hel penn.

Diouzh e du emañ ar roue Æthelstan o kas en-dro taolioù-brezel ouzh ur c'hengevredad Normaned eus Iwerzhon, Kembre, iz-Skos ha iz-Daniz, pezh a viro outo mont da skoazellañ Normaned bro-C'hall.

An distro da Vreizh

Gant marv ar roue Raoul d'ar 15 a viz Genver 936 e son ar galv : posupl eo da Alan dont en-dro d'ar vro en nevez-amzer. Ret eo dezhañ koulskoude ren taolioù-brezel evit kas da get ar strolladoù stourmerien norman a chome c'hoazh. Mont a ra neuze war-zu Dol, Pledran (kamp Peran), hag an Naoned. N'eo emgann Plourivoù nemet un istor ijinet gant marc'heg Freminville en XIXvet kantved.

Huon Vras, markiz Neustria, a ginnig neuze da Loeiz Tramor dont en-dro war dron ar Franked. Lidet e vez d'an 19 a viz Even, hag evit trugarekaat anezhañ e ro dezhañ an titl a zug ar Franked, un enor ne veze ket deus outañ abaoe fin ar Merovingiz. Eil den galloudus ar rouantelezh Frank eo neuze.

Poan en deus Yuzhael Berengar dont a-benn eus kreñvlec'hioù diwezhañ an Normaned e bro-Zol, gervel a ra neuze Alan hag Huon Maine d'e sikour. Hervez Per Baud e vefe bet tremenet an emgann-se e Trans d'ar 1añ a viz Eost 939, ha lidet goude-se gant ar Vretoned "pezeogwir alese hag hiviziken e krogas arre Breizh bout annezet gant e vroidi ha Bretoned da ober gant lezennoù o hendadoù."

Alan Varvek dug ha n'eo ket roue

Galloud Alan war Breizh a-bezh, anzavet gant Yuzhael Berengar, na dalvez ket e teuio en-dro ar rouantelezh kozh. Ren a ra war Vreizh lammet diganti an aloubadegoù a oa bet bet goude 851. Dre ma ne falveze da Huon Vras tapout ar renk a zug, ne c'helle ket asantiñ e vefe bet e zleour a-us dezhañ. Lakaet eo neuze Alan da gentañ dug Breizh.

Plakenn en Naoned

Plakenn en Naoned

Plakenn bet savet e doare ar Seiz Breur, evit lidañ e 1937 mil bloaz trec'h Alan Varvek war an Normaned. E Brezhoneg eo skrivet : « Alan Barvek - da dad ar vro - breiz ha naoned adsavet »
Gwelet e vez e korn straed Prad Nian en Naoned
Luc'hskeudenn gant : Maryvonne Cadiou

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « Ganedigezh dugelezh Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ganedigezh-dugelezh-breizh

Mammennoù

  • Pierre Le Baud, Cronicques & Ystoires des Bretons, publiées d'après la première rédaction inédite, par le Vte Charles de La Lande de Calan, Société des bibliophiles bretons et de l'histoire de Bretagne (Rennes), 1907-1922.
  • Chronique de Nantes, édition par René Merlet, Collection de textes pour servir à l’étude et à l’enseignement de l’histoire, Paris, Picard, 1896, 148 p.

levrlennadur

Dielloù :

Kamp Peran (Pledran) :

Hollek :

  • Mazel Florian, 888-1180 Féodalités, Coll. Histoire de France sous la direction de Joël Cornette, Paris, Belin, 2010, 783 p.

Breizh :

  • Chedeville André et Guillotel Hubert, La Bretagne des saints et des rois, Collection Université, Rennes, Ouest-France, 1984, 423 p.
  • Cassard Jean-Christophe, Vikings en Bretagne, Skol Vreizh, n° 5, 1986, 82 p.
  • PriceNeil S., The Vikings in Brittany, Viking Society for Northern Research, University College London, 1989.
  • Cassard Jean-Christophe, Le siècle des Vikings en Bretagne, Les Universels, Paris, J.-P. Gisserot, 1996, 128 p.
  • Guillotel Hubert, « Le premier siècle du pouvoir ducal breton, 936-1040 », Actes du 103e Congrès national des Sociétés savantes, Nancy-Metz 1978, Paris, 1979, pp. 63-84.
  • Bruntec’h Jean-Pierre, « Puissance temporelle et pouvoir diocésain des évêques de Nantes entre 936 et 1049 », Mémoire de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, MSHAB, t. LXI, Rennes, 1984, p. 29-82.
  • Tonnerre Noël-Yves, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe siècle à la fin du XIIe siècle, Angers, Presses de l’Université d’Angers, 1994, 626 p.
  • Quaghebeur Joëlle, « Alain Barbe-Torte ou le retour improbable d’un prince en sa terre », Bulletin de l’Association bretonne, t. CXII, 2003, p. 143-168.
  • Quaghebeur Joëlle, « Les Vikings à l’assaut de l’Europe », Société Archéologique et Historique du Pays de Lorient.
  • Kernaleguen Tudi « Quand la Bretagne était viking », ArMen, n 196 septembre-octobre 2013.

Arkeologiezh :

  • Nicolardot Jean-Pierre, « De la bêche à l’épée au camp de Péran, forteresse carolingienne, Plédran (Côtes-d’Armor) », Bulletin de la Société d’Émulation des Côtes-d’Armor, tome CXIX, 1990, pp. 165-196.
  • Nicolardot Jean-Pierre et Guigon Philippe, « Une forteresse du Xe siècle : le Camp de Péran à Plédran (Côtes-d’Armor), Revue Archéologique de l’Ouest, 1991, n° 8, pp. 123-157.
  • Hamel Simon Jeanne-Yvonne, Langouët Loïc, Nourry-Denayer Françoise, Mouton Daniel, « Fouilles d’un retranchement d’Alain Barbetorte datable de 939, le camp des Haies à Trans (I. & V.) », Cahiers du CeRAA, n° 7, 1979, p. 47-70.
  • Langouët Loïc, « Le retranchement normand insulaire : Gardaine à Saint-Suliac », Bulletin de l'A.M.A.R.A.I. Université de Rennes I, Laboratoire d'Anthropologie, n° 4, pp. 55-63.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù