Miret kloz e oa an domani gant un dreilh uhel tro-dro dezhañ. Adkavet eo bet enni dor manati ar VIIvet hag an VIIIvet kantved a zigore war-zu ar mor, dres a-fas da leur an ti-pediñ. Gwarezet e oa an nor gant bez Gwenole, e sant diazezour, bet staliet e keur ar chapel-se. Miret e oa bet al lec’h evel ma oa goude-se, goude ma oa bet kaset relegoù ar sant e iliz an abati en IXvet kantved. Dres a-steud gant ar c’heur hag ar bez e oa an nor-greñv-se.
Troet gant Jean-Dominique Robin