Annez brientinion c’halian e Paoul

Aozer : Yves Menez / Du 2016
Dizouaret eo bet penn-da-benn annez un tiegezh galloudus eus an noblañs c’halian, e Paoul, departamant an Aodoù-an-Arvor. Peder hanter-delwenn brientinion osismat a zo bet kavet eno, hini ur barzh ul lourenn gantañ en o zouez.

Tresad annez kentañ Paoul war-dro 450 RK. Bevennet eo an atant gant ur c’hleuz hag un douflez. Bezañ zo anezhañ un ti 400 m2 pourpezoù en-dro dezhañ, ur buorzh er gwalarn ha daou vered bevennet gant treilhoù savet a-hed ar ribouloù. (Laurence Stéphanon, Arzoù an Tresañ ha Glad)
Furchet e oa bet annez galian Sant-Siñforian, ouzhpenn 10 devezh arat anezhañ, e Paoul,  departamant an Arvor, eus 1998 da 2010. Savet e oa bet al lec’h-annez-se war-dro 550 RK ha distrujet war-dro 10 RK, da vare krouidigezh Vorgium (Karaez), kêrbenn an Osismiz, un dek kilometr bennak alese.

 

Eus 550 da 175 RK : un atant bras aet da genkiz

Bezañ e oa eus an domani bras kentañ ur c’hloz daou zevezh arat anezhañ, ennañ un ti-annez bras, ur penton, ur c’hav ha meur a bourpez outañ : garidennoù ha kellouigoù da serriñ  trevadoù ha boued-laezh, atalieroù-gwiadiñ. Ur buorzh a oa tro d’e dro. Div vered gwarezet gant un dreilh a oa ivez a veze degaset enno relegoù pe ludu an annezidi aet da Anaon.

Tresad kenkiz Paoul war-dro 300 RK. Gwarezet eo an ti, un estaj dezhañ moarvat, gant ur voger greñv vihan mein ha koad anezhi, peder zour-dorojoù outi. Pourpezioù zo en arborzh. (Laurence Stéphanon, Arzoù an Tresañ ha Glad)

War-dro 300 RK e voe diskaret ar pep brasañ eus an annez-se evit sevel daou gloz. Unan anezhe, gronnet gant ur c’hae-kreñv bihan tourioù outañ, a voe savet an annez nevez ennañ. Egile, pourpezioù ennañ, a oa bevennet gant ur c’hleuz. Dilezet e voe ar beredoù. Kreñvaet e voe an treilhoù war-dro 250 RK abalamour da zifenn al lec’h moarvat.


Eus 175 da 10 RK : savet ur gêr e traoñ ar genkiz

Tresad lec’h-annez Paoul war-dro 175 RK. Tro kein emañ ar c’hloz pevarc’honek m’emañ ar genkiz ennañ. Er mell kloz 20 devezh-arat anezhañ a zo tro d’e dro emañ ar pourpezioù : ur grañj ha solieroù e kreiz, marchosioù a-gleiz d’an ti. (Laurence Stéphanon, Arzoù an tresañ ha Glad)

Treuzfurmet e voe an annez-se war-dro 175 RK da heul un tangwall ha goude meur a goulzad-labour. Melloù savadennoù, krevier, greñch ha solieroù a voe savet tro-dro d’ar genkiz war un dachenn 20 devezh-arat pe war-dro, gronnet gant mogerioù uhel

Eus 150 da 50 RK e voe kaset chanterioù niverus. Kreñvaet e voe ar genkiz c’hoazh o sevel ur voger-greñv, ribouloù kammigellet ha tourioù-dorojoù outi. Meur a savadur, koulz lâret ur gêr vihan an hini a voe savet tro d’he zro war un dachenn 20 devezh arat gwarezet-mat.

Adalek 10 RK, da lâret eo un nebeud dekbloavezhiad bennak goude ma oa bet sujet Galia gant armeoù Kaezar e voe diframmet penn-da-benn ar savadurioù hag ar mogerioù-kreñv an eil war-lerc’h egile hag adimplijet an danvez anezho. Al lidoù a voe kaset tri c’hantved-pad en neved savet en-dro da div grugell-vez eus oadvezh an arem a ziskouez pegen kozh e oa al lignez uhelidi bet o chom eno gwechall.

Ul lec’h a c’halloud war ar maengleuzioù hag an hentoù pennañ.

Abaoe ar penn-kentañ e oa annez Paoul war ur groashent pennañ en Arvorig, ha pa ne oa  eus an hentoù-se c’hoazh nemet gwenodennoù toullet gant ar c’hirri. War dro 150 RK avat e oant aet da hentoù kailhastret 8 metr led, touflezioù a bep tu dezhe
Adimplijet e voe al linennoù-se diwezhatoc’h gant hentoù ar Romaned, re ar Grennamzer hag an Amzerioù Modern. Balirañ a ra al lec’h mammennoù ar Sant-Siñforian a bourveze dour dezhañ, ouzhpenn ar pentonioù hag ar puñsoù bet toullet e diabarzh ar c’hloz. Mestroniañ a rae ivez ar mengleuzioù bet diskoachet nepell alese, a veze tennet kwartz aourek dioute sur-awalc’h pa zo bet kavet roudoù eus labour an aour a veze e-barzh ar c’hloz abaoe 175 RK. Kavet eo bet ivez elfennoù un ardivink koad e foñs ur puñs kleuzet ken don ha 18,30 m er roc’h. Gant un traouilh-taboulin kaset gant ur berchenn e veze savet ar c’helorniadoù da grec’h. Moarvat e veze implijet ardivinkoù a seurt-se er mengleuzioù tostañ da zizourañ ar garidennoù.

Ul lec’hienn dibar, heverk eus annezioù ar brientinelezh c’halian

Tresad lec’h-annez Paoul war-dro 50 RK. Ur gêr vihan a zo bremañ e diabarzh ar c’hloz bras, dindan veli ar genkiz kreñvaet gant div droiad mogerioù kreñv. (Laurence Stéphanon, Arzoù an tresañ ha Glad)

Dibar eo lec’hienn Paoul e-keñver an annezoù galian all bet furchet e Breizh, abalamour da zizoloadennoù divoas all. Darbodoù añforennoù niverus, da gentañ-penn, hag a ziskouez e veze enporzhet gwin Itali abaoe175 RK… hag evet kalz dioutañ etre 150 ha 10 RK . Tammoù eus tri lestr arem deuet eus Itali ivez ha bet kavet e-touez rikoù metal all, a ziskouez e veze graet gant listri kaer er banvezioù ma veze evet ar gwin-se. Ar beder delwenn bet dizoloet eno a ziskouez, dreist da bep tra, an dibar m’eo al lec’h-annez-se.

 Diskouez a ra mat istor al lec’h-se pe re e oa perzhioù kenkizoù brientinelezh uhel eil oadvezh an houarn e Galia . Ur skeudenn eo eus tonkadur ul lignez hag a oa bet ret dezhi en em ober diouzh kemmoù ar gevredigezh o kas an domani bras kentañ d’ur greñvlec’h hag a valire ur gêr, enni solieroù hag atalieroù artizaned. Degaset he doa he lod, moarvat, da grouidigezh Vorgium, ar gêrbenn nevez anezhi, o staliañ eno hec’h annez nevez ha reoù ar familhoù a oa dindan he beli, pa oa keoded an Osismiz oc’h en em adframmañ e diabarzh impalaeriezh Roma, bet sujet Galia ganti. 

 

Troet gant Jean-Dominique Robin
 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves Menez, « Annez brientinion c’halian e Paoul », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 30/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/annez-brientinion-c-halian-e-paoul

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù