Kervarker hag ar Barzaz-Breiz

Aozer : Fañch Postic / Du 2016
Pennoberenn al lennegezh e Breizh hag arouez un identelezh adnevezet, pe touellerezh hag andon broadelourien Breizh, pell en deus padet «tabut ar Barzaz-Breiz» etre ar re a-du hag ar re a-enep Kervarker, abaoe ma oa tarzhet a-wel d’an holl e 1867. E 1964 koulskoude eo bet taolet ur sklerijenn nevez war an tabut p’en deus Donatien Laurent diskoachet ar c’harnedoù dornskrivet : dastumet e oa bet darn vrasañ danvez ar «Barzaz-Breiz» gant Kervarker, en desped d’ar pezh a oa bet lavaret gant e zislavarerien, rak ma oa bet adkempennet ar skridoù evit an embann, e oa hervez doareoù embannerien ar mare-se, er bloaz 1839.

Eus Kemperle da Bariz

D’ ar 7 a viz Gouere 1815 e oa ganet Teodor Hersart de Kervarker e Kemperle. Tremen a ra e yaouankiz etre ar ger-se hag ar maezioù tro-dro na Nizon, e-tal Pont-Aven, lec’h ma oa maner e dud, ar Genkiz. E dad, Per Hersart Kervarker, a oa kannad Penn-ar-Bed e 1815, hag is-prefed Kemperle adalek 1822. E vamm, Ursule Feydeau de Vaugien, « Itron Nizon », a oa deuet mat gant menajerien Nizon, hag, hervez mojenn ar familh, e veze « paeet » gant kanaouennoù en eskemm eus ar preder a roe d’ar re glañv. Tost e oa chomet he mab yaouankañ ouzh e vamm, hag evelti e vefe deuet da vout tik gant an dastum sonioù brezhonek.

Goude e studioù e skolajoù Santez-Anna-Wened (1824), Gwenrann (1828), ha Naoned (1830), ur wech paket e vachelouriezh war al lizhiri, ez a betek Pariz e fin ar bloaz 1833, hag e lak e anv evit bezañ studier selaouer e Skol an Dielloù. Daremprediñ a ra ingal al levraouegoù hag ar saloñsoù lennegel, lec’h ma vez e «genderv» François-René de Chateaubriand o vragal.

Teodor Hersart 	Kervarker(1815-1895) livadur gant Evariste-Vital Luminais e 1884. Diwar : wikimédia.
E Pariz e ra anaoudegezh gant Bretoned yaouank all, ar barzh Aogust Brizeug e-touez reoù all, bodet tro-dro d’ar Gonideg, renevezer ar Brezhoneg. E-kreiz ar bloavezhioù 1830 e veze banvezioù a roe tro d’ar Vretoned dispakañ o mennozhioù hag o c’hlemmoù breizhek. Taer a-walc’h eo Kervarker en e sonioù savet a-ratozh evit an degouezhioù-se, sonioù a gaver e digoradur e oberenn «Drailhajoù barzhelezh», ur pennad bet embannet e miz Meurzh 1836 er gelaouenn gatolik L’Écho de la Jeune France, lec’h ma vo embannet ur werz gentañ «Bosenn Elliant ». Deuet eo da grediñ e c’heller adkavout er gwerzioù roudoù istor Breizh, un istor ha ne vez ket taolet pled outi e istor bro-C’hall dre vras. Adalek 1833 en doa kroget da notenniñ war garnedoù sonioù korn-bro Nizon, a-raok ledanaat e dachenn enklask war-zu Kerne Uhel.

 

Ar Barzaz-Breiz (1839) : ur gentaenn

Ken abred hag er bloaz 1837 en do bet Kervarker ar soñj da strollañ e zastumadegoù en ul levrenn. Met feuket a c’hellfe bezañ bet ul lodenn eus an dud ouiziek a vefe eus al lennerien gentañ : ne vefe ket bet an embann diouzh o grad. Ha Kervarker d’en em reiñ neuze d’ul labour adaozañ, evel ma veze graet gant an embannerien. Claude Fauriel, da skouer, gant e levr « Chants de la Grèce moderne » (1825) a zo ur skouer evitañ. Ul labour heñvel e oa bet sevennet gant Elias Lönrot evit e Galevala bet embannet e 1835.

Daoust m’eo bet skoazellet gant tud vrudet, evel an istorour Augustin Thierry, e sav labour Kervarker goulennoù da Guzul al labourioù istorel ha skiantel (bet savet e 1834), ha nac’het eo an embann. War e gont e-unan eo embannet neuze ar Barzaz-Breiz e 1839. Ar wech kentañ eo neuze e vefe embannet e bro-C’hall ul levr diazezet war an dastum sonioù. Dre vras eo degemeret mat, koulz e bro-C’hall hag en estrenvro, ha buan a-walc’h ez eo troet e meur a yezh. Kalonekaet eo Kervarker, hag e kinnig e 1845 un embannadur nevez a ro muioc’h a blas d’ar sonioù istorel, e reer eus ar gwerzioù. Ken entanet eo George Sand e 1852 ma lak « diamantoù ar Barzaz-Breiz » dreist sonioù an Iliad !

 

Karnedoù enklask Kervarker (a-zehou) bet diskouezet da geñver an diskouezadeg « Chantons toujours ! Kanomp bepred ! » e Maner Kernod (2013).

