Edit unaniezh Plessis-Macé

Aozer : Dominique Le Page / Du 2016
D’an 3 a viz Gwengolo 1532 ec’h embann Frañsez Iañ e kastell Plessis-Macé en Anjev edit peurechu unaniezh dugelezh Breizh gant rouantelezh Frañs. An dugelezh a zo ebarzhet er rouantelezh. Echu eo neuze gant an emglev ispisial a dalveze etre Breizh ha Frañs abaoe dimeziñ an dugez Anna gant Charlez VIII e 1491. Dont a ra Breizh neuze da vezañ ur proviñs er rouantelezh gant gwirioù dezhi hec’h-unan.

Kenarroud

Feur-emglev unaniezh 1532 a zo disoc’h un argerzh kroget e 1514 gant marv an dugez Anna. D’ar 25 a viz Du 1514 e ro Loeiz XII ar galloud da verañ Breizh da François d’Angoulême, a zeuio da vezañ Frañsez Iañ. Aet da roue ar bloavezh war-lerc’h, en deus Frañsez Iañ bet digant e wreg Claude de France, merc’h Loeiz XII hag Anna Vreizh, kerz an dugelezh (22 a viz Ebrel 1515) ha da c’houde ar perc’henniezh didermen e ken kaz ma varvfe hi araozañ ha divugel (28 a viz Even 1515). E gwirionez he deus bet Claude seizh a vugale, tri anezho paotred. Disklêriañ a ra en he zestamant e miz Gouere 1524 e ro an dugelezh d’he mab henañ, an daofin François. An diviz-mañ, reizh e-keñver ar gevrat savet da geñver dimeziñ Claude ha François d’Angoulême e 1506, a ya a-enep an emglev eured a oa bet skoulmet etre an dugez Anna ha Loeiz XII e 1499, a zisklêrie ez afe an dugelezh da eil mab ar c’houblad, pe d’o merc’h ma ne vefe paotr ebet. Klemm a ra Stadoù Breizh pa lavar ar roue e 1524 eo eñ « tad ha merer reizhwir an aotrou daofin » ha goulenn a reont ez afe Henri, an eil mab henañ, da zug.

Hep doujañ d’o goulenn e oar Frañsez  Iañ e vo ret dezhañ diskoulmañ an dislavar etre divizoù 1499 ha re 1524 diwar-benn treuzkas an dugelezh. Bet trec’het ha prizoniet en emgann Pavie e 1525, dalc’het ma’z eo oc’h enebiñ ouzh an impalaer Charles Quint, ne c’hell ober war-dro Breizh en-dro nemet e penn kentañ ar bloavezhioù 1530.

Disklêriadur edit an unaniezh

Poltred Frañsez Iañ, war-dro 1527 gant Jean Clouet, eoullivadur war lien, 96 x 74cm, Pariz, mirdi al Louvre.
Evit kas da benn unaniezh an dugelezh gant ar rouantelezh he deus bet c’hoant ar vonarkiezh da gaout asant Stadoù Breizh. E 1532 e teu ar roue da Vreizh gant an daofin el lec’h ma chomont adalek miz Mae. Galvet eo ar Stadoù e Gwened e penn kentañ miz Eost. N’eo ket bet miret dielloù an emvodoù-se. Hervez ar pezh a vez disklêriet en Histoire de Bretagne (1582) gant Bertrand d’Argentré – e dad Pierre a oa senesal Roazhon hag a gemeras perzh en emvodoù a oa bet gant ar roue e Kastell-Briant hag e Gwened – met ivez hervez « le Bourgeois de Paris », e savas tabut etre « ar pennoù kalet » na felle ket dezho asantiñ kaout an daofin da zug hag ar re a-du gant an unaniezh.

Ar gudenn bennañ a vefe bet gouzout hag-eñ e ranke ar Stadoù goulenn ma vefe staget an dugelezh d’ar rouantelezh (evel m’en doa kinniget prezidant Breujoù Breizh, Louis des Déserts, da gañseller Frañs, Antoine du Prat), pe ma rankent  asantiñ da c’houlenn ar roue hepken.

Daoust da zisfiz prokulor an Naoned, Julien le Bosec, en defe klemmet n’en doa ket bet urzh d’ober war-dro seurt kudenn ha goulennet ledanaat an enklask, ar pezh en defe hegazet an aotrou de Montjean a oa o ren ar vodadenn, ec’h asant homañ ar 4 a viz Eost kinnig pevar goulenn d’ar roue : e vefe anavezet an daofin evel dug ha perc’henn war an dugelezh hag e teufe da Roazhon ; e virfe ar roue kerz ha melestradurezh an dugelezh ; e vefe unanet Breizh da viken gant Bro-C’hall ; e vefe miret dreistgwirioù ar vro. Asantiñ a ra neuze ar Stadoù unaniezh an dugelezh da viken d’ar rouantelezh ha nulañ a reont feur-emglev 1499, o tisplegañ ne oa ket bet goulennet o ali digante d’ar c’houlz-se.

Reiñ a ra Frañsez Iañ e asant en un disklêriadur embannet d’ar 7 ha d’an 8 a viz Eost e Gwened ha sinañ a ra edit an unaniezh d’an 13 a viz Eost e Naoned. Ar memes devezh eo kurunet an daofin e Roazhon : Frañsez III ’vez graet anezhañ. D’an 3 a viz Gwengolo 1532 ec’h embanner edit an unaniezh gant Frañsez Iañ e Plessis-Macé, da dalvezout evit ar rouantelezh ar wech-mañ.

Breizh, ur proviñs gant gwirioù

Goude bezañ en em engouestlet e Gwened e miz Eost e tispleg Frañsez I dre ar munud, er Plessis-Macé, ar gwirioù a vo gwarantet da Vreizh. Prometiñ a ra chom hep sevel tailhoù er proviñs hep asant ar Stadoù. Prometiñ a ra ivez e vo implijet an telloù o tont diwar an evañ gwin hepken evit dresañ gourizioù kreñvaat ar c’hêrioù e Breizh. Kadarnaat a ra ivez an holl ensavadurioù-barn – Breujoù, kansellerezh, kambr ar c’hontoù... – ansav a ra ar gwir d’ar Vretoned da vezañ barnet e Breizh. Difenn a ra kas anezho dirak lezioù-barn diavaez, war-bouez an degouezhioù asantet abaoe ar Grennamzer, d’an dinac’h-gwir pe d’ar varnedigezhioù fall. Evit pezh a sell ouzh ar relijion e tisklêr ne vo anvet den ebet eus an diavaez hep e asant ha ne vo roet ar gwir-se nemet d’unan eus e anaoudegezh. Echuiñ a ra gant ur mennad diresis a veneg e vir ar Stadoù ar gwirioù kozh.

An deistgwirioù-se a zo dalc’h an tabutoù etre ar Stadoù hag ar vonarkiezh betek ma vint nullet e-kerzh nozvezh ar 4 a viz Eost 1789.

 

Troet gant Kuzul ar Brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Dominique Le Page , « Edit unaniezh Plessis-Macé », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/edit-unaniezh-plessis-mace

Levrlennadur

  • Planiol Marcel, Histoire des institutions de la Bretagne, le XVIe siècle, tome V, (reprint Mayenne, 1984).
  • Pocquet Barthélémy, Histoire de la Bretagne. La Bretagne province, tome V, Rennes, Plihon et Hommay, 1913 (reprint Mayenne, 1985).
  • Le Page Dominique, Finances et politique en Bretagne au début des temps modernes, 1491-1547, Paris, CHEFF, 1997.
  • Le Page Dominique, Nassiet Michel, L’Union de la Bretagne à la France, Morlaix, Skol Vreizh, 2003.
  • Hamon Philippe, « Rennes, 1532 : le dernier couronnement ducal » dans Yves Mahyeuc, 1462-1541. Rennes en renaissance (dir. Augustin Pic et Georges Provost), Rennes, PUR, 2010, p. 325-342.
  • Kerhervé Jean, « Écriture et récriture de l’histoire dans l’Histoire de Bretaigne de Bertrand d’Argentré. L’exemple du Livre XII » dans Chroniqueurs et historiens de la Bretagne, du Moyen Âge au milieu du XXe siècle (dir. Noël-Yves Tonnerre), Rennes, PUR-ICB, 2001, p. 77-109.