Delwenn ar Bosennoù a-hed an Istor
Un dasson dreist-ordinal
Reiñ lañs d’ur pirc’hirinaj en-dro war-lerc’h diskoachañ ur « skeudenn », kement-mañ ne oa ket dibaot e Breizh er XVIIvet kantved, koulskoude e voe an drowezh-se unan dreist-ordinal. Kerkent hag antronoz e tiredas an engroez d’en em daoler ouzh treid an delwenn kinniget d’an dud e-barzh un hutig brankeier. Kosteziñ a reas ar Gapusined gant Nikolazig, un den gwirion e gomzoù hervezo, ha kadarnaat e oa bet aze un taol brav a-berzh ar Brovidañs, met beleien ar vro hag eskob Gwened a chomas en amlavar paneveken. Kement a dud a veze desachet di avat, en-dro hag adarre, ken e voe skubet kuit o amziviz. E 1628 e voe digoret war al lec’h ur c’houvant Karmezidi reformet hag a zalc’has an devosion start dindan o stern : degemerus e oa al leaned ouzh ar mirakloù dezrevellet gant ar birc’hirined, a veze renablet pizh ganto, met taoler evezh bras a raent evit diwall diouzh kement falskredenn hag evit reoliañ ar plijadurezhioù disakr da geñver an « tolp » d’ar 26 a viz Gouere (e brezhoneg Gwened ne veze ket lavaret ar « pardon » a-raok an XIXvet kantved). An dra-se zo kaoz ma voe serret ganto lec’h ar pirc’hirinaj gant ar Scala Sancta. Prouiñ a ra an niver a vurzhudoù ha mirakloù dezrevellet – tost da 1300 betek 1684 – pegen kreñv e oa sach al lec’h-se war Breizh a-bezh – ar vro vrezhonek koulz hag ar vro c’hallek – ha pelloc’h c’hoazh. Ur relegenn a voe profet gant Anna a Aostria, gwreg Loeiz XIII, ha solitañ a reas ar roue hag ar rouanez eno ganedigezh ur pennher hirc’hortozet. Un oaled a gevrinezh vodern gwriziet don en amzer wechall, ur rikour evit an dud a vor hag ar familhoù digant ar « vamm-gozh vat », ur pardon mod Breizh stag ivez ouzh ar rouantelezh c’hall, setu aze pep a abeg evit da Santez-Anna-Wened bezañ graet ken bras berzh.
Ul lec’h meur e Breizh
Goude ma voe gwelet un tamm nebeutoc’h a dud eno en XVIIIvet kantved – ha muioc’h avat e pardonioù all evel hini Santez-Anna-ar-Palud diwar ar bloaz 1760 – e voe un eil oadvezh aour e Santez-Anna-Wened en XIXvet kantved. Ne vanas ket gwall bell ar jezuisted eno (1815-1828) met diazezoù sonn a savjont : gant ar C’hloerdi Bihan krouet e 1815 e teuas Santez-Anna da vezañ ul lec’h kelenn, ar pezh ez eo chomet betek an deiz hiziv. Ha lañs d’ar pardonioù en-dro, war-dro an delwenn nevez. Er bloazioù 1860, goude gweladenn Napoleon III, e voe savet ar benniliz, adstummet an ardremez, degaset an hent-houarn… ken e savas ar mor a dud betek e uhelañ. Daoust dezhañ bezañ e-maez ar santual, ar monumant en enor d’an aotrou kont a Chambord a voe savet ivez e koun ar roueed. Koulskoude e venne Santez-Anna-Wened bezañ dreist pep tra kêrbenn speredel Breizh, krog-ha-krog gant ar Republik dizoue. E 1913, dre berzh eskibien Breizh, e teuas da vezañ ofisiel an titl a « batronez Breizh » evit santez Anna. War-lerc’h ar Brezel Pevarzek, pa voe gouel an anaon eno e koun ar 130 000 a Vretoned marv evit ar vro, e voe lakaet ur perzh nevez ouzhpenn, hini an aberzh, manifiet gant ar maen-koun peursavet e 1932. Penn-da-benn d’an XXvet kantved ez eo chomet Santez-Anna-Wened ul lec’h leun a vegon evit ar feiz katolik e Breizh (dreist-holl e 1996 pa zeuas ar pab Yann-Baol II, hag ivez da geñver ar pardon d’ar 26 a viz Gouere bep bloaz) ha war ar memes tro ul lec’h a grouidigezh evit ar sevenadur hag an arzoù, evel m’en diskouez Akademiezh ar Sonerezh hag an Arzoù sakr.