« Tabut ar Barzaz-Breiz »

E 1867, pa voe lakaet er-maez an trede embannadur,e voe klevet mouezhioù o kavout abeg en doare ma oa bet savet. Rak ma oa bet kavet reizh un tregont bloaz bennak a oa, ne zalc’he ket kont eus ar rediennoù skiantel erbedet gant ur «skol burutellat nevez». Pedet e voe neuze da zisplegañ e zoare da labourat ha da ginnig e zielloù enklask da geñver ar C’hendalc’h keltiek etrevroadel a voe dalc’het e miz Here 1867 e Sant-Brieg. Met Kervarker ne yeas ket di, ha diwar neuze e cheñchas ton an tabut, chomet seven betek-henn. E-doug ar C’hendalc’h e voe adembannet Catholicon Jehan Lagadeuc gant René-François Le Men, diellour Penn-ar-Bed. Hag en e rakskrid e voe taer an tagadennoù ouzh aozour ar Barzaz-Breiz, pa voe tamallet bezañ savet ur fals-teul. Eno e voe kroget pezh a anver «tabut ar Barzaz-Breiz». E-pad ouzhpenn 100 vloaz e padas, o lakaat tal-ouzh-tal ar re a soñje ganto e oa pennoberenn lennegezh Breizh, hag a re a gave dezho e oa Kervarker evel ar Skosad MacPherson, ur falser nemetken a glaske reiñ lañs ha kas en-dro ur vroadelouriezh breizhek. Cheñch a raio penn d’ar vazh e 1964, pa voe bet diskoachet ha studiet gant Donatien Laurent karnedoù dastum dornskrivet. Ha daoust d’ar pezh a oa be lavaret gant e zroukprezegerien, e ouie Kervarker Brezhoneg a-walc’h evit bout gouest da notenniñ diwar glevet, ha gantañ e oa bet dastumet darn vrasañ danvez ar Barzaz-Breiz. Kalz distanetoc’h eo an tabut, hag evel pezh zo bet graet gant Nelly Blanchard, e c’heller teurel ur sell nevez war testennoù ar Barzaz-Breiz en e endro lennegel, romantel peurgetket, a oa d’ar mare ma oa bet savet.

« Bosenn Eliant » eo ar ganaouenn gentañ, diwar ar re bet notennet en e zornskrid kentañ, a zo bet embannet gant Kervarker er gelaouenn L'Echo de la Jeune France (e miz Meurzh 1836). Dastumet e oa bet gantañ digant ur glaskerez-bara e Mêlwenn e penn-kentañ ar bloavezhioù 1830). Adkavet e vo e embannadurioù all ar Barzaz Breiz. Kuit a gannaouenn, e chom bev-mat ar vojenn e spered tud korn-bro Eliant. Gant pozioù ranngalonus ar werz eo bet awenet al livour Louis Duveau hag a livas un daolenn e 1849 : «’Lec'h 'oa nav mab en un tiad, /Aet d'an douar en ur c'harrad, /Hag o mamm baour oc'h o charreat, /O zad a-dreñv o c'hwibanat, /Kollet gantañ e skiant vat». Dastumad Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper.

Perzhioù all Kervarker

Dirak berzh bras ar Barzaz-Breiz hag an tabut tro-dro, n’eo ket bet dalc’het soñj eus perzhioù all personelezh Kervarker. Dedennet-bras e oa gant istor ha lennegezh ar broioù keltiek -ha dreist-holl reoù bro-Gembre, lec’h ma oa bet lakaet da zrouiz e 1938-, ha dre-se eo bet e penn-kentañ an darempredoù «etrekeltiek». Meur a bennad, meur a levr en deus bet savet ha dre-se eo bet lakaet da bersonelezh skiantel eus ar c’hentañ, koulz e Bro-C’hall hag en estrenvro : anvet eo ezel kenskriver Akademiezh Berlin e 1851, a-drugarez da skoazell Jacob Grimm, ha degemeret en Ensavadur e 1858, goude ma vefe bet dilennet e Akademiezh an enskrivadurioù hag al lizhiri-kaer.

Un den digor e spered e oa Kervarker, ha dedennet gant an arkeologiezh hag an istor. Oberiant e voe e diorren ar Gevredigezh vreizhat, hag eno e voe e karg ar c’hentelioù arkeologiezh, ha perzh e voe ivez eus Kevredigezh arkeologiezh Penn-ar-Bed, pa voe e rener adalek 1876, ha betek e varv e 1895.  Lakaet en deus e boan ivez e prezegennoù Sant Visant a Baol, bet savet gant e vignon  Frédéric Ozanam. Klasket en deus, met hep ober berzh, da lakaat e fri er politikerezh, e dilennadegoù 1849.

Petra bennak ma c’heller soñjal diwar-benn emzalc’h Kervarker, e chom an den un araokaour ; hag diouzh e skouer ez eus bet Bretoned oc’h en em lakaat da zastum an hengoun dre gomz.  Abalamour d’an tabut tro-dro d’ar Barzaz-Breiz eo bet lakaet en o sav doareoù an hentennoù dastum ha re an embann lennegezh dre gomz. Meur a wech eo bet adembannet e oberenn abaoe 1839, ha kavout a reer sonioù ar Barzaz-Breiz e roll sonioù kanerien Vreizh an deiz a-hiriv.

 

Troet gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Kervarker hag ar Barzaz-Breiz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kervarker-hag-ar-barzaz-breiz

Levrlennadur

  • Francis Gourvil, Théodore-Claude-Henri Hersart de La Villemarqué (1815-1895) et le Barzaz-Breiz (1839-1845-1867), Roazhon, Oberthur, 1959.
  • Donatien Laurent, Aux sources du Barzaz-Breiz : la mémoire d’un peuple, Douarnenez, Chasse-Marée-ArMen, 1989.
  • Nelly Blanchard, Barzaz-Breiz : une fiction pour s’inventer, Roazhon, PUR, 2006.

Roll pladennoù

Les sources du Barzaz-Breiz aujourd’hui, Douarnenez-Roazhin, ArMen-Dastum, 1989.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù