Diazezadur

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec / Du 2016

Buhez sant Gwenole bet skrivet gant Gurdisten eo an testeni koshañ diwar-benn orin ar manati. War enezennig Tibidi (Ti-pediñ),  e oa ar venec’h en em staliet da gentañ-penn. Dindan ar seizh avel o c’hwezhañ war gerreg an enezenn-se e oa savet c’hoant enne dilojañ war glann ar stêr Aon a welent a-fas dezhe. Eno e oa « gwisket an duchenn gant ur goadeg eus ar re vravañ, ur wantenn en he c’hreiz, troet war-zu ar Sav-heol ». Hag int treuziñ genou ar stêr Aon en he dazre neuze, war skouer Moizez.

Ur sell ouzh an abati nevez hag ouzh an hini kozh war-zu Biz. Ar wantenn ledan ma oa bet savet ar manati kozh er Reter anezhi [E-kreiz an duchenn emañ an abati nevez]

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec, « Diazezadur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/diazezadur