Pezhioù-c’hoari e brezhoneg, kinkladurioù ha gwiskamantoù

Aozer : Patrick Gourlay / Genver 2019

Gouest eo bet Emil Kloareg, Charlez ar Govig hag Anatol ar Bras sevel ul lañs nevez tro-dro d’o raktres. Er barrez e veze pep hini o kemer perzh : kilvizien, munuzerien, marichaled a roe pep a zaou zevezh labour evit sevel al leurenn, ar c’hinkladurioù, ha prientiñ degemer an arvesterien. Ar beizanted eo o deus bet kaset an dafar war o c’hirri ; gant an davarnourien eo bet pourchaset barrikennoù evit ma yafe ar sonerien da soniñ warno. E familhoù noblañsoù zo ez aed da furchal er pres dilhad, gant ar soñj kavout eno perukennoù ha gwiskamantoù.

A-dreñv al leurenn – Dastumad Mirdi Breizh an Departamant, Kemper. Skeudenn gant Serge Goarin /  Mirdi Breizh an Departamant

Diazezet eo ar c’hoariva war pezhioù-c’hoari e Brezhoneg, evel-just. Goulenn a ra Emil Kloareg ma vefe modernaet ar skridoù kozh, hir-mat, ha maez ar c’hiz alies-kaer. Pezh a ra Charlez Gwennou, da skouer, en ur gempenn en-dro Santez Trifin hag ar Roue Arzhur. Met en ur mod, evit luskerien an nevezadur, e vefe ur c’hwitadenn c’hoari pezhioù kozh hepken. Evit-se e tistagont o galv da skrivagnerien Vreizh evit ma kinnigfent krouidigezhioù a-vremañ. Evel-se e voe skrivet Ar Vezventi ! gant Charlez Rolland, ur pezh diwar-benn distrujoù an alkoolegezh, gant Fransez Jaffrennou e voe kinniget Ar Bourc’hiz lorc’hus, hag un drama, Ar Miliner Bot-Kador, gant ar republikan Paol Kadioù. Un dek bennak a bezhioù anavezet mat bennak a yae d’ober roll Paotred Plouyann etre 1898 ha 1914.

Met n’eus ket a c’hoariva hep gwiskamantoù ha kinkladurioù. Dre ziv wech e lak Maxim Maufra e holl nerzh da sevel taolennoù an drekleur. E 1898 ra ul livadur a 36 m² a ziskouez ur c’hastell doare ar Grennamzer, gant ar mor a zeuio da aloubiñ Ker-Is er pellder, un disterig a vodernelezh roet d’an abadenn gant al livour mignon da Paol Gauguin. Gwisket an aktourien gant gwiskamantoù bet treset gant Ary Renan ha savet gant ti Lambert e Pariz, a zo dilhataer c’hoariva ar Palais Royal. Mont a ra koust ar gwiskamantoù da 1 400 lur e 1898 : evit kompren da begement ez afe hiriv an deiz, pa ouzer ne yae ket en tu all da 1 000 lur gopr bloaz un devezhour war ar maezioù, ne c’heller nemet anzav e oa bet lakaet pep tra e kont evit ma rafe berzh an abadenn.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Gourlay, « Pezhioù-c’hoari e brezhoneg, kinkladurioù ha gwiskamantoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/pezhiou-c-hoari-e-brezhoneg-kinkladuriou-ha-gwiskamantou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité