C’hoariva pobl breizhek ha politikel

Aozer : Patrick Gourlay / Genver 2019

Lakaet eo abadenn Plouyann da zevezh goude diazezadur an Unvaniezh Rannvroelourien Breizh (URB) e Montroulez. N’eo ket dre zegouezh ma kaver izili ar c’hentañ strollad rannvroelour er Frañs o kemer perzh en avañtur ar c’hoariva : e brezidant kentañ eo bet Anatol ar Bras, e kompagnunezh Emil Kloareg (bez-prezidant e 1901), Charlez ar Govig, met ivez Fransez Jaffrennoù, en doa lakaet strollad Plouyann da c’hoari e bezhioù, ha Maxim Maufra a soñje dezhañ e oa ar c’hoariva gwellañ tra da gizidikaat an dud ouzh glad Breizh.

Dre ma veze engouestlet Kloareg er stourm rannvroelour, e voe lakaet strollad Plouyann da c’hoari pezh e-kerzh meur a gendalc’h an URB etre 1898 ha 1902. Ar strollad a gemeras perzh goude-se e darvoudoù republikan ha laik, evel lid-diskoachañ delwenn Ernest Renan e Landreger (1903), dirak Émile Combes, ha goude-se hini Fañch an Uhel e Plouared (1906). C’hoariet eo bet dirak ministred oc’h ober troioù ofisiel, hag evit lidoù-digeriñ ar vro e-doug gouelioù republikan kumunioù ‘zo. Pa voe skoet porzhioù traoñ Kerne gant enkadenn ar sardin e kasas Kloareg ar strollad da Gonk Kerne (1902), Gwaien, Douarnenez ha Pont ‘n Abad (1903-1904) evit abadennoù a oa ur pal sokial ganto : roet e veze ul lodenn eus an arc’hant gounezet d’ar burevioù madobererezh, evit ma vefe sikouret familhoù ar vartoloded.

Dre ma voe kaset gant un depute ha maer republikan, ha skoazeller Émile Combes (war-bouez e bolitikerezh a-eneb ar Brezhoneg) e voe roet gant ar Stad ur yalc’had a 1 500 lur ar bloaz e-pad ouzhpenn dek vloaz, pezh a lakaas anezhañ da vezañ en eil renk er Frañs goude strollad Bussang (Vosges). Evit Kloareg ez eo ar c’hoariva pobl brezhoneg un engouestladur sevenadurel, politikel ha sokial.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Gourlay, « C’hoariva pobl breizhek ha politikel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/c-hoariva-pobl-breizhek-ha-politikel

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité